Mont d’an endalc’had

Viggo Mortensen

Eus Wikipedia
Viggo Mortensen
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Rouantelezh Danmark Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denViggo Mortensen Kemmañ
Anv ganedigezhViggo Peter Mortensen Kemmañ
Anv-bihanViggo Kemmañ
Anv-familhMortensen Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Her 1958 Kemmañ
Lec'h ganedigezhWatertown Kemmañ
TadViggo Peter Mortensen Kemmañ
MammGrace Gamble Atkinson Kemmañ
PriedExene Cervenka Kemmañ
Kompagnun(ez)Ariadna Gil Kemmañ
Yezh vammsaozneg, spagnoleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, spagnoleg, italianeg, daneg, galleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg, spagnoleg Kemmañ
Bet war ar studi eSt. Lawrence University Kemmañ
Deroù ar prantad labour1984 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Demokratel Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh, klavier Kemmañ
Oberenn heverkFar from Men, Captain Fantastic, Green Book, The Lord of the Rings trilogy Kemmañ
Ezel eusÒmnium Cultural Kemmañ
TachennWestern Kemmañ
Bet kinniget evitAcademy Award for Best Actor, Academy Award for Best Actor, Golden Globe Award for Best Actor – Motion Picture Musical or Comedy, European Film Award for Best Actor, Academy Award for Best Actor Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Viggo Mortensen e 2020

Viggo Peter Mortensen a zo un aktour, ur barzh hag ul livour, met anavezet eo bet p'en deus c'hoariet Aragorn e-barzh an tri film The Lord of the Rings sevenet gant Peter Jackson : The Lord of the Rings: The Fellowship of the Ring (2001), The Lord of the Rings: The Two Towers (2002 ha The Lord of the Rings: The Return of the King (2003).

Viggo Mortensen a zo Amerikan, ganet eo d'an 20 a viz Here 1958 e New York. E dad a oa eus Danmark hag e vamm a oa stadunanat. Tremenet en deus e vugaleaj e Manhattan a-raok heuliañ e diegezh e Venezuela, en Arc'hantina, hag e Danmark. E dud a zispartias pa oa en e 11 vlez. Mont a reas neuze d'ar Stadoù-Unanet da veviñ get e vamm hag e zaou vreur, e New York.

Eus 1987 betek 1998 ez eo bet dimezet da Exene Cervenka, kanerez ar strollad punk X () ; ur mab o deus bet, anvet Henry Blake Mortensen. Cholbet eo bet gant Lola Schnabel ivez.

Komz a ra spagnoleg, daneg ha saozneg ha barrek a-walc'h eo e galleg, en italianeg e svedeg hag e norvegeg.

E 1982, distro er Stadoù-Unanet, e krogas gant studioù evit bout aktour get Warren Robertson da gelenner hag e pignas war al leurenn evit ar wezh kentañ er c'hoariva Workshop, e New York. Lakaat a reas ar pezh-c'hoari Bent war al leurenn, a reas berzh bras e Los Angeles, hag a a dalvezas dezhañ resev ur priz (Dramalogue Critic's Award).

E 1985 e voe merzet e voe e-touesk aktourion e gentañ film, Witness gant Peter Weir, ma c’hoarie un [[Amish]. E gwirionez ne oa ket e film kentañ rak kemeret en doa perzh e-barzh The Purple rose of Cairo get Woody Allen hag e Swing Shift, met troc’het e oa bet an tammoù ma c'hoarie. Goude-se avat e labouras e filmoù eil rummad evel Prison hag e Leatherface: Texas Chainsaw Massacre III,”Young Guns 2”. Ret e voe dezhañ gortoz 1991 evit diskouez e varregezh e-barzh The Indian Runner, get Sean Penn, ma c’hoari un den taer moustret gant Brezel Viêt Nam.

Goude se en devoe poan o kavout un roll kevatal ha c'hoari a reas eil rolloù en un toullad filmoù. E 1994 e c’hoarias ur gangster en ur gador-ruilh e-barzh Carlito's way eus Brian De Palma. E kalz filmoù birvidik e voe e-pad ar blezadoù 90, evel G.I. Jane Ridley Scott hag A perfect murder Andrew Davis. Gwelout a reer anezhañ o c'hoari e Crimson Tide Tony Scott, Daylight Rob Cohen, A Walk on the Moon Tony Goldwyn, American Yakuza Frank A. Cappello, Vanishing Point, ur remake sevenet gant Charles Robert Carner, e daou film aozet gant Philip Ridley, The Reflecting Skin ha The Passion of Darkly Noon, e 28 Days hag e The Prophecy, gant Christopher Walken, sevenet gant Betty Thomas.

Barzh ha livour eo Viggo ivez. Labourat a reas get Jane Campion (livourez ha sevenourez filmoù) e-barzh The portrait of a lady ha get Gus Van Sant e Psycho e 1998.

Kent c'hoari roll Aragorn e oa anavet ar muiañ evit bout c'hoariet an ofiser John Urgayle in G.I. Jane gant Demi Moore.

Berzh gwirion a reas get ar filmoù The Lord of the Rings, ma c’hoari Aragorn, roue ar Gondor, unan eus tudennoù pennañ ar film. Tri blez àr-lerc’h, goude bout echuet an trede film, e krogas en ur film all get Hidalgo Joe Johnston), ma c’hoari ur cow-boy rediet d’ober ur redadeg en dezerzh. C’hoariet en deus ivez e-barzh A History of Violence, ur film deuet er-maez e miz Here 2005.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]