Mont d’an endalc’had

Rouantelezh Kent

Eus Wikipedia
Rouantelezh Kent
bro istorel
Rann eusHeptarchy Kemmañ
Deiziad krouiñ450 Kemmañ
Relijion pe kredennAnglo-Saxon paganism Kemmañ
Yezh ofisielhensaozneg Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
Kêr-bennCanterbury Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°16′0″N 1°5′0″E Kemmañ
Office held by head of stateking of Kent Kemmañ
Korf lezenniñWitan Kemmañ
Yezh implijetyezhoù predenek Kemmañ
Deiziad divodañ871 Kemmañ
Map
Kent
Vvet kantved  825 Flag
Location of Rouantelezh Kent
Location of Rouantelezh Kent
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Hensaozneg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouidigezh Vvet kantved
 - Staget ouzh Wessex 825

Rouantelezh Kent ( e saozneg: The kingdom of the Kentish ha goude Kingdom of Kent; e hensaozneg: Cantaware Rīce; e latin: Regnum Cantuariorum), a oa ur rouantelezh angl-ha-saoz er Grennamzer, hag a glote he zachenn dre vras gant kontelezh Kent , e gevred Bro-Saoz, hiriv. Tennañ a ra e anv eus ar bobl vrezhon anvet Cantiaci, tud ar vro Ceint.

Krouet e voe war a seblant er Vvet kantved gant Juted hag unan eus ar rouantelezhioù angl-ha-saoz pouezusañ e voe betek ar VIvet kantved. Goude-se, dre ma oa rouantelezhioù galloudusoc'h en-dro dezhi, ez eas he levezon war zigresk ha goude hanterenn gentañ ar VIIvet kantved e teuas da vezañ sujet d'e amezeien, Essex ha da c'houde Wessex. En Xvet kantved e teuas da vout un darn eus Bro-Saoz.


Hervez Nennius hag ar C'hronik angl-ha-saoz e vefe bet krouet rouantelezh Kent gant Hengist hag e vab Horsa, daou goprsoudard german hag a vefe bet galvet gant Vortigern d'e skoazellañ da zifenn Preden ouzh ar Bikted. Roet en dije Vortigern Enez Thanet dezho hag euredet e vije neuze da Rowena, merc'h Hengist.

Goude m'o doa paouezet ar Vrezhoned d'e baeañ e vefe en em savet Hengist ha stourmet ouzh Vortigern hag e vab Vortimer en emgannoù Wippedesfleot, Aegelesthrep ha Crecganford war-dro 450. Divarrek e vefe bet ar Saksoned d'aloubiñ Preden a-bezh met mirout a reas Kent. Hervez Nennius en doa aozet Hengist ur banvez gant uhelidi Preden da sinañ ar peoc'h met o zrubardiñ a reas hag o lazhadegañ.

Difizius ez eo Nennius hag ar C'hronik angl-ha-saoz evit ar prantad-se, avat, hag heñvel-tre eo an danevell-se ouzh ar mojennoù germanek. Adkavout a reer, evit skouer, istor ar banvez en Niebelungenslied, gant Attila e perzh an trubard. Gwirheñvel eo mojennel pe damvojenell hag e oa kalz liesekoc'h istor savidigezh ar rouantelezh.

Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz e vefe bet Oisc Kent roue kentañ ar vro hag anezhañ e tenn an dierniezh e anv - an oiscingas. Gwirheñvel e voe furmet ar rouantelezh a-nebeudoù e fin ar Vvet kantved hag e deroù ar VIvet kantved gant goprsoudarded o-defe skrapet ar galloud digant an noblañs vrezhon.

Hogozik netra a anavezer diwar-benn istor Kent e-pad ar VIvet kantved met, war a seblant e oa unan eus ar rouantelezhioù pouezusañ ha pinvidikañ e Preden. E binvidigezh e tenne eus e zarempredoù gant ar Franked hag e-pad ar prantad-se e oa ar greizenn genwerzhel pennañ er vro. Kornôk ar vro, a oa e sevenadur sakson kentoc'h eget jut, a voe aloubet ha staget gant rouaned Kent er VIvet kantved, d'un ampoent n'anavezer ket. He feurheñvelder hag he sevenadur ispisial a viras ar rannvro hag un isrouantelezh e furmas alies evit hered ar gurun.

Abalamour d'e liammoù gant ar franked e voe Kent ar rouantelezh angl-ha-saoz kentañ gounezet d'ar feiz. E 597 ec'h erruas Sant-Aogustin er vro gant 40 manac'h hag ar pezh a yefe da vezañ arc'heskopti Canterbury a aozas.

Æthelbert Kent a voe gounezet d'ar feiz e 616. Unan eus ar rouaned angl-ha-saoz pouezusañ e oa war a seblant ha war un darn vras bro-Saoz en em astenne, ar pezh a lakaas Beda da reiñ an titl Brettwalda dezhañ. Aozañ a reas ul lezennaoueg, an hini gentañ e bro-Saoz.

Moneiz Eadbald
Moneiz Eadbald

Goude e varv ez eas war zigresk galloud Kent avat. Essex, a oa bet ur gwez dezhañ a adkavas e frankiz ha d'ar baganelezh e tistroas, ar pezh a viras an Iliz da lakaat e sez e Londrez evel ma venne. Kregiñ a reas ar rouantelezhioù arall da genwerzhañ gant ar c'hevandir ha da vihanoc'h ez eas perzh Kent. Goude 650 e oa aet war a seblant da sujet d'e amezeien. E 686 e voe aloubet gant Caedwalla Wessex a lakaas e vreur Mul Kent war an tron. Faezhet ha lazhet e voe gant un emsav e voe hemañ, avat ha daoust ma tistroas Caewalla da wastrañ ar rouantelezh e voe divarrek d'e aloubiñ adarre.

Mercia a aotrounie ar vro dre ur roue gwaz Oswine Kent war-dro 689 met ne renas hemañ nemet div vloavezh. Kaset kuit e voe gant Withred Kent a adsavas frankiz ar vro. E 694 e sinas ar peoc'h gant Wessex.

Ar roue meur diwezhañ e voe Withred. Goudezañ e voe renet Kent gant meur a roue alies, daoust m'o-doe an dra-se en un doare peoc'hek. E 764 ez eas ar vro da sujet da Offa Mercia. O zitl a viras rouaned Kent da gentañ met er bloavezhioù 770 ec'h esaeas Offa da ren ar vro gantañ e unanig. Abeg un emsavadeg e voe an dra-se ha trec'h e voe tud Kent, war a seblant, en un emgann e-kichen Otford e 776 ; Reiñ a reas an trec'h-se tro d'ar vro da chom frank un nebeud bloavezhioù rak, war a seblant, Egbert II Kent hag Ealhmund Kent a oa barrek da ren en un doare dizalc'h. Ne badas ket, avat, hag adsevel a reas e aotrouniezh Offa e 785.

Ouzh Mercia e chomas staget Kent eus 785 betek 796. Goude marv Offa, avat e tistroas her ar rouantelezh, Eadbert Praen ha mont a reas da benn d'adsevel ar vro e-pad div vloavezh. Faezhet e voe gant Coenwulf Mercia e 798. E vreur Cuthred Kent e plasas hemañ war dron Kent. Goude e varv e 807 e voe adstaget Kent ouzh Mercia.

Kent a voe adsavet war-dro 820 gant Mercia ha roet d'un isroue Baldred Kent. E 825 e voe faezhet Mercia gant Egbert Wessex en Emgann Ellendun ha gant hemañ e voe skrapet Kent. Diarbennet e voe Baldred ha staget e voe tachenn Kent ouzh Wessex. D'un darn eus isrouantelezh Æthelstan Wessex ez eas war-dro 839 met da Wessex e tistroas goude e varv.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]