Douar-ar-C'hreiz
Anv er yezh a orin | Endor, Ennorath |
---|---|
Lec'hiadur | Arda |
A zo stok ouzh | Helcaraxë |
Labour da-heul | Tolkien fandom |
Krouet gant | John Ronald Reuel Tolkien |
Awenet gant | Midgard |
A denn da ved ar faltazi | Tolkien's legendarium |
Damheñvelenn faltaziek | Europa |
Rummad evit ar c'hartennoù | Rummad:Kartennoù Douar-ar-C'hreiz |
Douar-ar-C'hreiz zo ur bed faltaziek savet gant ar skrivagner J. R. R. Tolkien, lec'h ma tremen an darn vrasañ eus e istorioù. E saozneg e vez graet "Middle-Earth" anezhañ, un termenadur a c'hall bout keñveriet gant ar ger Miðgarðr e Gwengelouriezh lec'hlennat, ha Middangeard en oberennoù hensaoznek, evel Beowulf. Middle-earth zo ur c'hevandir e kreiz an Douar (anvet Arda) en un amzer pell a-raok hon istor anavezet. Oberennoù brudetañ Tolkien, evel An Hobbit hag Aotrou ar Gwalinier, zo diazezet warnañ. Hiriv e vez implijet ar ger "Middle-earth" evit taolennañ legendarium Tolkien, da lavaret eo an hollved tro-dro e romantoù.
Danavelloù Tolkien a c'hoarvez e gwalarn ar c'hevandir. Al lodenn-se a c'hall bout keñveriet gant Europa hag emañ e gwalarn ar bed kozh, gant tiriad ar c'hontre (the Shire e yezh an oberour) hag a zo heñvel ouzh maezioù bro-Saoz, pe Kornôg Midlands en un doare resisoc'h. Ar gêr e kreiz, Hobbiton, zo war an hevelep ledred hag Oxford.
Douar-ar-C'hreiz n'eo ket annezet gant mab-den nemetken, mes gant Elved, Korrien, Ented, hag Hobbided ivez, ha gant euzhviled a bep gouenn evel erevent, Trolled, pe Orged. A-hed an amzer ez eas da get an holl ouennoù nemet hini Mab-den hag a chomas war Arda betek hon oadvezh.
|