Mont d’an endalc’had

Galadriel

Eus Wikipedia
Galadriel dirak he melezour, gant Tessa Boronski, 2011

Galadriel zo ur personaj eus skridoù J. R. R. Tolkien diwar-benn Douar ar C'hreiz. Kemer a ra perzh en darvoudoù danevellet en Aotrou ar Gwalennoù, ar Silmarillion, hag Unfinished Tales.

Un Elf a lignez roueel eus pobl an Noldor hag an Teleri e oa, rak bugel-bihan e oa d'ar rouanez Finwë hag Olwë. Kar tost e oa ivez d'ar roue Ingwë eus ar Vanyar dre he mamm-gozh Indis. Galadriel a oa bet unan eus pennoù emsavadeg an Noldor, hag e kemeras perzh en o zec'hadenn eus Valinor en Oadvezh kentañ. War-dro diwezh he buhez e Douar ar C'hreiz e renas war Lothlórien war un dro gant he fried, Celeborn, hag anavezet e oa neuze dindan an anv a Itron Lórien, Itron ar C'haladhrim, Itron ar gouloù, pe Itron ar c'hoad alaouret. He merc'h Celebrían a oa pried Elrond ha mamm Arwen, Elladan, and Elrohir. Deskrivet eo gant Tolkien evel "An hini c'hallloudusañ ha kaerañ eus holl an Elfed a chome e Douar ar C'hreiz" (goude marv Gil-galad)[T 1] hag an hini vrasañ eus an Elfezed"[T 2].

Skrivet en deus ar skolveuriad Tom Shippey e oa eus Galadriel un esae a-berzh Tolkien da grouiñ en-dro ar seurt elfed meneget e mammennoù hensaoznek. Keñveriet en doa ivez e Elfed gant ar re a gaver en ur vammenn gristenn krennsaoznek, The Early South English Legendary, ma oa aelez eus an Elfed. Marjorie Burns, ur skolveuriadez all, he deus keñveriet Galadriel ouz harozez Rider Haggard, Ayesha, hag ouzh "The Lady of Shalott" gant Tennyson, o-daou personajoù eus Mojenn Arzhur adwelet. Galadriel, itron ar gouloù, o harpañ Frodo en e gefridi da zistrujañ ar Walenn Nemeti, enebet ouzh Shelob, ar gevnidenn ramzel ha drougoberiant kuzhet en deñvalijenn, zo bet keñveriet ouzh daou personaj maouezed en Odiseia Homeros : Kirke ha Calypso, madoberourezed galloudus ha leun a furnezh Odysseüs, en e stourm ouzh an dañjerioù evel ar morganezed, ha Scylla ha Charybdis.

Savet ez eus bet sonioù diwar-benn Galadriel gant sonaozourien a vremañ. Lakaet eo bet barzhoneg Tolkien e Quenya anvet "Namárië" e muzik gant Donald Swann. Galadriel a weler e filmoù hag e tresaennoù-bev savet diwar oberenn Tolkien. E filmoù Peter Jackson ez eo c'hoariet gant Cate Blanchett.


Anv zo eus Galadriel a-raok Brezel ar Walenn er Silmarillion hag en Unfinished Tales[T 3][T 1]. Galadriel a oa merc'h nemeti ha bugel yaouankañ Finarfin, priñs an Noldor, hag Eärwen, merc'h Olwë ha kenitervez Lúthien. He breudeur koshañ e oa Finrod Felagund, Angrod, hag Aegnor. Ganet e oa e Valinor. Barrek e oa da sellet e spered ar re all da varn anezhe en un doare just. Ezel e oa eus lignez roueel Finwë. Ar gaerañ eus holl an Elfed a veze graet alies eus Galadriel, en Aman pe e Douar ar C'hreiz[T 3].

Hervez stumm koshañ hec'h istor, skrivet gant Tolkien e The Road Goes Ever On hag implijet e The Silmarillion, Galadriel a oa un ezel gredus hag unan eus pennoù eus emsavadeg an Noldor ha eus o zec'h diouzh Valinor. An Elfez nemeti e oa da zerc'hel he fenn uhel en deizioù-se"[T 4][T 5]. Kuitaet he doa Fëanor hag e vibien pell a oa. E Beleriand e oa o vevañ gant he breur Finrod Felagund e Nargothrond hag e lez Thingol ha Melian e Doriath. Eno en em gavas gant Celeborn, ur c'har da Dhingol, e Doriath[T 6]. Derc'hel a rae sekredoù teñval eus an amzerioù-se. Kontañ a reas da Velian darn eus istor feuls ar Silmariloù ha penaos e oa bet lazhet Finwë gant Morgoth. Ne reas ket anv avat eus an Elfed o lazhañ Elfed all[T 7].

Goude drouziwezh Morgoth e tifennas ar Valar ouzh pennoù an harluidi da zistreiñ da Valinor. E fin an Trede oadvezh, koulskoude, e oa aotreet da zistreiñ eno[T 8].

Kartenn eus Douar ar C'hreiz en Trede oadvezh, gant Lindon (a-gleiz), Lenn Evendim (a-gleiz en nec'h), Hollin ha Lothlórien (er c'hreiz), ha Belfalas (traoñ)

Galadriel ha Celeborn a veajas da gentañ betek Lindon, ma kemerjont penn ur strollad Elfed, e-giz un dalc'h dindan Gil-galad. Hervez Concerning Galadriel and Celeborn, ez ejont goude se betek glann al Lenn Nenuial (Evendim) hag aotrou hag itron e voent d'an holl Elfed en Eriador. Diwezhatoc'h ez ejont betek ar reter hag e savjont Rouantelezh Eregion (Hollin). Darempredoù o doa gant ur geoded nandorin e traoñienn ar stêr Anduin, hag a zeuas da vout Lothlórien. A-benn ar fin ez eas Celeborn ha Galadriel kuit eus Eregion da vont da vevañ da Lothlórien. Hervez lod eus skridoù Tolkien, e oant deut da vezañ renerien Lothlórien e-pad ur prantad en Eil oadvezh. Distreiñ a rejont e Lórien da gemer he fenn goude marv Amroth e-kreiz an trede oadvezh[T 3].

Ur verc'h o doa Celeborn ha Galadriel, Celebrían hec'h anv, a euredas Elrond, un Hanter Elf eus Rivendell[T 2].

E-pad an Eil oadvezh, pa oa goveliet ar Gwalennoù a c'halloud, e tisfizie Galadriel diouzh Annatar, the loremaster a gelennas arz ar gwalennoù da Celebrimbor. Hervez skridoù zo en em savas Celebrimbor a-enep he feson da welet hag a gemeras ar galloud en Eregion. Galadriel a yeas kuit da Lórien dre ar Moria, met Celeborn nac'has mont a kreñvlec'h ar gorred ha chom a reas war-lerc'h. Edo ar wirionez gant Galadriel, rak dizoleiñ a rejont e oa Sauron e-unan a oa kuzhet dindan anv Annatar. Pa voe arsailhet Eregion gant Saoron, Celebrimbor a fizias unan eus teir gwalenn an Elfed e Galadriel. Mont a reas Celeborn davet Elrond. Arme hemañ ne oa ket bet evit saveteiñ Eregion met dont a reas a benn da achap kuit betek Imladris. Celeborn en em gavas gant Galadriel en-dro goude fin ar brezel. Hervez ur skrid, goude un nebeud bloavezhioù en Imladris (Kejañ a reas Elrond gant Celebrían neuze hag a gouezhas e karantez ganti) ez eas ar c'houblad da vevañ e Belfalas el lec'h anvet Dol Amroth[T 3]. Goude marv Gil-galad e Brezel ar C'hevredad diwezhañ e teuas Galadriel, Elrond, ha Círdan da vezañ rieien pennañ en Elfed e Douar ar C'hreiz, ha Galadriel e oa an hini pennañ eus an harluidi a chome.


Trede oadvezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"Ha bremañ a-benn ar fin e c'hoarvez. Ar Walenn a root din ez frank ! E lec'h un aotrou teñval e tronoc'h un rouanez. Ha ne vin ket teñval, met kaer ha spontus evel ar beure hag an noz ! Kaer evel ar mor hag an heol hag an erc'h war ar menez ! Euzhus evel ar barrad-amzer hag al luc'hed ! Kreñvoc'h evit fontoù an Douar. An holl a garo ac'hanon hag a chomo da vantriñ !" Galadriel a savas he dorn ha diouzh ar walenn a zouge war he biz e skedas ur gouloù bras he sklêrijennas hec'h-unan hag a lezaz holl ar peurrest en deñvalijenn... Neuze e laoskas he dorn da gouezhañ, hag ar gouloù a steuzias, hag a-daol-trum e c'hoarzhas adarre, ha feiz ! Bihanaet e oa : Un Elfez voan, gwisket gant dilhad gwenn eeun, ha dous ha trist he mouezh wan. 'Tremenet em eus an test', emezi. 'Digreskiñ a rin, ha mont d'ar c'hornôg ha chom Galadriel".

J. R. R. Tolkien, The Fellowship of the Ring

E Kumuniezh ar Walenn e tegemer Galadriel izili ar gompagnunezh e Lothlórien goude o zec'h diouzh ar Moria[T 9]. Pa'n em gav gante en he falez er gwez e amprou o mennozh daoust ma oa komprenet e amprouadenn gant Boromir evel un temptadur. Amprouet e oa d'he zro pa ginnigas Frodo Sac'heg reiñ ar Walenn Nemeti dezhi. Pa ouie e vefe breinet dindan levezon ar Walenn a lakafe anezhi da vezañ "bras ha spontus", hag o kaout soñj eus ar pezh en doa degaset anezhi da Zouar ar C'hreiz, e nac'has kemer ar Walenn. Asantiñ a rae evel-se e teufe galloud he gwalenn da steuziañ, hag e tianadfe he fobl goude distruj ar Walenn, ha ne chomfe nemet distreiñ da Valinor a-benn ar fin da achap diouzh digresk galloud an Elfed ha Damani an Dud[T 10]. Goulakaet eo, hervez skridoù all ivez, e oa torret he harlu diouzh Valinor abalamour m'he doa troet kein ouzh ar galloud personel[T 1][T 3].

Pa oa kuitaet Lothlórien gant ar gumuniezh e profas da bep ezel ur vantell elfek, ha pourvezioù, war un dro d'o skoazellañ ha da reiñ dezhe un arouez a feiz, a spi hag a volontez vat. He fried Celeborn a bourchasas bigi savet gant an Elfed[T 11]. Deiz o dilec'h eus Lórien, met hep gouzout dezhe, e tegouezhas Gandalf, douget gant an Erer Gwaihir. Prederiet e oa e c'hloazioù gant Galadriel ha gwisket e oa ganti gant dilhad gwenn, arouez e statud nevez e penn an Istari, urzh an hudourien[T 12].

Goude marv Saoron, Celeborn a renas arme Lórien a-dreuz an Anduin hag a gemeras Dol Guldur. Galadriel "a ziskaras e vogerioù hag a zizoloas e soubitoù", e soñj eus Lúthien Tinúviel, he doa graet ar memes tra e Tol Sirion[T 2]. Galadriel a dreuzas ar mor bras gant Elrond, Gandalf, ha dougerien ar Walenn, Bilbo ha Frodo, o verkañ evel-se diwezh an trede oadvezh[T 8]. Chom a reas Celeborn war he lerc'h, ha Tolkien a skriv "n'eus roud skrivet ebet eus an deiz ma'z eas d'an Havroù louet d'e dro, a-benn ar fin"[T 13].

Kreñv e oa a gorf, a spered hag a volontez hag en he yaouankiz e oa gouest da gevezañ ouzh mistri an hengoun koulz hag ouzh atleted an Eldar[1].

Bras e oa dreist ar muzul, memes e-touez maouezed an Noldor[2]. Kontañ a rae an Dúnedain e oa daou rangar enni, pe "uhelder ur gwaz" da lâret eo war-dro 1,93 m[T 14]. Koulskoude, ar pezh a sache ar muiañ an evezh pa weled Galadriel a oa he blev hir kaer arc'hantet hag alaouret. Elfed Tirion a zisklêrie e tape sked an Div wezenn Laurelin ha Telperion o-unan[T 15].

"Memes e-touez an Eldar e oa kontet kaer-kenañ, ha sellet a raed ouzh he blev evel ur marvailh hep e bar. Aour e oant evel re e dad ha re he mamm-gozh Indis, met stankoc'h ha skedusoc'h, rak hec'h aour a oa ennañ ur marsoñj eus blev he mamm, arc'hantet evel ar stered ; ha poz d'an Eldar e oa bet trapet sklêrijenn an Div Wezenn, Laurelin ha Telperion, en he flezhennoù"[T 15].

Fëanor a vame ouzh kened he blev. Awenet e c'hallfe bezañ bet gante pa grouas ar Silmariloù[T 15].

Kalz tud a soñje dezhe e oa ar bomm-se[3] a roas da gentañ da Fëanor ar soñj da dapout ha da veskañ sklêrijenn an div wezenn a zeuas diwezhatoc'h da vezañ ar silmariloù. Evit Fëanor a selle ouz pennad blev Galadriel gant wonder and delight.[T 15].

Koulskoude, Galadriel n'he doa ket ar memes santimantoù e-keñver Fëanor. Fëanor "en doa aspedet anezh dre deir gwezh ha teir gwezh e nac'has reiñ dezhañ ha pa vefe ur vlevenn. Lod a lavar e chomas broc'het da viken an daou zen-se, a selled oute evel ar re vrasañ eus Eldar Valinor"[T 15]. Santout a rea Galadriel un deñvalijenn a gasae hag a sponte anezhi e Fëanor, hep meizañ e oa kouezhet ar mmes teñvalijenn war spered an holl Noldor ha memes war he hini[4].


He hegarated e-keñver Gimli ar C'horr e Lothlórien, (Da skouer pa skandal he fried Celeborn abalamour ma oa douget da gaout keuz d'e ziviz da zegemer ar C'horr er vro), a c'hounezas e galon[T 10].

  1. Unfinished Tales, lodenn 2, pennad 4 "The History of Galadriel and Celeborn"
  2. Unfinished Tales, lodenn 2, pennad 4 "The History of Galadriel and Celeborn"
  3. Gwelet uheloc'h
  4. Unfinished Tales, lodenn 2, pennad 4 "The History of Galadriel and Celeborn"
Kavout a reer er roll-mañ lec'h pep arroudenn e skridoù Tolkien.
  1. 1,0 1,1 ha1,2 The Silmarillion, "Of the Rings of Power and the Third Age"
  2. 2,0 2,1 ha2,2 The Return of the King, Appendix B, "The Tale of Years"
  3. 3,0 3,1 3,2 3,3 ha3,4 Unfinished Tales, 4. "The History of Galadriel and Celeborn", "Concerning Galadriel and Celeborn"
  4. The Silmarillion, "Quenta Silmarillion", pennad 9 "Of the Flight of the Noldor"
  5. Unfinished Tales, lodenn 2, pennad 4 "The History of Galadriel and Celeborn" a veneg "an abegoù hag an displegadennoù roet da c'houzout perak e chome Galadriel e Douar ar C'hreiz", oc'h ober dave da The Road Goes Ever On.
  6. The Silmarillion, "Quenta Silmarillion", pennad 13 "Of the Return of the Noldor"
  7. The Silmarillion, "Quenta Silmarillion", pennad 15 "Of the Noldor in Beleriand"
  8. 8,0 ha8,1 The Return of the King, levrenn VI, pennad 9 "The Grey Havens"
  9. The Fellowship of the Ring, levrenn 2 pennad 6 "Lothlórien"
  10. 10,0 ha10,1 The Fellowship of the Ring, levrenn 2, pennad 7 "Melezour Galadriel"
  11. The Fellowship of the Ring, levrenn II, pennad 8 "Farewell to Lórien"
  12. The Two Towers, levrenn III, pennad 5 "The White Rider"
  13. The Fellowship of the Ring, "Prologue", "Note on the Shire Records"
  14. Unfinished Tales, Lodenn 3, pennad 1 "The Disaster of the Gladden Fields: stagadenn (Muzulioù Númenór)"
  15. 15,0 15,1 15,2 15,3 ha15,4 Unfinished Tales, lodenn 2, pennad 4 "The History of Galadriel and Celeborn"