Hensaozneg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An hensaozneg[1] pe angl-saozneg[2] (Ænglisc er yezh end-eeun) zo ur yezh c'hermanek kozh hag a veze komzet er pezh a zo bremañ Bro-Saoz ha gevred Bro-Skos, etre kreiz ar Vvet kantved ha kreiz an XIIvet kantved.

Runoù futhorc

Ur yezh gant troadoù e oa an hensaozneg ha kalzik a frankiz a oa evit urzh ar gerioù er frazennoù. Kar-nes e oa d'ar yezhoù germanek all en amzer-hont, dreist-holl d'an henfrizeg, rak ne oa ket bet levezonet gant ar galleg c'hoazh. Dindan levezon ar yezh-se, goude aloubadeg Bro-Saoz gant Normaned Gwilherm an Alouber, e cheñchas kalz yezh ar vro ha dont da vezañ ar c'hrennsaozneg, ur yezh gant nebeutoc'h a sked eget an hensaozneg.

Skrivet e veze an hensaozneg, en deroù, gant an doare futhorc (pe fuþorc), ur stumm emdroet eus an doare futhark implijet er yezhoù germanek all. Kemeret e voe lec'h ar futhorc gant al lizherenneg latin, war-bouez un nebeud arouezennoù dibar hag a voe miret, evel þ, ƿ, æ pe œ.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Istor ar Yezhoù Keltiek, Arzel Even, levrenn II, p. 219
  2. Istor ar Yezhoù Keltiek, levrenn I, p. 67

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.