Emgann Bassas
Neuz
| Emgann Bassas | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
Stlapet Kaledvoulc'h en dour gant Sir Bedivere[1] | |||||||
| |||||||
| Emgannerien | |||||||
| Brezhoned | Dianav | ||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Arzhur | Dianav | ||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
| Dianav | Dianav | ||||||
| Kolloù | |||||||
| Dianav | Dianav | ||||||
Ar c'hwec'hvet eus an daouzek emgann bet gounezet gant Arzhur hervez Nennius en e Historia Brittonum (pennad 56) eo Emgann Bassas.
Nennius ne skriv netra war e zivoud estreget e c'hoarvezas e-kichen ur stêr ; amsklaer ivez eo piv e oa enebour Arzhur.
Meur a vartezeadenn zo bet kinniget a-zivout lec'hiadur "Bassas" ha broadelezh enebour Arzhur.
- Camas Lang, e-kichen Glasgow, Bro-Skos ("Cambuslang" e saozneg) ;
- Bass Rock, un enez a-vaez da Linne Foirthe ha Bearaig a Tuath ("North Berwick"), Bro-Skos.
- Mar c'hoarvezas Emgann Bassas e norzh Preden ez eo gwirheñvel e stourmas Arzhur ouzh ur penn-brezel brezhon pe bikt, pe ouzh Angled Bernicia.
- Baschurch, e Shropshire, Bro-Saoz ("Eglwyssau Bassa" e kembraeg).
- Mar c'hoarvezas an emgann e Shropshire ez eo gwirheñveloc'h e oa enebourien Arzhur deuet eus East-Anglia pe zoken eus Kent.
- Old Basing, e Hampshire, Bro-Saoz.
- Neuze ez eo kentoc'h ar Gewissae, bleiniet gant Cerdic Wessex marteze, hag a vije bet trec'het gant Arzhur.
- Charford, e Worcestershire, Bro-Saoz, a vije kentoc'h lec'h Emgann Natanleag.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Thomas Malory, Le Morte d'Arthur, levrenn XXI, pennad V.
| Emgannoù Arzhur |
|---|
| Agned | Badon | Bassas | Breguoin | Camlann | Castell Guinnion | Coit Celidon | Dubglas | Glein | Tribruit | Urbs Legionis |
