Amator
Amator, pe Amadour hervez ar galleg, pe Amatre, a oa ur beleg kristen galian, eskob Auxerre eus 388 betek e varv d'ar 1añ a viz Mae 418. Jermen Auxerre an hini a voe eskob war e lerc'h. Lidet e vez d'ar 1 a viz Mae. Stag eo e anv ouzh Rocamadour.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa d'ur marc'hadour pinvidik, anvet Proclidius, ha d'e bried Isiciole, eus Autun. Ur paotr desket e oa, troet gant ar relijion gristen.
Dimezet e voe d'ur vaouez deol eus Langres, anvet Marta, pe Marthe, evit ober plijadur d'e dud. Benniget e voe an eured gant Valérien, eskob Auxerre.
Goude an eured e tivizas an daou bried bevañ evel breur ha c'hoar. Mont a reas Marthe da leanez hag Amator da veleg.
E 388 e voe anvet da eskob Auxerre betek e varv 30 vloaz goude. Peurgristenaat a reas ar vro ma chome paganed c'hoazh.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Saint Patrick's Saint Index: Amator
- (en) Catholic Online: St. Amadour
- (fr) Cathédrale Saint-Étienne (Image of St. Amadour)