Katigern
Katigern, pe Catigern Fendigaid (Katigern Venniget) hervez e lesanv, pe Cadeyrn Fendigaid pe Cadeyrn ap Vortigern e kembraeg a-vremañ (405? - 447) a oa ur roue brezhon er Vvet kantved, e Powys moarvat.
E anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo e anv diwar kad, ha "tigern" (tiern).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roue Powys e oa, ha hervez Historia Brittonum Nennius, e oa eil mab Vortigern ("Gwrtheryn" e kembraeg). Moarvat e oa dindan e dad a oa roue meur e kreisteiz Enez Vreizh. Benniget e oa bet gant Jermen Auxerre, eskob Auxerre e Galia, pa oa deuet d'ober e gentañ tro da Enez Vreizh en 429. Eus ar bennozh-se eo e teuas dezhañ e lesanv Catigern Fendigaid.
En 447, en em savas e vreur Vormiter a-enep e dad, ha Katigern (Cadeyrn) an hini a gasas arme o zad a-enep an emsavad.
Hervez Historia Brittonum bepred, ha hervez ar C'hronik angl ha saoz e vije bet lazhet gant ar Saozon, er memes emgann hag ar priñs saoz Horsa, en Emgann Aylesford e Kent war-dro 455. Beziet e vije bet nepell diouzh liaven Kit's Coty House, pe e-barzh al liaven end-eeun hervez ar vojenn.
A-wechoù e vez kemmesk etrezañ hag e vab Cadell, pe Cadell ap Cadeyrn hervez ar c'hembraeg a-vremañ, lesanvet Cadell Ddyrnllwg, a voe roue war e lerc'h.
Marteze en doa ur mab all, Rhyddfedd Frych, pe Rhyddfedd ap Categern.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e raok: Vortigern ("Gwrtheryn") |
Roue Powys ) 430 - 447 |
War e lerc'h: Cadell Ddyrnllwg |
|