Emgann Crecganford
| Emgann Crecganford | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
| Emgannerien | |||||||
| Brezhoned | Saozon | ||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Vortigern | Hengist Æsc | ||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
| Dianav | Dianav | ||||||
| Kolloù | |||||||
| Dianav | Dianav | ||||||
Emgann Crecganford zo un emgann mojennel hag a vije c'hoarvezet e 457, ma oa enebet ar Vrezhoned dindan Vortigern ouzh ar Saksoned renet gant Hengist.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo anavezet an emgann nemet dre un arroudenn eus ar C'hronik angl-ha-saoz :
Her Hengest 7 Æsc fuhton wiþ Brettas in þære stowe þe is gecueden Crecganford 7 þær ofslogon .iiiim. wera, 7 þa Brettas þa forleton Centlond 7 mid micle ege flugon to Lundenbyrg.
"Neuze e stourmas Hengest hag Æsc gant ar vrezhoned en ul lec'h anvet Crecganford. Eno e lazhjont 4 000 a dud. Dilezet e voe Bro-Gent gant ar Vrezhoned ha, mantret, war-du Londrez e tec'hjont kuit."
Trec'h e voe ar Saksoned war a seblant, ha barrek e voent da zerc'hel Rouantelezh Kent betek Emgann Wippedesfleot e 465. Un emgann-difenn e oa, avat, hervez John Morris (Piv eo ?), rak c'hwitet e oa bet an argadeg saoz war-du Londrez dija en Emgann Aegelesthrep.
| |||||
