Mont d’an endalc’had

Charles-Guy Le Borgne de Kermorvan

Eus Wikipedia
Poltred en iliz-veur Landreger

Charles-Guy Le Borgne de Kermorvan (Pleiben, 12 Genver 1695 – Landreger, 30 Gwengolo 1761) a zo bet eskob Treger eus 1746 da 1761.
Trede mab e oa da Jakez ar Borgn, aotrou Kermorvan ha da Catherine ar Borgn, merc'h Gui ar Borgn, aotrou Treuscoët, ha Soazig Legendre.

En glazur e zri hucher en aour

Mont e reas da vezañ vikel-vras eskopti Leon evit ar vrezhonegerien, o vezañ brezhoneger e-unan. Degouezhout e reas goude da vezañ vikel-vras evit eskopti Treger.
E deroù 1746 e voe anvet da eskob Treger goude François-Hyacinthe de la Fruglaie de Kerver. Sakret e voe gant arc'heskob Pariz, Jacques Bonne-Gigault de Bellefonds, d'an 11 Gouere 1746.
Derc'hel e reas gant e garg eskob, daoust ma oa bet tapet gant seizi. An hini diwezhañ eus eskibien Treger eo bet da vervel en iliz-veur Landreger ha da vezañ sebeliet eno.

Joseph Dominique de Cheylus a zo deut war e lerc'h.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960