Mont d’an endalc’had

Hlotilde

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Klotilda)

Hlotilde, pe Chrodechild, pe Klotilda (war-dro 474 - war-dro 545, Teurgn ) a oa ur rouanez frank, pried d'ar roue Hlodwig Iañ.

Dont a ra hec'h anv eus ar gerioù germanek "hlod" (« gloar »)) ha "hild" , « emgann »). Ganet e oa marteze e Vienne, Montmirey-Le-Chateau, Lyon pe Genève, ha mervel a reas e Teurgn war-dro 545. Ur briñsez vurgond a oa anezhi. O timeziñ da Hlodwig e teuas da vout Rouanez ar Franked. Dont a reas a-benn da gristenaat he fried.

Lakaet e voe da santez ur pennadig goude he marv, war-dro 550 pe 560.