Mont d’an endalc’had

Levr Ruz Hergest

Eus Wikipedia
Levr Ruz Hergest
Unan eus pajennoù Levr Ruz Hergest
Lennegezh ha Mojennoù
 Unaniezh Europa
Rummad lennegel Dornskrid ; Komz-plaen ; Barzhoniezh
Embannadur kentañ 1382
Lec'h Kembre
Titl orin (cy) Llyfr Coch Hergest pe Brut y tywysogyon
Titloù all (en) The chronicle of the princes : Red Book of Hergest ; (cy) Lludd a Llefelys
Yezh an oberenn Krenngembraeg
Liammet ouzh Levr Gwenn Rhydderch ; Mojenn Arzhur
Miret e Bodleian Library (niv. Jesus College MS 111)
Brudet evit Mabinogi : Kulhwch hag Olwen
Skrid Brut y Tywysogion e Llyfr Coch Hergest (kolonennoù 240-241)

Levr Ruz Hergest, pe Llyfr Coch Hergest hervez ar c'hembraeg, zo un dornskrid krenngembraek, skrivet war-dro 1350 hervez lod, etre 1382-1410 gouez da lod all, hag unan eus div vammenn ar Mabinogi. Komz-plaen koulz ha barzhoniezh zo ennañ.

Dont a ra anv an dornskrid eus liv ar c'hein anezhañ, e lêr ruz, hag eus Plas Hergest, e Herefordshire a oa e Marz Kembre gwechall gozh. Miret eo en Oxford, el Levraoueg vodleian, evit ar Jesus College (Oxford) (MS 111). Profet e oa bet gant Thomas Wilkins en 1701. Unan eus an dornskriverien e vije bet Hywel Fychan fab Hywel Goch eus Buellt. Gouzout a reer en doa labouret evit Hopcyn ap Tomas ab Einion (war-dro 1330 - goude 1403) eus Ynysforgan, Abertawe, ha marteze eo evit hennezh e oa an dornskrid.

Danvez an dornskrid

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Red book of Hergest. In Meic Stephens (Ed.) (1998), The new companion to the literature of Wales. Cardiff : University of Wales Press, (ISBN 0-7083-1383-3).
  • Parry, Thomas (1955), A history of Welsh literature. Troet e saozneg gant H. Idris Bell. Oxford : Clarendon Press.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]