Thomas Malory

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pajenn gentañ Le Morte Darthur
Moullerezh Caxton, 1485

Sir Thomas Malory (c. 141614 a viz Meurzh 1471), a sine Sir Thomas Malleorre, zo ur skrivagner saoz brudet evit bout oberour pe gendastumer Le Morte Darthur, ar gentel saoznek diwezhañ eus mojenn ar roue Arzhur ha marc'heien an Daol Grenn a embannas e 1485 e moullerezh William Caxton e London.
Petra bennak ma ne ouzer ket resis piv e oa Thomas Malory e vez pivadet gant an darn vuiañ eus an helenneien evel Sir Thomas Malory a Newbold Revel, ur maner e Stretton-under-Fosse (Warwickshire), anezhañ ur marc'heg, ur perc'henn douar hag un ezel eus Parlamant Bro-Saoz e 1445.

Pivelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz helenneien o deus klasket e-pad pell gouzout piv e gwirionez a skrivas Le Morte Darthur. Meur a anv zo bet kinniget a-feur ma'z ae ar c'hantvedoù hebiou.
Gouzout a ouzer e oa aozer Le Morte Darthur ur marc'heg, p'er meneg e-unan meur a wech en dornskrid ha p'en diogel ar mouller. Ur marc'heg hepken zo e-touez ar c'hwec'h den anavet dindan an anv "Thomas Malory" er XVvet kantved[1]. Gouzout a ouzer ivez edo Thomas Malory en toull-bac'h pa skrivas e bennoberenn.[2]

Ur barzh kembreat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er XVIvet kantved e tisklêrias an eskob hag istorour saoz John Bale (1495-1563) e voe skrivet Le Morte Darthur gant ur barzh kembreat eus Maloria, ur gêriadenn war glannoù ar stêr Dyfrdwy e Sir Ddinbych ; tremen 150 vloaz diwezhatoc'h, e 1893, e savas an helenneg kembreat Sir John Rhys (1840-1915) a-du gantañ war zigarez ma kasje Maloria pe d'ur gêr anvet Maleor e Sir Ddinbych pe d'unan all anvet Maleore e Sir y Fflint en hevelep korn-bro ; ouzhpenn, kement-se a lakaje Thomas Malory da vout kar d'ar barzh kembreat Edward Rhys Maelor, a vevas er XVvet kantved ivez.[3]
Ur marc'heg e oa Sir Thomas Malory eus Maelore e Sir y Fflint, hogen biskoazh n'eo bet bac'het.

Thomas Malory eus Papworth St Agnes[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1897 ez embannas un helenneg all, A. T. Martin e anv, e c'hellje aozer Le Morte Darthur bout ar Saoz Thomas Malory eus Papworth St Agnes, Cambridgeshire, bet ganet e 1425 ha marvet e 1469. E-pad ugent vloaz kent e varv e voe bac'het hennezh meur a wech abalamour da laeroñsi, distrujañ madoù an Iliz, gwallerezh ha muntr c'hwitet.[4]
Meur a wech eo bet bac'het an Thomas Malory-se, met ne oa ket ur marc'heg anezhañ – da nebeutañ e ster leun ar ger implijet gant aozer Le Morte Darthur ; ouzhpenn, menegiñ a ra ar skrivagner en dornskrid ez echuas al labour "e navvet bloavezh ren ar roue Edouarzh IV", da lavarout eo 1470 (ren kentañ), bloaz war-lerc'h marv Thomas Malory eus Papworth St Agnes eta.

Thomas Malory eus Hutton Conyers[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Paot a-walc'h eo an anv "Malory" e Yorkshire, ha liv ur rannyezh eus Yorkshire zo war Le Morte Darthur ; e 1966 neuze e kinnigas ar c'helenner saoz William Matthews un Thomas Malory eus Button Conyers, Yorkshire, da aozer Le Morte Dartur[5]. Nebeut a dud a savas a-du gantañ avat, dre ziouer a brouennoù soliusoc'h eget ar re a zo en dornskrid.

Sir Thomas Malory a Newbold Revel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1890 e voe kinniget anv Sir Thomas Malory a Newbold Revel gant Heinrich Oskar Sommer, un arbennigour saoz war William Caxton ; a-du gantañ e savas ar c'helenner war al lennegezh saoz George Lyman Kittledge, en ur zegas arguzennoù solius : un ezel eus Parlamant Bro-Saoz e oa bet Malory, hag ur soudard en doa stourmet e Calais gant Richard Beauchamp, 13vet kont Warwick. Diwezhatoc'h, e 1928, e voe embannet gant Edward Hicks buhezskrid Thomas Malory a Newbold Revel : bac'het e oa bet ar skrivagner evit laeroñsi, skrap ha gwallerezh, er c'hontrol mik eus talvoudegezhioù uhel harozed Le Morte Darthur.[6]

E dibenn pep kelc'hiad en dornskrid ez eus ur goudeskrid gant Malory – a zo bet kemmet gant William Caxton e dibenn pep levrenn voullet, pa'z eo disheñvel ar gentel voullet eus Le Morte Darthur diouzh an dornskrid a voe kaset gant ar skrivagner ; en div gentel-se avat ez eus un nebeud ditouroù kempoell a-zivout Thomas Malory, diwar e zorn end-eeun bepred hag ur wech digant ar mouller, e dibenn al levrenn diwezhañ.

  • E dibenn The Tale of King Arthur "Istor ar roue Arthur" en dornskrid (dibenn al levrenn IV hervez rannadur William Caxton) e skrivas Malory[3] :

For this was written by a knight prisoner Thomas Malleorre, that God send him good recovery.
"Rak gant ur marc'heg bac'het Thomas Malleore e voe skrivet kement-mañ, ra gaso Doue pareañs vat dezhañ."

  • Goude The Tale of Sir Gareth "Istor an aotrou Gwerehez[7]" (levrenn VII Caxton) e skrivas Malory[3] :

And I pray you all that readeth this tale to pray for him that this wrote, that God send him good deliverance soon and hastily.
"Hag ho pediñ a ran c'hwi-holl hag o deus lennet an istor-mañ da bediñ evit hennezh a skrivas kement-mañ, evit ma kasfe Doue dieubidigezh vat dezhañ dizale ha buan."

  • Pa'z echu The Tale of Sir Tristram "Istor an aotrou Tristan" (levrenn XII Caxton) e lenner digant an aozer[3] :

Here endeth the second book of Sir Tristram de Lyones, which was drawn out of the French by Sir Thomas Malleorre, knight, as Jesu be his help.
"Amañ ez echu eil levrenn Sir Tristram a Lyones, a voe troet diwar ar galleg gant Sir Thomas Malleore, marc'heg, skoazellet gant Jezuz."

  • War bajenn diwezhañ an dornskrid e skrivas Malory, hanter e saozneg ha hanter e galleg[3] :

The Most Piteous Tale of the Morte Arthure par le shyvalere Sir Thomas Malleorre, knight, Jesu aide ly pur votre bon mercy.
"Truezusat istor marv Arzhur gant ar marc'heg Sir Thomas Malleorre, marc'heg, ra vo sikouret gant Jezuz dre ho trugarez vat."

• Daou c'houdeskrid zo e dibenn ar skrid moullet gant William Caxton[8]. Diwar zorn an aozer eo an hini kentañ war a hañval, pa skriv er c'hentañ gour unan ez eo bet echuet al levr gant Sir Thomas Maleore (sic), marc'heg ; digant William Caxton e teu an eil, ma skriv ez eo bet troet al levr e saozneg gant Sir Thomas Malory (sic), marc'heg, evel lavaret kentoc'h.

Diwar an ditouroù dastumet en dornskrid e c'heller lavaret e oa moarvat Sir Thomas Malory a Newbold Revel aozer Le Morte Darthur neuze.

Buhez Thomas Malory a Newbold Revel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude 1415 hag a-raok 1418 e voe ganet Thomas Malory, pa ouzer e voe major d'an oad a 21 bloaz etre 1436 ha 1439[9]. Mab e oa da Sir John Malory a Winwick (Northamptonshire), ur barner a beoc'h e Warwickshire hag un ezel eus Parlamant Bro-Saoz, ha da Lady Philippa Malory, pennhêrezh maner Newbold.
Marc'heget e voe Thomas kent an 8 a viz Here 1441, mont a reas da soudard dindan ren dug Warwick – dispis eo an deiziadur avat, ha den ne oar perak e voe marc'heget. Ur garg a zilenner[10] a voe fiziet ennañ e Northamptonshire kent 1443.

E 1443 ivez e voe tamallet dezhañ ha d'e genseurt Eustace Barnaby bout taget, skrapet ha riblet un Thomas Smythe ; ne voe ket kondaonet avat. En hevelep bloavezh e timezas d'un Elizabeth Walsh[2], a c'hanas ur mab anvet Robert[3] ha marteze bugale all.[9].
E 1443 c'hoazh e voe dilennet er Parlamant e rezh marc'heg evit Warwickshire betek dibenn ar bloavezh. E 1449 e voe dilennet e Parlamant Great Bedwyn en anv dug Buckingham.

E sizhunvezhioù kentañ 1451 avat e voe tamallet dezhañ un arridennad torfedoù a bep doare : bout tunet arc'hant digant daou zen da gentañ hag un den all da c'houde ; bout antellet ur stign ouzh dug Buckingham gant 26 den all e-kerzh ar bloavezh 1450 (ne voe roet prouenn ebet avat) ; bout aet dre enfreuz tre en un ti e 1450 ivez, laerezh arc'hant eno ha gwallañ mestrez an ti kent he zagañ adarre eizhtez war-lerc'h e Coventry.[11][12]
D'ar 15 a viz Meurzh 1451 neuze e voe harzet Thomas Malory a Newbold Revel ha 19 den all. Ne voe disorc'h ebet da gement-se avat, hag er mizioù da heul e voe tamallet d'ar bagad un aridennad torfedoù all, da lavarout eo trement 100 laeradenn feuls. E-kerzh ar mare-se e voe harzet Malory ha bac'het e London ; tec'hel a reas avat ha distreiñ d'ar gêr e maner Newbold Revel.
Hervez an dielloù e voe graet an darn vuiañ eus an torfedoù-se – mard eus bet anezho – en enep da aduidi dug Buckingham ; dre ma oa Malory diouzh tu dug Warwick, un enebour da zug Buckingham e Brezel an Div Rozenn (1455-1485), e c'heller soñjal e oa un abeg politikel d'e dagadennoù (gwirion pe get) pe d'ar c'hlemmoù a voe savet outañ gant dug Buckingham ha tud all.[13]

D'an 23 a viz Eost 1451 e voe kaset Sir Thomas Malory a Newbold Revel ha meur a zen all dirak lez-varn Nuneaton e Warwickshire, war douaroù dug Buckingham. Meur a damall a voe graet dezho, ha kaset e voe Malory da doull-bac'h Marshalsea e London, ma chomas e-pad bloaz ; goulenn a reas bout barnet en-dro, gant tud eus e gorn-bro ar wech-se : nac'het e voe, hogent divac'het e voe.
E miz Meurzh 1452 e voe distro da Varshalsea ha daou viz diwezhatoc'h e tec'has kuit, marteze goude bout goubrenet gwarded. E miz Even e voe bac'het adarre betek miz Mae 1453, pa voe paeet ur mell kretadenn a 200 lur sterling gant mignoned dezhañ eus Warwickshire.[14]

Diwezhatoc'h e voe lakaet e dalc'h dindan evezh e Colchester (Essex) war zigarez m'en devoa graet torfedoù all, en o zouez c'hwiblañ tiez ha laerezh kezeg. Tec'hel kuit a reas adarre, hag adarre e voe adtapet ha bac'het e Marshalsea, hep prosez ebet.[3] Diskounaet e voe pa bignas ar roue Edouarzh IV war an tron e 1461.

E 1468 e kemmas Malory e vennozhioù politikel : diouzh tu an Tiegezh York e oa bet betek-henn e Brezel an Div Rozenn, met er bloavezh-se e kemeras perzh en un irienn bet savet gant Richard Neville, kont nevez Warwick, a-enep Edouarzh IV. Diskuliet e voe an irienn, ha Malory a voe bac'het e miz Even 1468 – lamet e voe e anv eus diskounadurioù hollek miz Gouere 1468 ha miz C'hwevrer 1470, ar pezh na oa bet c'hoarvezet biskoazh a-raok ha na c'hoarvezas biken goude en Istor Bro-Saoz.[11]
D'an 3 a viz Here 1470 e voe lakaet termen da ren Edouarzh IV gant harp kont Warwick, ha lakaet e voe Herri VI war an tron evit un eil ren berr ; divac'het e voe Sir Thomas Malory a Newbold Revel.[2]

D'ar 14 a viz Meurzh 1471 e varvas aozer ersoliet Le Morte Darthur, d'an oad a 53 bloaz pe 56 vloaz, miz a-raok ma voe adstaliet Edouarzh IV e penn Bro-Saoz d'an 11 a viz Ebrel.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Elizabeth J.Bryan, rakskrid da Le Morte d'Arthur, Modern Library, 1994 (ISBN 978-0-6796-0099-2)
  2. 2,0, 2,1 ha2,2 (en) P. J. Field, The Life and Times of Sir Thomas Malory, Boydell & Brewer, 1999 ASIN: B00T0LRBZ2
  3. 3,0, 3,1, 3,2, 3,3, 3,4, 3,5 ha3,6 Le Morte d'Arthur, Cassell Illustrated, 2003 (ISBN 978-1-8440-3001-9)
  4. (en) Marylyn Paris, Sir Thomas Malory: The Critical Heritage, Routledge, 1996 (ISBN )
  5. William Matthews, The Ill-Framed Knight: A skeptical inquiry into the identity of Sir Thomas Malory, University of California Press, 1966 (ASIN: B0000CNGO4)
  6. (en) Edward Hicks, Sir THomas Malory – His Turbulent Career – A Biography, Harvard University Press, 1928 (ISBN 978-0-6741-8409-1)
  7. Langleiz, Romant ar roue Arzhur, Al Liamm, 1975 ASIN: B000XBIV98
  8. (en) Le Morte d'Arthur – King Arthur and the Knights of the Round Table, Canterbury Classics, 2015 (ISBN 978-1-6268-6463-4)
  9. 9,0 ha9,1 (en) Oxford Dictionary of National Biography (Koumanant rekis)
  10. Da lavarout ezel eus ur c'holaj a zilenn ar Parlamant.
  11. 11,0 ha11,1 (en) Helen Cooper, Le Morte Darthur: The Winchester Manuscript, Oxford University Press, 1998 (ISBN 978-0-1915-0422-8)
  12. E Bro-Saoz ar XVvet kantved e veze graet "gwallerezh" ivez eus kement darempred revel gant ur vaouez hep asant he fried.
  13. (en) Nelly Slayton Aurner, Sir Thomas Malory – Historian? e PMLA 48-2, Even 1933, pp. 362-391 ; JSTOR
  14. Hervez (en) MeasuringWorth, £ 200 e 1450 a vefe £ 143 000 hiziv, da lavarout eo € 165 000 e 2017.