Gwallerezh

Eus Wikipedia
Gwallerezh
Iskevrennad eustagadenn reizhel Kemmañ
Dezverket dresexual penetration, refusal Kemmañ
Pleustret gantrapist Kemmañ
Rummad tostCategory:Rapists Kemmañ
Lodenn ar C'habiten. Ar soudarded tro-dro teñzor-brezel o c'habiten. Pa vez brezel ar gwallerezh zo boaz, implijet e vez ivez evel un arm.
Gwallidigezh ar vorianez, gant Christiaen van Couwenbergh.
Merzherezed Bulgarian, gant Konstantin Makovsky.

Ar gwallerezh pe palforserezh eo an anvioù a roer d'an darempred reizhel graet dre heg gant un den enep da youl un den all.
Dre vras e komzer eus enlakaat tra pe dra en organoù reizhel un den. En XXIvet kantved ec'h eo un torfed hervez lezennoù an darn vrasañ eus ar broioù, petra bennak ma c'hall kemmañ ster ar ger hervez ar broioù. E Kanada n'eus ket anv a wallerezh evel e Bro-C'hall, da skouer, met eus arsailh reizhel, ar pezh a dalv kement hag ur stokadenn reizhel graet enep da youl un den.

Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hellaz kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E mojennoù Hellaz kozh e veze gwallet tud gant an doueed ha doueezed, ha Zeus a roe ar skouer fall gant an holl nimfenned (Io n'eo nemet unan anezho) arsailhet gantañ, ma vage fulor e wreg evel-se. E-touez an dud e veze skrapet merc'hed, ha graet an eured goude, evel ma vez graet c'hoazh e pobloù zo (Tchetchened). Gant Hades e voe skrapet Persefone, gant Apollon e voe Dafne; gant Aias Oileos e voe Kassandra, gant Hektor, Andromac'he; gant Ac'hilleüs, Polyksene...

En Hellaz kozh e veze kastizet ar maouezed avoultr, dre heg evel dre gaer. Ar gwaz a c'halle kaout serc'hed.

Roma gozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En amzerioù koshañ en devoa ar pater familias gwir a vuhez hag a varv war dud e diegezh, ha war ar maouezed ivez eta.

Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Grennamzer e weler o tont war wel ar Ius primae noctis, gwir an nozvezh kentañ, kemeret gant an aotrou, a c'halle hervez ar boaz, kaout darempred reizhel gant ur plac'h divoulc'h hag a oa sklavez war e zouar pa zimeze d'ur sklav all dezhañ.

Eus kement-se ez eus kaoz en oberennoù evel Fuenteovejuna, gant Lope de Vega hag en La catedral del mar gant Ildefonso Falcones.

Gwallerezh er brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brennos hag e lod eus ar skrap, gant Paul Jamin e 1893.
Sinaadez yaouank skrapet gant an arme japanat, o komz gant un ofiser saoz goude he dieubidigezh.
  • Gwalladeg ar Sabinezed (Sabinae raptae) en istor mojennel Henroma, e 750 kent JK, a vez laret Skrapadeg ar Sabinezed peurliesañ.
  • Gwalladeg ar rouanez vrezhon Boudika hag he merc'hed gant ar Romaned.
  • Gwalladegoù maouezi Bulgaria gant soudarded an Impalaeriezh Ottoman e-pad emsavadeg Ebrel 1876.
  • E-pad an eil brezel-bed e voe gwalladegoù bras, gant an holl armeoù, ha brudet darn anezho:
    • Gwalladeg maouezi Nankin gant an arme japanat
    • Skrapadeg Koreanezed (etre 20 000 ha 200 000) ha Sinaadezed evit ezhommoù soudarded an arme japanat.
    • Gwalladeg maouezi en URSS (1941-1944) gant an arme alaman, ha gwalladegoù an Alamanezed (2 vilion a ve bet anezho) gant an arme rusian e 1945.
  • Gwaladeg Italianezed gant soudarded c'hall e 1944[1]
  • Gwalladegoù bugale Kreizafrika gant soudarded c'hall e 2014 (gant ster Kanada)[2].
  • Gwalladegoù soudarded ar stad islamek e Kurdistan adalek 2013.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwallidigezh Lucretia, livet gant Tizian.
  • Meur a oberenn zo bet awenet gant gwallidigezh Lucretia.
  • Koll-digoll brezel, ur romant gant Anne Guillou, lakaet e brezhoneg gant Herve Lossec hag embannet gant Skol Vreizh e 2014, a gont istor ur plac'h eus Bro-Leon gwallet gant ur soudard amerikan da vare an Dieubidigezh.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Libération, 15/05/2015
  2. (fr) « Jean-Pierre Chevènement justifie le viol des enfants Centrafricains par les militaires français. » : Cameroon Voice, 04/05/2015