Levr Gwenn Rhydderch
| Levr Gwenn Rhydderch | |
|---|---|
| Lennegezh ha Mojennoù | |
| Rummad lennegel | Dornskrid |
| Embannadur kentañ | war-dro 1350 |
| Lec'h | Kembre |
| Titl orin | (cy) Llyfr Gwyn Rhydderch |
| Yezh an oberenn | Krenngembraeg |
| Liammet ouzh | Levr Du Caerfyrddin ; Levr Ruz Hergest ; Mojenn Arzhur |
| Rann eus | Dornskridoù Peniarth |
| Miret e | Levraoueg Vroadel Kembre (niv. Peniarth MS 4, Peniarth MS 5) |
| Brudet evit | Mabinogi : Kulhwch hag Olwen |
Levr Gwenn Rhydderch ( Llyfr Gwyn Rhydderch e kembraeg) zo anv un dornskrid krenngembraek eus ar re bouezusañ, skrivet war-dro 1350, hag unan eus mammennoù ar Mabinogi.
Diwar rannyezh ar skrid e soñjer eo bet skrivet moarvat en abati Strata Florida (Ystrad Fflur) e Kembre, gant ur manac'h eus rouantelezh Deheubarth. Gouzout a reer e oa graet evit Rhydderch ab Ieuan Llwyd, eus Glyn Aeron, e Ceredigion, en deus roet e anv d'an dornskrid.
Kavout a reer ennañ meur a gontadenn, ar Mabinogion zoken (war-bouez Hunvre Rhonabwy ), ha skridoù all.
E dibenn ar Grennamzer e voe rannet an dornskrid e div levrenn, ar Peniarth 4 ha Peniarth 5, a zo miret abaoe deroù an XXvet kantved e Levraoueg Vroadel Kembre, en Aberystwyth.
Gant Levr Ruz Hergest, Levr Taliesin, ha Levr Du Caerfyrddin, eo unan eus teñzorioù al lennegezh kembraek er Grennamzer.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- J. Gwenogvryn Evans (), The White Book Mabinogion (Pwllheli, 1907).
- R.M. Jones (): J. Gwenogvryn Evans (), Llyfr Gwyn Rhydderch: Y Chwedlau a'r Rhamantau (Caerdydd, 1973).
- Parry, Thomas (1955), A history of Welsh literature.
- 'White Book of Rhydderch'. En Meic Stephens (Ed.) (1998), The new companion to the literature of Wales. Cardiff : University of Wales Press. ISBN 0-7083-1383-3.