Penrith (Cumbria)
Neuz
Penrith zo ur gêr vihan hag ur barrez keodedel e Cumbria, e hanternoz Bro-Saoz. Emañ e traoñienn ar stêr Eden, nepell diouzh Park broadel al Lake District.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Soñjal a reer peurvuiañ ez eo Penrith un anv keltiek, met n'emañ ket an holl a-unvouezh evit displegañ an elfennoù a zo ennañ.
Evit lec'hanvadurourien zo[1],[2] e kaver ennañ an elfennoù kembraek, pe kumbriek pen (= penn) ha -rhyd (= roudouz).
Evit lod all, hag a lavar n'emañ ket Penrith en ul lec'h ma c'haller treuziñ ar stêr aes, e vefe savet diwar an elfennoù pen ha rhudd (= ruz)[3],[4].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ekwall, E (1947). The Concise Oxford Dictionary of English Place Names. Oxford, UK : OUP. 345 p.
- ↑ Mills, A. D. (1991). Dictionary of British Place Names. Oxford, UK : Oxford University Press. 366 p. ISBN 0-19-852758-6.
- ↑ Williamson, W. A. (1849). Local Etymology; or names of places in the British Isles, and in other parts of the world. 92 p.
- ↑ Lee, Joan (1998). Place Names of Cumbria. Carlisle, UK : Heritage Services. 65 p. ISBN 0-905404-70-X.