Pleiben
Pleiben | ||
---|---|---|
An iliz katolik gant he c'hloz-iliz. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Pleyben | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kastellin | |
Kanton | Pleiben (betek 2015) Brieg (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29162 | |
Kod post | 29190 | |
Maer Amzer gefridi | Annie Le Vaillant 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Pleiben-Kastellin-Porzhe | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz-Breizh | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 579 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 47 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 14 m — brasañ 176 m | |
Gorread | 76,04 km² | |
kemmañ ![]() |
Pleiben a zo ur gumun e Bro-Gerne hag e kanton Brieg e departamant Penn-ar-Bed. Penn kanton e oa betek 2015. Er vroig Bidar emañ.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pleiben en em astenn etre ar Stêr Aon (pe « ar ganol ») e tu ar su hag an Dourdu (Doufine) en norzh.
- Ar stêrioù Doufin ha Riwal a gember etre Lopereg, Brasparzh ha Pleiben.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rannet : ouzh 1 en sabel e arbenn buoc'h en aour ouzh kab ; ouzh 2 en glazur e danvouezenn ed en aour ouzh beg ; e wifrell en argant balirant karget gant teir brizhenn erminig en sabel.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Tranvoez e anv, ha Guezengar, kure[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1915: fuzuilhet e voe ur soudard bet ganet (pe er C'hastell-Nevez) hag o chom e Pleiben gant al lu gall d'ar 15 a viz C'hwevrer 1915 e Proven (Flandrez Belgia).
- 1916: fuzuilhet e voe ur soudard bet ganet er gumun gant al lu galld'ar 5 a viz Mezheven e Sainte-Menehould (Bro-C'hall).
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Jermen (XVIvet kantved) e kreiz ar c'hloz-iliz.
- Kalvar.
- Chapel an Dreinded.
- Chapel Lanneleg.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 28 skoliad (8,3% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
- D'an 8 a viz Genver 2021 e oa bet votet emezelañ d'ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun. Al live 1 oa bet roet d'ar gumun.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1695 ː Charles-Guy Le Borgne de Kermorvan, bet vikel bras eskopti Leon, hag eskob Treger eus 1746 da 1761.
- 1881 : Yann ar Floc'h, skrivagner brezhonek.
- 1888: Yves Gaonac'h, ganet d'ar 17 a viz Eost er er C'hastell-Nevez hag o chom e Pleiben, soudard en 3e Batailhon Kerzhet Troadegiezh skañv Afrika, fuzuilhet gant al lu gall d'ar 15 a viz C'hwevrer 1915 e Proven (Flandrez Belgia) evit «dilez post dre emvuturgn» ha «dizerterezh en estrenvro»[3]; douaret eo e bered-veur al lu gall en Ablain-Saint-Nazaire (departamant Pas-de-Calais ,Bro-C'hall)[4].
- 1889: Guillaume Bernard, ganet d'an 29 a viz Ebrel, soudard er 64vet rujumant war-droad, fuzuilhet d'ar 5 a viz Mezheven 1916 e Sainte-Menehould evit «ravolt»[5].
- 1897 : Yeun ar Gow, skrivagner brezhonek.
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1936 : Yann ar Floc'h, skrivagner brezhonek.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 44
- ↑ [1]
- ↑ Mémorial GenWeb
- ↑ [2]