Iarlles y Ffynnon

Eus Wikipedia
Owain tapet dindan ur barrad kazarc'h, e-kichen ar feunteun (skeudenn eus embannadur Mabinogion Charlotte Guest (eil embannadur, 1877)
Owain o saveteiñ al leon. Livadur tennet eus un dornskrid gallek.

Iarlles y Ffynnon (Itron ar Feunteun e brezhoneg), pe Owain, zo unan eus danevelloù ar Mabinogi kembraek, hag unan eus an teir danevell a ya d'ober skourr An Tri Romant, anv al lodenn eus ar Mabinogi a zo kaoz enne eus ar Roue Arzhur.

An Tri Romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peredur fab Efrawg ha Geraint ac Enid eo anvioù an daou romant all. An tri a gaver e daou zornskrid eus ar XIVvet kantved: Levr Gwenn Rhydderch ha Levr Ruz Hergest.

Dornskridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo dre daou zornskrid kozh: Levr Gwenn Rhydderch ha Levr Ruz Hergest, o-daou eus ar XIVvet kantved. Un darn eus an danevell a gaver ivez en un dornskrid arall anvet Jesus Colleg Oxford MS. XX, a zo er Jesus College en Oxford. N'eus nemet el Levr Ruz e kaver ar skrid en e hed.

Orin an danevell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a rafe dont eus ar romant gallek Yvain ou le Chevalier au lion gant Chrétien de Troyes, savet en eil hanterenn an XIIvet kantved, etre 1170 ha 1180. Tennañ a ra dezhañ.

Awenet eo bet krouer ar romant gant an istor hag ar roue brezhon Owain mab Urien, roue Rheged, en Hen Ogledd, er VIvet kantved.

Ar Mabinogi, pe Mabinogion, zo anezhe en anv-se abaoe ma voent troet hag embannet gant Charlotte Guest en XIXvet kantved.

Owain hag Yvain a oa, a soñjed gwechall, div dudenn deuet eus ur skrid all, ar memes hini, hogen kollet. Hiziv avat e kreder eo savet istor Owain war-eeun, pe dre hanterouriezh unan all, diwar barzhoneg Chrétien, gant elfennoù lec'hel ouzhpenn evit plijout da dud Kembre. Chrétien koulskoude en dije bet anaoudegezh eus skridoù pe mojennoù keltiek, rak elfennoù zo a seblant dont eus Buhez Sant Mungo (anvet ivez Kentigern), ur sant brezhon eus Strat Clut.

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet eo ar marc'heg Owein d'an Itron ar Feunteun. Met koll anezhi a ra pa'z a da glask ober taolioù-kaer ur marc'heg e-lec'h chom d'ober war he zro.


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kembraeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Les Quatre branches du Mabinogi et autres contes gallois du Moyen-Age traduit du gallois, présenté et annoté par Pierre-Yves Lambert, Éditions Gallimard, collection « L'aube des peuples », Paris, 1993, (ISBN 2-07-073201-0).

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]