Annales Cambriae

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Annales Cambriae: ur bajenn eus an dornskrid A

Annales Cambriae ("Bloazdanevelloù Kembre") eo an anv roet d'un dastumad kronikoù latin savet e Kembre e-tro ar bloazioù 960-980, bodet e Tyddewi e Dyfed, e Kembre.
Enne e kaver meneg eus darvoudoù a c'hoarvezas estreget e Kembre peogwir ez eus anv ivez eus Iwerzhon, Bro-Skos, Kernev-Veur, Bro-Saoz ha broioù all.

Dornskridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp dornskrid zo eus Annales Cambriae :

  • A, miret er British Library, e Londrez (MS. Harley 3859, folios 190r-193r)
  • B, er Public Records Office, e Londrez (MS. E.164/1 (K.R. Misc. Books, Series I) p. 2-25)
  • C, er British Library, e Londrez (MS. Cotton Domitian A.i, folios 138r-155r)
  • D, Cronica ante aduentum Domini ("Kronikenn kent donedigezh an Aotrou"), e levraoueg an iliz-veur, en Exeter (MS. 3514, p. 523-528)
  • E, Cronica de Wallia ("Kronikenn Kembre"), er memes lec'h (p. 507-519)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]