Mont d’an endalc’had

Darempred rev

Eus Wikipedia
revelezh denel
Iskevrennad eusreciprocating motion, copulation, sexual penetration, human sexual behavior Kemmañ
Implijsexual pleasure, Gouennañ, feulster reizhel, Pornografiezh Kemmañ
Abeg pennañhuman sexual behavior Kemmañ
Efedhuman fertilization, vaginal orgasm, ejaculation, orgasm Kemmañ
Hashtagsex Kemmañ
Item operatedArdivink-genel Kemmañ
Pleustret gantgast Kemmañ
Implijet gantstrollad tud Kemmañ
A implijsexual penetration, sexual partner Kemmañ

Un darempred rev pe darempred revel zo un ober seksel a glasker pe tennañ plijadur anezhañ, pe ober bugale diwarnañ , pe an daou war un dro, dre c'hoari gant lodennoù revel ar c'horf, gant ar c'halc'h hag ar forzh peurvuiañ, hag ivez gant ar fraezh pe ar genoù a-wechoù, pe gant lodennoù all eus ar c'horf, asambles gant unan bennak all (pe gant meur a hini), paotr ha plac'h, plac'h ha plac'h pe paotr ha paotr, a-wechoù gant harp un objed bennak ouzhpenn. Daoust ma c'heller ober babigoù gant darempredoù seurt-se e vez implijet aliesoc'h en un doare prevez da gaout plijadur asambles ha da grouiñ liammoù.

Reolennet (pe klask a reer reolenniñ) seurt emzalc'hioù gant reolennoù sokial, yec'hed (kleñvedoù-rev) ha relijiel) evit gwareziñ an dud diouzh emzalc'hioù dañjerus, pe kavet dañjerus, pe reolennata ar gevredigezh en un doare strizh.