Cadell Ddyrnllwg
Cadell ap Cadeyrn (430? - ?) pe Catullus en saozneg evel en latin, lesanvet Cadell Ddyrnllwg (lugernus e zorn) a oa roue Powys, e reter Kembre a vremañ, war-dro kreiz ar Vvet kantved.
Mab e oa d'ar roue Katigern, lesanvet Katigern Venniget, met ne renas ket diouzhtu goude marv e dad, a voe lazhet en 447 e-kerzh emsavadeg ar Saozon renet gant e vreur Vortimer. Reuz a oa dre greisteiz Enez Vreizh hag e Powys ivez. Arsailhet e voe rouantelezh Powys gant preizherien eus Iwerzhon, ma rankas Cadell mont da vevel ur pennad gant Benlli, ur pennkadour iwerzhonat.
Hervez ar vojenn e voe saveteet gant sant Jermen da goulz e eil beaj da Enez Vreizh war-dro 450. Deuet e oa ar sant galian da gêr-benn Powys da avielañ paganed Iwerzhon. Degemeret e voe gant Cadell, a oa bet benniget e dad gant Jermen e-kerzh e gentañ beaj en 429.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aliet e voe gant ar sant da lakaat e dud da vont e-maez kêr. Ha neuze e kouezhas ar c'hurun war ar palez ha tan a grogas e kêr ma voe lazhet ar baganed. Goude e c'hallas Cadell adkemer penn e rouantelezh.
War a seblant e oa bet savet ar vojenn da gadarnaat galloud an Iliz, met un diaz istorel bennak a c'hallfe bezañ dezhi.
Dimeriñ a eure Cadell d'ar briñsez Gwelfyl, merc'h d'ar roue Brychan, roue Brycheiniog. Un toullad bugale o doe, hag e vab Cyngen an hini a voe roue war e lerc'h.
N'ouzer ket e pe vloaz e varvas.
En e raok: Katigern |
Roue Powys ) 430 - 447 |
War e lerc'h: Cyngen |