Emgann Wippedesfleot
Emgann Wippedesfleot | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Brezhoned | Saozon | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Vortimer | Hengist, Aesc | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Kolloù | |||||||
Dianav | Wipped (?) |
Emgann Wippedesfleot a enebas ar Vrezhoned ouzh ar Saozon. N'eo anavezet nemet dre un aroudenn eus c'hronik angl-ha-saoz :
- 465: Her Hengest 7 Æsc gefuhton uuiþ Walas neah Wippedesfleote 7 þær .xii. wilisce aldormenn ofslogon, 7 hiera þegn an þær wearþ ofslægen, þam wæs noma Wipped.
- 465: Amañ e stourmas Hengist hag Aesc ouzh ar Vrezhoned e-kichen Wippedesfleot hag aze e lazhjont 12 penn brezhon. Unan eus o thegned a voe lazhet, Wipped e anv
Hervez John Morris e vefe Wippedesfleot e Kent, e-kichen Rutopiae (Richborough hiziv). Ar fed ne fougeas ket ar c'hronik angl-ha-saoz e voe an emgann-se un trec'h saoz a broufe e voe gounezet gant ar Vrezhoned hag a vijent bet bleiniet gant Vortimer, mab Vortigern. Heman a vije deuet a-benn da vestronian ar saozon evit ur maread.
Marteze ez eo goulenn un tammig re digant testennoù a voe skrivet kantvedoù goude an darvoudoù. Anv an thegn lazhet e-pad an emgann a voe ijinet da zisplegañ hini an emgann moarvat, ha disklaer eo ar peurrest. N'haller ket fiziañ er c'hronik angl-ha-saoz ha tra m'en deus graet Nennius gant ur vammenn saoz, un darn eus an darvoudoù a liv a zo mojennus.
Bet ez eus bet un emgann e Wippedesfleot moarvat. Gwirheñvel eo avat e oa bet kollet ar munudoù istorel pa voe skrivet ar c'hronik angl-ha-saoz.
|