Emgann Tribruit
Neuz
| Emgann Tribruit | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
Stlapet Kaledvoulc'h en dour gant Sir Bedivere[1] | |||||||
| |||||||
| Emgannerien | |||||||
| Brezhoned | Garwlwyd | ||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Arzhur | Garwlwyd | ||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
| Dianav | Dianav | ||||||
| Kolloù | |||||||
| Dianav | Dianav | ||||||
Emgann Tribuit, pe Tryfrwyd, eo an dekvet eus daouzek emgann Arzhur meneget gant Nennius en e Historia Brittonum.
Tennañ a ra e anv eus hini ar stêr e vefe c'hoarvezet en he c'hichen. N'anavezer stêr ebet gant an anv-se e Preden avat.
Meneget eo Emgann Tribuit ivez e Levr Du Caerfyrddin, pa stourmas ennañ un uhelad anvet Cai Hir. Hervez al Levr Du e oa enebour Arzhur d'ur penn-brezel anvet Garwlwyd. Un anv brezhon eo, ar pezh a zamveneg e oa Garwlwyd ur roue brezhon bennak enebet ouzh Arzhur.
N'eo ket sur pelec'h e c'hoarvezas an emgann met meur a vartezeadenn zo bet kinniget :
- ar stêr Frew, e-kichen Sruighlea e Bro-Skos ;
- ar stêr Ribble, e Lancashire e Bro-Saoz ;
- ar stêr Hafren, e-kichen Gloucester e Bro-Saoz ;
- ar stêr Eden, e-kichen Carlisle e Cumbria, Bro-Saoz.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Thomas Malory, Le Morte d'Arthur, levrenn XXI, pennad V.
| Emgannoù Arzhur |
|---|
| Agned | Badon | Bassas | Breguoin | Camlann | Castell Guinnion | Coit Celidon | Dubglas | Glein | Tribruit | Urbs Legionis |
