Mont d’an endalc’had

Tagadenn reizhel

Eus Wikipedia
tagadenn reizhel
Iskevrennad eustorfed reizhel, revelezh denel Kemmañ
Dibarder mezegelmedisinerezh mallusted Kemmañ

Tagadenn reizhel a vez graet eus kement obererezh reizhel sevenet hep aotre an den hag a zo pal an ober, pe dre implij an nerzh korf pe dre rediañ a-benn kaout un oberiantiz reizhel a-enep c'hoant an den. Un doare feulster reizhel eo a c'hell bezañ un drougimplij war bugale, polotañ, gwallañ (ebarzhadenn reizhel dre rediañ, ne ra forzh gant petra na betek pelec'h), implij an dagadenn reizhel gant dramm, pe jahinerez reizhel un den c'hoazh.

Termenadur lezennel un dagadenn reizhel a zo disheñvel mat hervez ar vro. An hini implijetañ a zispleg ez eo an tagadennoù reizhel darempredoù reizhel sevenet gant unan bennak war unan all ha n'eus ket c'hoant da gaout an darempred-se.

Hervez Kreizenn vroadel gouzañverien an torfedoù stadunanat:

"Un dagadenn reizhel a c'hell bezañ lies doare evel un dagadenn korfel evel ur gwallerezh pe klask gwallañ, pe c'hoazh nep darempred pe gourdrouz reizhel. Dre vras un dagadenn revel a c'hoarvez pa vez unan bennak o touch korf unan bennak all gant ur soñj reizhel, memes ma vez dilhad gant an daou, hep ma vije un asant anat gant an hini a zo pal an oberiantiz".

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]