Mont d’an endalc’had

Aragorn

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Aragorn
Den (Douar-ar-C'hreiz), film character
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAragorn Kemmañ
TadArathorn II Kemmañ
MammGilraen Kemmañ
PriedArwen Kemmañ
BugelEldarion Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetWestron, sindarin Kemmañ
Micherklezeour, penn brezel Kemmañ
KargKing of the Reunited Kingdom Kemmañ
Emezelet ouzhFellowship of the Ring Kemmañ
Strollad etnekRangers of the North, Dúnedain Kemmañ
Ezel eusFellowship of the Ring Kemmañ
Perc'henn warElessar, Brego, Andúril, Elendilmir Kemmañ
Krouet gantJohn Ronald Reuel Tolkien Kemmañ
Dezerc’herViggo Mortensen Kemmañ
First appearanceThe Fellowship of the Ring Kemmañ
A denn da ved ar faltaziTolkien's legendarium Kemmañ
ArmamentAndúril, Narsil Kemmañ
EnemySaoron Kemmañ
Character typeChrist figure, The Chosen One Kemmañ
Aragorn hervez ur fan

Aragorn a zo ur personaj eus Douar-ar-C'hreiz, hag unan eus harozed pennañ Aotrou ar Gwalennoù savet gant J. R. R. Tolkien. Da gentañ e reer anezhañ Strider e saozneg ha Grands-pas e galleg ha diskuliet eo diwezhatoc'h ez eo Aragorn, hêr Isildur, roue Arnor ha Gondor. Ur mignon da C'handalf eo hag ezel eo eus ar strollad harozed kaset da zistrujañ ar Walenn nemeti ha da faezhañ Sauron. Emañ e karantez gant an elf Arwen, evel m'en danevell The Tale of Aragorn and Arwen. He zad, Elrond, en deus difennet oute eurediñ anez e teufe Aragorn da vezañ roue Arnor ha Gondor.

Kemer a ra Aragorn penn kompagnunezh ar Walenn goude koll Gandalf e mengleuzioù ar Moria. Pa darzh ar gompagnunezh e tispenn roudoù an Hobbited Meriadoc Brandybuck ha Peregrin Took gant skoazell Legolas an Elf ha Gimli ar C'horr betek koad Fangorn. Kemer a ra perzh en emgann en Islonk Helm hag en hini parkeier Pelennor. Goude bezañ faezhet armeoù Sauron e Gondor e kas un arme eus Gondor ha Rohan betek Morannon, Dor zu Mordor, ar pezh a sach evezh Sauron hag a ro tu da Frodo ha Samwise Gamgee da zistrujañ ar Walenn nemeti. Aragorn a oa neuze choazet evel roue gant pobl Gondor, ha kurunet roue Gondor hag Arnor. Eurediñ a reas Arwen ha ren e-pad 122 vloaz hervez Tolkien.

Tolkien en deus savet an dudenn-se e-doug ur prantad hir, o kregiñ gant un Hobbit lesanvet Trotter, hag oc'h esaeañ kalz anvioù all a-raok degouezhout gant un den anvet Aragorn.

Lod o deus lavaret e oa bet awenet Aragorn gant tud brudet evel ar roue Oswald Northumbria hag ar roue Alfred Veur. Tostaat a reont elfennoù damheñvel evel an amzer tremenet en harlu ha sevel armeoù da gemer o rouantelezh en-dro. Keñveriet eo bet Aragorn ouzh ar C'hrist evel roue, hag an diougan a embann e zistro ouzh hini an Testamant kozh diwar-benn donedigezh ar Mesiaz.


Eilenn eus Narsil hag e enskrivadurioù evel m'emañ gwelet en Aotrou ar gwalennou gant Peter Jackson.

Mab e oa Aragorn da Arathorn II ha d'e wreg Gilraen. Mamm Gilraen, Ivorwen, a ziouganas e c'hallfe dont spi evit ar bed eus o eured gant ma timezfen dizale, mod all ne zeufe ket en-dro a-raok fin an oadvezh[1]. Hêr e oa Aragorn da dron Gondor ha da rouantelezh Arnor[2]. Pa oa daou vloaz e oa lazhet e dad o stourm a-enep orked. Desavet e voe Aragorn e Rivendell gant Elrond, a oo o vevañ atav e Douar ar C'hreiz e diwezh an Trede oadvezh. Hervez youl Elrond e oa dalc'het e lignez kuzh, rak oan en doa na vefe lazhet evel e dad hag e dad-kozh ma vefe gouvezet e oa hêr Isildur. Adanvet e voe Aragorn Estel ("spi" e Sindarin) kuit ma vefe dizoloet gant Saoron pe e vevelien. E-pad e vugaleaj ne oa ket diskuliet e hêrezh dezhañ[1]. Tremen a rae e amzer gant mibien Elrond o chaseal ar c'hrouadurioù noazus a veve tro-ha-tro.

Pa oa 20 vloaz, goude da Aragorn bezañ sevenet kurioù gant e vibien, Elrond a ziskulias dezhañ e lignez hag e anv gwirion, ha reiñ a reas dezhañ tammoù kleze Elendil, Narsil, hag un hêrezh kozh all, Gwalenn Barahir. Derc'hel a reas bazh-roue Annúminas keit ha ma n'en dije ket gounezet ar gwir da gaout anezhañ. Antronoz en em gavas Aragorn gant merc'h Elrond, ar werc'hez elf kaer Arwen a oa nevez distroet da Rivendell eus rouantelezh he zud-kozh e Lothlorien, ha kouezhañ a reas e karantez ganti[1]. Goude-se e kemeras Aragorn e garg a c'hwezekvet penn eus an Dúnedain, anavezet ivez evel Gwarded an norzh (Rangers of the North). Mont a reas en douaroù gouez da vevañ gant dilerc'hioù e bobl a oa bet distrujet he rouantelezh, Arnor, kantvedoù a-raok[1]. Skoazell a rae ar Warded da ziwall ar Gontelezh, ur vro poblet gant an hobbited. Dont a reas da vezañ anvet evel Strider ("ramper") er vro en-dro d'ar Gontelezh ha da Vree[3]. Kejañ a reas neuze gant Gandalf ha dont a reas da vezañ mignon d'an hudour[1].

Kartenn eus gwalarn Douar ar C'hreiz e dibenn an Trede oadvezh

Beajiñ a reas Aragorn. Servijout a reas en armeoù ar roue Rohan, Thengel, hag e re Ecthelion II, merour ar Gondor. E-pad ar prantad-se, Aragorn a guzhas e anv gwirion hag e identelezh hag a oa anavezet dindan anvioù faos. E ergerzhadennoù a sikouras reiñ startijenn er c'hornôg hag enebiñ ouzh gourdrouz Saoron hag e vevelien a yae war vrasaat. Prenañ a reas skiant eno a implijfe diwezhatoc'h e-pad Brezel ar Walenn. E penn ur skouadrennig listri eus Gondor e renas un arsailh war Umbar, ma tevas listri al laeron-vor ha ma lazhas o aotrou e-doug emgann ar porzhioù. Goude e drec'h war Umbar ez eas e-unan er reter hag er su da Zouar ar C'hreiz hag e kendalchas da labourat a-enep Saoron[1].

Da 49 bloaz, Aragorn a veajas da Lothlórien, hag eno en em gavas gant Arwen. Gwalenn Barahir a roas dezhi[4]. War dorgenn Cerin Amroth e prometas Arwen e euredf gantañ, o renoñsiñ d'he lignez elfek hag o tegemer e-giz-se ar marventez ("Donezon an Dud"). Elrond a nac'has reiñ da Aragorn an aotre da eurediñ e verc'h kent na zeufe da vezañ roue Gondor hag Arnor. Choaz Arwen da zont da vezañ marvel a zispartife anezhi diouzh he zad Elrond deiz-pe-zeiz. Aon en doa Elrond na gavfe Arwen an tonkad da vervel re ziaes da zougen a-benn ar fin[1].

Bloavezhioù diwezhatoc'h, Gandalf a zizoloas e oa ar Walenn nemeti etre daouarn un hobbit, Bilbo Sac'heg[5]. Goulenn a reas Gandalf digant Aragorn kavout Gollum, ur boud hag a oa bet perc'henn war ar walenn a-raok. Ar chase-se a lakas Aragorn da dreuziñ Rhovanion, hag e tapas Gollum a-benn ar fin er Marzioù marv er gwalarn d'ar Mordor. Aragorn a zegasas Gollum da balez ar roue Thranduil e Mirkwood, ma oa goulennataet gant Gandalf[6].

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 1,5 ha1,6 Distro ar roue Appendix A "The Númenórean Kings"
  2. "He was Aragorn son of Arathorn, the nine and thirtieth heir in the right line from Isildur, and yet more like Elendil than any before him." The Silmarillion, "Of the Rings of Power and the Third Age"
  3. The Fellowship of the Ring, levrenn 1, pennad 10 "Strider"
  4. The Return of the King, stagadenn B
  5. The Fellowship of the Ring, levrenn 1, pennad 2 "The Shadow of the Past".
  6. The Fellowship of the Ring, levrenn 2, pennad. 2 "The Council of Elrond".