Proven
Lec'hiadur Proven e Kumun Poperinge hag e Belgia | |
Riez | ![]() |
Rannvro | ![]() |
Proviñs | ![]() |
Arondisamant | Veurne |
Kumun | Poperinge |
Kod post | 8972 |
Kod pellgomz | 057 |
Gorread | 13,10 km2 |
Hed | 02° 39' 27Reter |
Led | 50° 53' 25Norzh |
Uhelder | .. m |
Poblañs hep kontoù doubl | 1 366 (01.01.2007) |
Stankter | 104 a./km² |
Proven en izelvroeg, Proovn e flandrezeg kornôgel, a zo ur rann-gumun e Flandrez Belgia e rannvro Westhoek hag e proviñs Kornôg-Flandrez. Ur gumun e oa gwechall; gant lezenn 1977 eo bet lakaet e kumun Poperinge.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Daou soudard breizhat a voe fuzuilhet er gumun gant al lu gall e 1915, unan d'an 10 a viz C'hwevrer, egile d'ar 4 a viz Gouhere.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Henri Camenen, ganet d'ar 17 a viz Even 1885 en Oriant, soudard er 4 Batailhon Kerzhet Troadegiezh skañv Afrika, barnet d'ar marv d'an 9 a viz C'hwevrer 1915 evit bout dilezet e bost ha dizertet a-dal d'an enebour div wezh, bet fuzuilhet d'an 10 a viz C'hwevrer 1915[1].
- Yves Gaonac'h, (skrivet Goanach gant an arme), bet ganet d'ar 17 a viz Eost 1888 er C'hastell-Nevez hag o chom e Pleiben, soudard en 3 Batailhon Kerzhet Troadegiezh skañv Afrika, fuzuilhet gant al lu gall d'ar 15 a viz C'hwevrer 1915 e-pad ar Brezel-bed kentañ, evit «dilez post dre emvuturgn» ha «dizerterezh en estrenvro»[2]; douaret eo e Bered-veur al lu gallen Ablain-Saint-Nazaire (departamant Pas-de-Calais,Bro-C'hall)[3].