Gouhin
Neuz
(Adkaset eus Forzh)

1 Beskenn an ellig - 2 Ellig - 3 Muzelloù bihan - 4 Gwask an troazh - 5 Digor ar gouhin - 6 Garbedenn - 7 Fraezh
Gouhin, forzh a reer eus ar ganol a gas eus ar c'hourzh d'ar grozh en ardivink-genel ar bronnegezed.
Lodenn diavaez ardivink-genel ar maouezed eo ar c'hourzh, e lodenn ziabarzh o vezañ ar gouhin. Al lienenn-gourzh a ra an disparti etrezo a-wechoù. Lampreet gant an ellig p'emmañ eñ e sonnadur.
Kargoù ar gouhin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kargoù ar gouhin eo :
- lezel gwad amzerioù ar maouezed da dremen ; er c'hevredigezhioù a vremañ e vez implijet traoùigoù ha danvezioù a bep seurt da zastum ar gwad-se ;
- embarañ
- genel bugale.
|