Gondor
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Gondor zo anv ur rouantelezh ijinet gant ar skrivagner J. R. R. Tolkien. Diskrivet e vez evel ar rouantelezh denel vrasañ en Douar-kreiz e fin an Trede oadvezh.
Trede roman an heuliad Aotrou ar Gwalennoù, Distro ar Roue, a gont an darvoudoù a c'hoarvez er Gondor e-pad Brezel ar Walenn. Kontañ a reer ivez an darvoudoù goude ar brezel pa vez adsavet ar rouantelezh, en ouzhpennadurioù d'ar romant e kaver un nebeud darvoudoù erruet a-raok savidigezh ar rouantelezh pe goude ar brezel.
Kêr-benn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a gêr-benn zo bet d'ar rouantelezh:
- Osgiliath
- Minas Anor
- Minas Tirith