Dourdu (Doufine)
Dourdu | |
---|---|
E traoñ Pont-Nevez, e Pont-ar-Veuzenn | |
Bro | Breizh |
Departamant | Penn-ar-Bed |
Diazad stêrioù | Stêr Aon |
Gorread an diazad | 138 km² |
Andon • Uhelder |
Roc'h Kleger Brasparzh ~ 260 m |
Hirder | 26 km |
Kas keitat | 3,2 m³/s Sant-Segal |
Adstêrioù • Dehoù • Kleiz |
Stêr Riwal Dourdu |
Kember | Stêr Aon (dehoù) Roskoad Pont-ar-Veuzenn |
An Dourdu (e galleg Doufine, a-wechoù Douffine pe Douphine) zo ur stêr eus Kerne, anvet ivez gwazh Pont-ar-Veuzenn. 26 km hed zo dezhi.
Adstêr eo d'ar stêr Aon war he lez dehoù.
Ar stêr he daou anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-viskoazh, e-giz "an Dourdu" eo bet anvet ar stêr gant tud ar vro. Padal un dra dic'hortoz a zo c'hoarvezet pa oa deuet ezhomm d'ober gant ar galleg. War un tu, kavet e vez skridoù gallek, ofisiel zoken, a ra c'hoazh gant an anv brezhonek, merket meur a wech "Dourduff" er mod kozh. Da skouer, tresadoù savet gant burevioù meilh-boultr Pont-ar-Veuzenn (e 1843 hag e 1884) a ziskouez an "Dourduff" e-kreiz an uzin[1]. Pe c'hoazh, e 1903, un diviz digant kuzul-kêr Sant-Segal (Pont-ar-Veuzenn a zo bet darn eus Sant-Segal betek 1948) : "rectification du chemin venant de la (sic) Dourduff à la gare de Pont-de-Buis"[2].
Eus un tu all, ken abred ha kartenn Cassini (war-dro 1780) e kaver an anv Doufine. Ha buan a-walc'h eo deuet ar vrezhonegerien d'ober e galleg un droidigezh war ar prim d'an anv Doufine. Roet eo bet an anv La Douphine d'ur sendikad e Brasparzh (teuzet hiziv e-metoù Triskalia). A-hend-all chomet eo an anv Dourdu, e galleg zoken, gant un adstêr eus an tu kleiz d'an Dourdu-Doufine, o tont eus Lokeored hag o c'hoari an harz etre Brasparzh ha Lannedern.
Abaoe miz Mae 2010 e vez gant pomperien-vor Brest ul lestr-rekour nevez anvet Douffine : roet eo bet an anv d'ar vag-strimpiñ dre ma tremen ar stêr dre meilh-boultr Pont-ar-Veuzenn, e-lec'h ma c'hoarvez gant ar bomperien mont war sikour.
Ne vez graet gant Doufine nemet e galleg : den ne oar mat pelec'h eo bet diskoachet an anv met aner e vefe, hep mar, klask dezhañ gwriziennoù keltiek (gwelit koulskoude amañ dindan : An anv). Sed aze ur fed a yezhoniezh sosial dibar a-walc'h.
Nevez zo, eo bet kinniget gant Ofis ar Brezhoneg brezhonekaat an anv e-giz "An Doufin" (kartenn vrezhonek an Ofis, ha panell war an hent-tizh eus Kemper da Vrest, dres el lec'h m'en em daol an Dourdu er Stêr Aon).
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diaes gwelout an anv-gwan "du" e-barzh, met ur stumm kozh eus "don", a zo dwfn e kembraeg, e c'hellfe bezañ.
Kumunioù douret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brasparzh (andon),
- Pleiben,
- Lopereg,
- Sant-Segal ha Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h (kember).
Dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brudet eo an Dourdu e-touez ar besketaerien evit an dluzh gouez (fario)[3]. Magerezhioù dluzhed a gaver ivez a-hed ar stêr.
- Enklaskoù ez eus bet en draonienn e Lopereg war-lerc'h gwazhennoù aour[4]. Fonn istimet : 4 zonenn aour.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Alain Darney, 1688/1988, La Poudrerie de Pont-de-Buis, Trois siècles d'histoire au bord de la Doufine, embannet gant an embregerezh.
- ↑ e : Frère Emile Pennec, Saint-Ségal, Petite commune rurale
- ↑ S.o. https://www.peche-en-finistere.fr/index.php/la...2/.../la-douffine
- ↑ Gwelet https://web.archive.org/web/20160304231225/http://sigminesfrance.brgm.fr/telechargement/substances/au.pdf.