Mont d’an endalc’had

Persefone

Eus Wikipedia
Persefone
Greek deity
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΠερσεφόνη Kemmañ
TadZeus Kemmañ
MammDemeter, Styx River Kemmañ
Breur pe c'hoarΔέσποινα Kemmañ
PriedHaides Kemmañ
Kompagnun(ez)Adonis, Zeus Kemmañ
BugelAgrianome, Eubuleus, Zagreüs, Melinoe Kemmañ
Lec'h annezHades Kemmañ
Lec'h labourHenc'hres Kemmañ
Azeulet gantRelijion er gevredigezh hellazek, Mitologiezh Henc'hres Kemmañ
Present in workHades Kemmañ
Deskrivet dreEnthroned goddess of Camarina Kemmañ
EpithetKarpophoros Kemmañ
Delwennig ur gorrez (Demeter ?) a zalc'h ur plac'h vihan (Persefone ?) - Pri poazh, Lamia (Thessalia), c. 325-300 kent J.-K., Mirdi al Louvre
Persephona, 1873-1877, livadur gant Dante Gabriel Rossetti,Tate Gallery, Londrez.
Distro Persefone, gant Frederic Leighton (1891).
Triptolemos ha Kore, kib atikat he zresadennoù ruz, war-dro 470-460 kent J.-K.

Persefone a oa un doueez en Henc'hres. Merc'h e oa da Zeus ha Demeter. Dimezet e oa da Hades ha gantañ e rene en Ifernioù.

War vezioù Sikilia edo o vevañ. He far a oa e sevenadur Roma, an doueez Proserpina hec'h anv.

Gouez da oberourien zo avat ne vije ket merc'h da Zemeter, met hini ar Styks, pa'z eo bet a-viskoazh rouanez an ifernioù.
Gouez da dud all eo mamm Zagreüs, engehentet gant Zeus, ha troet e naer.
Ne gemer ket perzh er mojennoù nemeur, e-skoaz doueed zo, nemet en hini Adonis ha hini Peirithoos.

E henc'hresianeg e oa Περσεφόνη / Persephónê hec'h anv. Gant Homeros e oa Περσεφόνεια / Persephóneia.
Kore « ar plac'h yaouank », pe « ar plac'h », a veze graet anezhi ivez, e-skoaz Demeter, « ar vamm » (ἡ Μητὴρ / hê mêtềr).

Skrapadenn Persefone

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur plac'h a verc'h, ur plac'h yaouank brav-kenañ, e oa Kore, ken e voe skrapet gant hec'h eontr Haides, goude bet asant Zeus. Sede penaos e c'hoarvezas.

E kuzh e oa desavet, gant he mamm Demeter, e Sikilia, an enezenn a blije dezhi ar muiañ, e-lec'h ma oa e surentez.
Un deiz ma oa Persefone o kutuilh bleuñv gant nimfenned, e kompezenn Enna, war lez lenn Pergusa, e tostaas ouzh ul loa-zour, ha setu ma tigoras an douar dindan he zreid ha ma tianadas gant ur c'harmadenn skrijus.

En Ifernioù en em gavas neuze, e domani hec'h eontr Haides, a daolas evezh outi hag a c'hoantaas ober e rouanez anezhi ; he skrapañ a reas neuze. Ken kreñv e c'harmas Persefone ma voe klevet gant he mamm, a zeredas war al lec'h, hogen re ziwezhat.
Pa ne oa bet gwelet netra gant den setu ma voe graet ganti he soñj da vont war-lerc'h he merc'h nemeti e-pad nav deiz ha nav noz kent disklêriañ : « Naoneget e vo an douar keit ha ma ne gavin ket ma merc'h ! » Neuze e klaskas Demeter he merc'h e pep lec'h hag e paouezas da gas e gefridioù doueez da benn, ar pezh a zegasas un naonegezh spontus.

Helios, doue an Heol, a ziskulias neuze da Zemeter e oa Haides an hini en devoa skrapet he merc'h. Monet a reas an doueez betek dor an Ifernioù d'he c'herc'hat, met nac'hañ daskor Persefone a eure Haides. Kaset e voe an tabut betek Zeus, a glaskas neuze un emglev etre Haides ha Demeter kent na vefe rivinet an Douar. Met ne voe ket gouest da ober e soñj, rak ne felle ket dezhañ chifañ na Demeter nag e vreur Hades.
Hag eñ ha kas Hermes davet Haides. Asantiñ a reas hemañ lezel ar plac'h da vont kuit gant ma n'he dije ket tañvaet boued ar re varv c'hoazh. Evel ma oa chomet war yun abaoe he skrapadenn e oa bet ret da Haides moustrañ war e imor ha lezel anezhi da vont kuit. Paouez a reas Demeter a ouelañ neuze.

Met evel ma oa o vont kuit da Eleusis, unan eus liorzherien Hades, anvet Askalafos, a lavaras dezhañ he doa kutuilhet ur greunaval ha debret seizh greunenn anezhañ (lod all a gont e oa bet Hermes e-unan o rediañ Persefone da zebriñ ur c'hreunenn). Ret e voe dezhi bevañ en Ifernioù hiviziken. Gourdrouz a reas Demeter paouez adarre da lakaat ar plant da greskiñ avat. Kinnig a reas Zeus e chomje he merc'h en Ifernioù e-pad c'hwec'h miz bep bloaz, war-dro he gwaz, he doa desket karout, hag ez afe davet he mamm e-doug peurrest ar bloavezh da sikour an hini gozh e-pad labourioù tenn an nevezamzer hag an hañv.
A-hed ar mizvezhioù yen eta e vez Persefone gant he gwaz en Ifernioù, ha trist he mamm, ken e vez sec'h an douar ha difrouezh.

Seblantout a ra Persefone bezañ pleget da chom rouanez an Anaon, rak hervez ar mojennoù e vez a-du gant he gwaz atav. Ne roas bugel ebet dezhañ avat ; diskouez a ra bezañ kriz ha kalet a galon.

Persefone hag Adonis

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur paotr yaouank, Adonis e anv, a oa ken koant ma oa sot Afrodite gantañ. Lazhet e voe Adonis, ha ret dezhañ diskenn d'an Ifernioù evel an holl dud varv. Eno e plijas meurbet da Bersefone. Afrodite avat ne oa ket evit gouzañv marv he muiañ-karet, dreist-holl pa wele eben gantañ en he lec'h. Ma'z eas da c'houlenn skoazell digant Zeus.
Ret e oa barn, barnet e voe : diwar neuze e rankas Adonis chom en Ifernioù e-doug un drederenn eus ar bloaz, ha mont da vevañ gant Afrodite un drederenn all. Evit ar peurrest, graio a garo.

Persefone ha Zeus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-hervez he doa ganet Persefone ur mab a oa bet engehentet gant Zeus. Sabazios, doue an heol, a reer anezhañ a-wezhioù, Zagreüs a reer ivez. Hennezh a voe atahinet, distrujet ha dasorc'het hervez kredennoù an Orfegezh.

Ur perzh bras he doa Persfone e lidoù un toullad kêrioù, evel Eleusis, Thebai ha Megara, hag ivez e Sikilia hag en Arkadia.

Mard eo doueez an Ifernioù eo Persefone, eo arabat ankouaat eo da gentañ, pe a-orin da vihanañ, doueez an edeier evel he mamm Demeter.

Gant tud Hellaz kozh e oa liammet frouezhusted an douar ouzh ar marv. En deñvalijenn e veze miret an had e-pad an hañvezh, a-raok an here. An distro d'ar vuhez goude an douaridigezh eo a zo aroueziet gant mojenn Persefone, skrapet ha daskoret, ar pezh a c'hanas lidoù kevrinoù Eleusis. Evit ar feizidi e oa distro an doueez war an douar ur bromesa wirion e-keñver o dasorc'h-i.

Lidet eo mojenn Persefone e kevrinoù Samothrake, hag hevelebekaet eo ouzh an doueez Aksiokersa.

Persefone en arzoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrapadenn Persefone,
bez Aigeai, Hellaz, 340 kent J.-K.
Skrapadenn Proserpina,
Rembrandt van Rijn, c1632

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.