Jermen Auxerre

Eus Wikipedia

Jermen Auxerre (Garmon e kembraeg), ganet war-dro 378 en Auxerre, e Galia, ha marvet d'an 31 a viz Gouhere 448 e Ravenna (Italia) a oa un eskob galian er Vvet kantved hag ur politikour a bouez bras en e amzer .

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud a renk uhel e oa e dud, ha desket mat e voe. Gouarnour e voe, en Arvorig marteze, hag e lec'hioù all.
Dont a reas da vout kristen, hag anvet e voe da ziagon gant an eskob Amator. Eskobet e voe e 418, war-lerc'h marv Amator, rak dibabet e oa bet gant an eskob kozh en desped dezhañ hervez ar vojenn. Stourm a reas ouzh ar belagiegezh gant e geneil Hilarius, arc'heskob Arle. Klevout a reas e oa en Enez Vreizh un den anvet Agricola, mab d'un eskob, hag a oa krog da vrudañ an disivoud er vro. Ur sened-eskibien a voe bodet e Troyes ha dibabet e voe kas Jermen ha Loup Troyes da Vreizh da enebiñ ouzh ar belagiz, da virout na zirannje Iliz Breizh diouzh hini Roma ha na zistaolje kelennadurezh Sant Aogustin diwar-benn grasoù Doue.

En Enez Vreizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech ez eas da Enez Vreizh da stourm ouzh an disivoud.

Diskibien e-leizh en doe, ha darn anezho (Iltud, Brieg, Gweltaz) zo anavezet evel sent vrezhon Arvorig.
Lod a wel e Jermen Auxerre orin istorel donedigezh menec'h Enez Vreizh da Arvorig, ha da-heul, krouidigezh Breizh.

E vez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a eure e Ravenna, kêrbenn an Ostrogoted da neuze, e miz Gouhere 448 pe 449. Kaset e voe e gorf, evel en doa goulennet, da Auxerre en-dro. Pemp plac'h yaouank a voe dibabet da vont da-heul an arched: Pallaye, Magnance, Procaire, Camille ha Maxime. Skuizhet meurbet gant ar veaj ne dizhjont ket ar pal, ha mervel a eurejont war an hent. O anv zo bet roet da veur a gêriadenn, evel Sainte-Magnance, Sainte-Pallaye e departamant an Yonne .
E-lec'h ma voe beziet e voe savet abati Saint-Germain gant ar rouanez Klotilda, gwreg ar roue frank Klovis. Pa voe kavet e gorf divrein bloavezhioù war-lerc'h e voe miret en iliz abatiel. Distrujet e voe gant an Hugunoded e 1567.

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo e vuhez a voe skrivet gant Constantius Lyon, war-dro 480. Hennezh a oa keneil da'n eskob Lupus a oa gant Jermen en Enez Vreizh.

E Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Constantius of Lyon: The Life of St. Germanus of Auxerre, eds. Thomas Noble and Thomas Head, translators, in: Soldiers of Christ: Saints' Lives from Late Antiquity and the Early Middle Ages, (Pennsylvania State University Press, 1994), pp. 75–106.
  • F.R. Hoare, The Western Fathers (New York: Harper Torchbooks, 1965). pàgs. 283-320.
  • Article de la Catholic Encyclopedia
  • E.G. Bowen, The Dedications of the Celtic Saints in Wales.
  • E.A Thompson, Saint Germanus of Auxerre and the End of Roman Britain (Woodbridge, 1984).
  • I.N. Wood, The End of Roman Britain: Continental Evidence and Parallels, M. Lapidge & D. Dumville ed. Gildas: New Approaches (Woodbridge, Suffolk ; Dover, New Hampshire, 1984), pàgs. 1 – 25.
  • E.A Thompson, Saint Germanus of Auxerre and the End of Roman Britain (Woodbridge, 1984).
  • I.N Wood, ‘The End of Roman Britain: Continental Evidence and Parallels’, in M. Lapidge & D. Dumville ed. Gildas: New Approaches (Woodbridge, Suffolk ; Dover, New Hampshire, 1984), pp. 1 – 25.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]