Emgann Camlann
Emgann Camlann | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
"Penaos e voe lazhet Mordred gant Arzhur" Arthur Rackham, 1917 | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Arzhur | Mordred | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Arzhur† | Mordred† | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Kolloù | |||||||
Dianav | Dianav |
Emgann Camlann, Brwydr Camlan e kembraeg, eo bet emgann diwezhañ ar roue Arzhur hervez ar vojenn. E Camlan e voe lazhet pe gloazet d'ar marv.
Dre ma'z eo mojennel an holl zanevelloù eus an emgann n'eo ket sur ez eus bet eus an emgann-se. Meneget eo en Annales Cambriae avat, ma kaver an arroudenn-mañ evit ar bloaz 537 :
Gueith camlann in qua Arthur et Medraut corruerunt.
"Emgann Camlann ma varvas Arzhur ha Mordred ennañ."
Istorel eo an dud meneget gant an Annales Cambriae, hag anavezet dre andonioù arall, ar pezh a zamveneg ez eus bet un emgann e Camlan hag e varvas brezelourien brudet, Arzhur ha Mordred o anv. Diaes eo lârout muioc'h avat, ha marteze zoken e stourmas Arzhur ha Mordred en hevelep tu.
Lec'hiadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dianav eo lec'hiadur an emgann, met meur a vartezeadenn zo bet kinniget gant ar glaskourien:
- Queen Camel e Somerset, nepell diouzh Kreñvlec'h Cadbury, a vije bet Kamelot hervez lod tud ; gwirheñveloc'h eo e oa kêr-benn ur roue bennak eus Dumnonia;
- Birdoswald pe Castlesteads (Camboglanna ar Romaned), Cumbria, war Moger Hadrian;
- ribl ar stêr Gamel, e Kernev-Veur;
- ribl ar stêr Gamlann en Eifionydd e Kembre;
- Camlann e-kreiz Bro-Skos.
Hervez Le Morte d'Arthur, gant Thomas Malory, edo an dachenn-emgann e Hampshire, er su d'ul linenn Southampton – Bournemouth (Dorset) :
And then King Arthur drew him with his host down by the seaside, westward toward Salisbury, and not far from the seaside;
"Ha neuze e tiskennas ar roue Arzhur a-hed an aod, war-du ar c'hornôg ha Salisbury, ha nepell diouzh an aod ;"[1]
Pegoulz ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 537, hervez Nennius, hag Annales Cambriae;
- 541, hervez Annales Tigernach;
- 542, hervez Jafrez Menoe
An emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar vojenn e krogas an emgann pa dennas e gleze er-maez da lazhañ ur wiber. Un dorridigezh eus an arsav e oa, hag an daou lu a argasas an eil egile. E-kerzh an emgann e voe gloazet Arzhur en un doare marvel gant Mordred, a voe lazhet war an tach gant ar roue.
Hervez an hengoun kembreat e voe abeg an emgann un tabut etre gwreg Arzhur, Gwenivar hag he c'hoar Gwenhwyfach. Hervez Hector Boece avat e vefe tec'het Gweniver gant Mordred ha d'he c'hastizañ en defe brezelet Arzhur outañ. Hervez an hengoun-se e vefe bet trec'h Arzhur.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Thomas Malory, Le Morte d'Arthur, levrenn XXI, pennad III.
Emgannoù Arzhur |
---|
Agned | Badon | Bassas | Breguoin | Camlann | Castell Guinnion | Coit Celidon | Dubglas | Glein | Tribruit | Urbs Legionis |