Vortigern
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Prydain, Rouantelezh Powys |
Anv e yezh-vamm an den | Gwrtheyrn |
Titl noblañs | Roue |
Deiziad ganedigezh | 394 |
Deiziad ar marv | 454 |
Tad | Gwidol ap Gwidolin ap Gloyw Wallt Hir |
Pried | Rowena, Sevira |
Bugel | Katigern, Vortimer, Pasgen ap Gwrtheyrn, Faustus of Riez, Cyndeyrn ap Gwrtheyrn Gwrtheneu ap Gwidol ap Gwidolin |
Familh | Q4161886 |
Micher | penndiern, monark |
Strollad etnek | Brezhoned |
Present in work | Historia Regum Britanniae, Ecclesiastical History of the English People, Historia Britonum, De Excidio Britanniæ |
Vortigern (Guorthigern en henvrezhoneg, Gourziern e brezhoneg a-vremañ, Gwrtheyrn e kembraeg a-vremañ) a oa ur roue brezhon en Enez Vreizh er Vvet kantved. Peuzsur e oar ez eus bet anezhañ, met mojenn zo muioc'h en-dro dezhañ eget fedoù asur diwar e benn. Kontet e vez e en devoa pedet ar Saozon da ziazezañ en Enez Vreizh, evel goprsoudarded, met pa voent eno en em savjont da grouiñ o rouantelezhioù dezho. Kement-se a sachas gwall vrud dezhañ, ha kontet eo da vezañ bet ur roue eus ar re fallañ er mojennoù.
Istorioù Vortigern
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gweltaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sant Gweltaz an hini kentañ a ra anv eus Vortigern en e levr De excidio Britanniae (Diwar-bouez kouezhadenn Breizh) e deroù ar VIvet kantved.
Er pennad 23 e skriv penaos e reas "an holl guzulierien, a-gevret gant an tirant lorc'hus-se [omnes consiliarii una cum superbo tyranno] ur fazi bras o pediñ "ar Saozon kriz ha difeiz" da chom en Enez Vreizh.
Hervez Gweltaz e teuas ur strolladig anezho da gentañ, da ziazezañ e reter an enez, pedet gant an tirant gwallchañsus [infaustus]. Hag ar re-se a bedas muioc'h a genvroiz c'hoazh, ma kreskas o zrevadenn. Goude e c'houlennas ar Saozon ma vije kresket o goproù, pezh a voe nac'het, ha neuze e voe torret an emglev etreze hag ar Vrezhoned, hag int da stagañ da breizhata dre ar vro.
N'eo ket sklaer hag-eñ e voe meneget anv Vortigern gant Gweltaz. En embannadurioù saoznek zo ne vez ket meneget e anv. Koulskoude eo roet gant daou zornskrid. E Codex Abrincencsis, anavezet ivez evel Mommsen's MS. A (e levraoueg kêr Avranches MS. 162) (XIIvet kantved), meneg eus superbo tyranno Vortigerno; ha Mommsen's MS. X (Cambridge University Library MS. Ff. I.27) (XIIIvet kantved) meneg eus Gurthigerno Brittanorum duce. Pa weler eo meneget an anv gant Bede e c'haller krediñ e oa roet gant Gweltaz ivez.
Hervez an toulladig munudoù roet gant Gweltaz e c'haller soñjal en dije klevet an istor (pe eñ pe marteze e gelaouer) gant Saozon.
- Pa gomz eus pegement a Saozon a deuas da gentañ e lavar e oant deuet gant tri cyulis "evel a reont eus bagoù-brezel". Sed aze moarvat ar c'hentañ ger saoznek skrivet.
- An eil tra eo hemañ: adlavarout a ra e oa bet diouganet [d'ar Saozon] gant un diouganer en o zouez e vije dalc'het gante ar vro a oant o vont dezhi e-pad tri c'hant vloaz, hag an hanter eus an amzer, da lavarout eo kant hanter-kant vloaz, ne rafent nemet preizhata.
Kement-se n'hall ket bezañ bet lavaret nag ijinet gant ur Roman pe ur Brezhon.
Gwech ebet ne lavar Gweltaz e oa ur roue eus Vortigern. Un tirant eo (tyrannus), emezañ, met n'eo ket eñ an hini zo pennkaoz d'ar bedadenn graet d'ar Saozon. Er c'hontrol: ur c'huzul zo en-dro dezhañ, hag a c'hallfe bout ur gouarnamant gant dileuridi eus ar c'heodedoù (civitates), pe rannvroioù. Ne lavar ket Gweltaz e oa fall, met gwallchañsus (infaustus), dic'houest da varn, pezh a c'haller kompren, pa ziskouezas ar c'hoprsoudarded-se bout tud disleal.
Nec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kement ger skrivet gant Gweltaz zo bet pouezet ha dibouezet gant an istorourien evit klask gouzout hiroc'h.
Un dra a nec'h anezho eo ar ger implijet evit komz eus goproù ar Saozon (annonas, epimenia), da c'houzout hag-eñ e oant gerioù hervez ar gwir implijet er feurskridoù gant foederati, evel ma veze graet e dibenn amzervezh an Impalaeriezh roman da gavout soudarded e-touez ar Varbared da zifenn harzoù an impalaeriezh. N'ouzer ket hag-eñ e oa tud, anezho o-unan, a rae kemend-all.
Un dra nec'hus all d'an arbennigourion eo ar gerioù "e tu reter an enez": daoust pe aod Kent, pe East Anglia, pe Northumbria? Pe daoust ha strewet e oa ar Saozon un tamm e pep lec'h a-hed an aod reter?
Bede
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ hini a zalc'has kont eus skrid Gweltaz eo Bede, a vez istimet bras gant an istorourien a vremañ dre ma oa desket ha gouest da varn. Met an dra-se ne vern ket kalz pa gomz Bede eus ar Vvet ha VIvet kantved, eñ un den eus an VIIIvet kantved. Tost ger ha ger e kemer frazennoù Gweltaz en e Historia Ecclesiastica Gentis Anglorum ha De Temporum Ratione.
Historia Brittonum
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet eo an Historia Brittonum (Istor ar Vrezhoned), war gont un den anvet Nennius, manac'h eus Bangor, e Rouantelezh Gwynedd, e Kembre. Dastumet e oa bet an danvez anezhañ e deroù an IXvet kantved. "Nennius" eo an den kentañ a zuas brud Vortigern, a zo meneget koulskoude e lignez meur a dierniezh roueel kembreat. Tamallet e vez gwadorged da Vortigern (fazi moarvat diwar droukveskañ anvioù Vortigern ha Vortipor, tamallet a torfed -se dezhañ gant Gweltaz), bout torrer e le, treitour, karout ur baganez, ha sioù ha gwalloberoù a bep seurt, evel bout lorc'hus.
Vortigern el lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavet eo William Henry Ireland evel falser hag oberour falsdornskridoù, diwar zorn William Shakespeare hervezañ. Kavet en doa, emezañ, ur pezh kollet anvet Vortigern and Rowena, a voe c'hoariet e Drury Lane d'an 2 a viz Ebrel 1796. Evel ma oa anat diouzh an doare-skrivañ n'halle ket bezañ labour Shakespeare, ha goapaet e voe ar pezh adalek ar c'hoariadenn gentañ[1]. Kement-se zo bet kontet er romantThe Lambs of London diwar zorn Peter Ackroyd e 2004.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Myles Dillon, Nora Kershaw Chadwick, Christian-Joseph Guyonvarc'h ha Françoise Le Roux, Les Royaumes celtiques, Éditions Armeline, Kraozon, 2001, ISBN 2-910878-13-9
- Christian Y. M. Kerboul, Les Royaumes brittoniques au Très Haut Moyen Âge, Éditions du Pontig / Coop Breizh, Speied, 1997, ISBN 2-84346-030-1
- Ifor Williams, ‘Hen Chwedlau', e-barzh Trans. Cymm., 1947.
En e raok: Constans |
Roue Enez Vreizh hervez ar vojenn)
|
War e lerc'h: Vortimer |
En e raok: Vortimer |
Roue Enez Vreizh (hervez ar vojenn) Gwrtheryn ??? Eil ren |
War e lerc'h: Ambrosius Aurelianus |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Vortigern Studies, ul lec'hienn saoznek dediet d'ar marevezh istorel-hont en Enez Vreizh
- Levraoueg Vroadel Kembre
|