Saoron

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Saoron gant e houarnwisk, evel m'er gweler e fin an Eil oadvezh e film Peter Jackson.

Saoron (skrivet Sauron e saozneg hag e galleg) eo anv an enebour pennañ[1] e skridoù Tolkien a zanevell istor Douar ar C'hreiz. Reiñ a ra e lesanv da romant brudetañ Tolkien : Aotrou ar Gwalennoù.

En deroù e oa ur Maia breinet gant Morgoth. The Silmarillion a zeskriv anezhañ e-giz e bennletanant. Tec'het a ra kounnar ar Valar goude diskar e vestr.

War-dro 500 vloaz goude deroù an Eil oadvezh e voe anv eus Saoron adarre[T 1]. Fellout a rae dezhañ ren war holl Zouar ar C'hreiz evel ur roue-doue[T 2][T 3][T 4][T 5]. Evit desev an Elfed hag o lakaat da servijañ anezhañ, Sauron a gemeras neuz hegarat Annatar, (da lâret eo : "Aotrou an donezonoù")[T 6], a zeuas da vezañ mignon govion elf Eregion, renet gant Celebrimbor, hag o c'huzulias en arzoù hag en hudouriezh. Gant skoazell Saoron e c'hovelias an Elfed gwalennoù a c'halloud. Goveliañ a reas neuze e kuzh ar Walenn Nemeti, da gontrollañ holl ar gwalennoù all hag o dougerien, e menez-tan Menez an tonkad e Mordor[T 3].

E fin an Eil oadvezh, Ar-Pharazôn, roue Númenor, a gasas un arme c'halloudus Da Zouar ar C'hreiz. Saoron a godianas da c'hellout breinañ Númenor eus an diabarzh[T 7][T 8]. Gant ar Walenn Nemeti e teuas a-benn da c'hounit ha da vreinañ an Númenóreaned[T 7]. Implijout a reas e levezon da ziskar relijion Númenor, ha da lakaat an dud da azeuliñ Melkor [T 8][T 9]. Sauron a gendrec'has zoken Ar-Pharazôn da dagañ Aman da laerezh an divarvelezh digant ar Valar[T 8][T 3]. Eru a zistrujas o armeoù hag a lakaas Númenor da ouelediñ[T 7].

Renet gant Elendil, nav bagad Númenóreaned feal d'ar Valar a oa savetaet eus an dour-beuz. Sevel a rejont rouantelezhioù Gondor hag Arnor. Saoron a zistroas e Mordor ma klaskas astenn e rouantelezh adarre. Isildur hag Anárion a gevredas hag a faezhas Saoron e Dagorlad. Hag int ha aloubiñ Mordor ha lakaat seziz war Barad-dûr e-pad seizh vloaz. A-benn ar fin e teuas Saoron er-maez d'en em gannañ gant Elendil ha Gil-galad tal-ouzh-tal[T 3]. Pa gouezhas Elendil e torras e gleze Narsil. Gant un tamm eus Narsil e troc'has Isildur ar Walenn Nemeti diwar dorn Saoron, ar pezh a zistrujas anezhañ evit bloavezhioù. Elrond ha Círdan, letananted Gil-galad a alias Isildur da zistrujañ ar Walenn e lava Menez an Tonkad, ar pezh en dije harluet Saoron diouzh ar bed da viken, met nac'hañ a reas hag he mirout evitañ[T 6]. Nebeut goude e oa lazhet gant Orked hag e oa kollet ar Walenn e-pad kantvedoù.

Saoron a guzhas e Mirkwood goude e zistro, e kreñvlec'h Dol Guldur[T 10]. Anv zo eus e zrougoberoù e romant all Tolkien, An Hobbit. Argaset eus Mirkwood gant ar C'huzul gwenn ez eas da ren e Mordor adarre. Da vare istor Aotrou ar Gwalennoù en deus c'hoant atav da vestrañ holl vroioù Douar ar C'hreiz. Klask a ra adkavout ar Walenn Nemeti, goveliet gantañ, evit adkavout holl e c'halloud, gant skoazell e vevelien feal ha spouronus, an Nazgûl.

Sauron a vez gwelet alies er filmoù evel ul lagad bras evel pa ne vije korf ebet dezhañ.

Tolkien, daoust ma nac'he e c'halle bezañ eus an holl zroug, a zisklêrie e teue Saoron ken tost ha ma oa posubl d'an dra-se. Keñveriet eo bet gant lod ouzh ar c'hont Drakula e romant Bram Stoker, Dracula, hag ouzh Balor er vitologiezh keltek.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Caroline Monroe, "How much was Rowling inspired by Tolkien?" TheOneRing.net, GreenBooks, 21 a viz Mae 2006. Diell


Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Morgoth's Ring, p. 420
  2. Letters, Nnn 183, "notes on W. H. Auden's review of The Return of the King"
  3. 3,0 3,1 3,2 ha3,3 Letters, Nnn 131 "to Milton Waldman", diwezh 1951
  4. Letters, Nnn 153 to Peter Hastings (draft)
  5. Morgoth's Ring, pp. 397–398
  6. 6,0 ha6,1 The Silmarillion, "Of the Rings of Power and the Third Age"
  7. 7,0 7,1 ha7,2 Letters, #211 to Rhona Beare, 14 October 1958
  8. 8,0 8,1 ha8,2 Letters, #156 to Robert Murray, S.J., 4 November 1954
  9. Morgoth's Ring, p. 398
  10. The Return of the King, Appendix B, "The Tale of Years", "The Third Age"