Gwalennoù a c'halloud
Ar Gwalennoù a c'halloud (anavet ivez evel ar Gwalennoù meur[T 1]) zo traezoù hud eus skridoù J. R. R. Tolkien diwar-benn Douar-ar-C'hreiz, en e oberennoù anvet An Hobbit ha The Lord of the Rings peurgetket. Anv zo eus ar Walenn Nemeti da gentañ evel ur walenn hud en ul levr skrivet gant Tolkien evit ar vugale : An Hobbit. Diwezhatoc'h e roas Tolkien un istor ha kalz muioc'h a c'halloud dezhi, peogwir e c'hall kontrollañ 19 gwalenn all, en o zouez teir gwalenn an Elfed, seizh gwalenn ar Gorred, ha nav gwalenn an Dud. Un elfen mill bouezus eus The Lord of the Rings eo ar Walenn Nemeti, goveliet e kuzh gant Saoron, ha servijerien ar Walenn, an Nazgûl, harperien varvusañ Saoron.
Kinniget ez eus bet meur a vammenn o defe awenet ijinadenn ar Gwalennoù a C'halloud eus ar mojennoù germanek gant ar walenn Andvaranaut ha Gwalenn an Nibelungen gant Wagner, da vojennoù evel hini Gwennerc'h, enni ur walenn hud ha seizh korr. Un elfenn all a c'hall bezañ levezonet an oberour dreist pep tra. En e vicher e studias Tolkien un enskrivadur e latin en un templ gouestlet da Nodons. Hemañ a oa un doue-haroz liammet ouzh an haroz Nouada e zorn arc'hant eus Iwerzhon, ha "dorn arc'hant", a droer "Celebrimbor" e sindarin. Anv an elf gov a c'hovelias lod eus ar gwalennoù a c'halloud eo. An enskrivadur graet war ur walenn a oa enni ur mallozh ha lec'h an templ a oa anvet Dwarfhill (Roz ar C'horr).
Deskrivet eo bet ar gwalennoù a c'halloud evel un arouez eus ar stourm etre ar galloud hag an emzalc'h buhezegezhel. Tolkien a ziskouez an doare m'en em zalc'h tud disheñvel pa vezont e darempred gant ar Walenn Nemeti, eus al liorzhour uvel Sam Gamgee betek an Elf galloudus Galadriel, ar brezelour Boromir hag an euzhvil Gollum.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goveliet e oa ar gwalennoù a c'halloud gant goved an Noldor en Eregion[T 2]. Renet e oa ar c'hoved gant Celebrimbor, mab-bihan Fëanor, brasañ artizan an Noldor, a laboure gant korred eus Khazad-dûm (Moria) renet gant e vignon Narvi. Saoron, galloudus hag uhelek met mezhekaet gant diskar e vestr Morgoth e diwezh an Oadvezh kentañ, n'en doa ket sentet ouzh urzh ar Valar da godianañ ha da zont da vezañ barnet. Choaz a reas chom e Douar-ar-C'hreiz ha klask mestrañ e bobloù[T 3]. En Eil oadvezh e tegouezhas, dic'hizet evel ur c'hannad eus ar Valar e anv Annatar, Aotrou ar profoù, da ginnig an anaoudegezh da dreuzfurmiñ Douar ar C'hreiz gant sklêrijenn Valinor, bro ar Valar[T 2]. Pennoù an Elfed, Gil-galad hag Elrond e Lindon a zisfizias dioutañ, met dont a reas a-benn da c'hounit an Noldor eus Eregion[T 3]. Gant skoazell Saoron e teskjont goveliañ gwalennoù a c'halloud, hag e oa krouet gante ar Seizh hag an Nav. E-keit ha ma save Celebrimbor rumm an Teir en e-unan ez eas Saoron da Vordor hag e c'hovelias ar Walenn Nemeti, ur walenn da gontrollañ holl ar re all, e tan Menez an Tonkad[T 2].
Annatara gendrec'h Celebrimbor da c'hoveliañ ar gwalennoù a c'halloud :
But wherefore should Middle-earth remain for ever desolate and dark, whereas the Elves could make it as fair as Eressëa, nay even as Valinor? And since you have not returned thither, as you might, I perceive that you love this Middle-earth, as do I. Is it not then our task to labour together for its enrichment, and for the raising of all the Elven-kindreds that wander here untaught to the height of that power and knowledge which those have who are beyond the Sea?
"Perak avat e rankfe Douar-ar-C'hreiz chom krin ha teñval da viken, pa c'hellfe an Elfed he lakaat ken kaer hag Eressëa, anez komz eus Valinor ? Ha peogwir n'oc'h ket distroet di, evel ma c'hellfec'h ober, me a gred din e karit Douar-ar-C'hreiz-mañ evel ma ran. Ha n'eo ket hol lodenn labourat asambles evit e binvidikaat, hag evit savidigezh ar pobloù elfat a vez o kantren hep bout desket a-live gant uhelder ar galloud-se hag ar ouiziegezh-se a zo e-kerz ar re a zo o chom en tu all d'ar Mor ?"– J.R.R. Tolkien, The Silmarillion,
The Rings of Power and the Third Age, § 8
Pa oa savet ar Walenn Nemeti oc'h ober gant ar yezh du, e komprenas diouzhtu an Elfed petra e oa pal gwirion Saoron[T 3]. Pa lakaas Saoron ar Walenn Nemeti war e viz e kuzhas an Elfed o gwalennoù a-dizh[T 3]. Celebrimbor a fizias unan eus an Teir e Galadriel, hag a gasas an daou all da C'hil-galad ha da Gírdan[T 4][T 5]. Saoron a esaeas neuze lakaat an dorn war holl ar gwalennoù a c'halloud o tagañ an Elfed[T 3]. Distrujañ a reas Eregion ha lakaat an dorn war an Nav. Goude bezañ bet bourreviet e tiskulias Celebrimbor e pelec'h e oa ar Seizh, met nac'hañ a reas lâret e-men e oa an Teir[T 6].
War-dro fin an Eil oadvezh e teuas a-benn an Númenóreaned da dapout Saoron[T 3]. Hemañ a zeuas koulskoude a-benn da vreinañ tud Númenor, a pezh a zegasas diskar o sevenadur[T 3]. An Númenóreaned harluet a chome, renet gant Elendil hag e vibien Isildur hag Anárion, a ziazezas rouantelezhioù Arnor ha Gondor[T 3]. Sevel a rejont ur c'hevredad diwezhañ gant Elfed Lindon a-enep Saoron, ha trec'h e voent[T 3]. Isildur a droc'has ar Walenn Nemeti diwar dorn Saoron hag a viras anezhi. Nac'hañ a reas he distrujañ avat evel m'er goulenne an Elfed. Lazhet e oa war hent an distro en un taol-spi, ha kollet e oa ar Walenn e-pad kantvedoù[T 7]. E-doug an amzer-se e c'hellas an Elfed ober gant an Teir gwalenn, e-skoaz an Nav hag a oa bet savet gant skoazell Saoron ha roet da bennoù an dud a vreine o dougerien hag a droe anezhe en Nazgûl[T 1]. Ne dizhas ket ar Seizh profet d'ar Gorred lakaat o douger dindan youl Saoron, met atizañ a rejont enne ur pizhoni bras[T 3]. Saoron a glaskas lakaaat an dorn en-dro war ar gwalennoù, ar Walenn Nemeti peurgetket, met ne zeuas a-benn da dapout nemet an Nav ha tri eus ar Seizh hepken[T 7]. E-pad an Trede oadvezh e oa dizoloet adarre ar Walenn Nemeti gant Bilbo Sac'heg (e The Hobbit) ha bloavezhioù goude-se e oa savet kompagnunezh ar Walenn da zistrujañ anezhi, gant skoazell Frodo, hêr Bilbo[T 8][T 7][T 1]. Da-heul distruj ar Walenn Nemeti ha diskar Saoron ez eas galloud ar gwalennnoù da get tamm-ha-tamm. Distrujet e oa bet an Nav ha koll a reas an Teir o galloud tamm-ha-tamm. Kuitaat a reas o douger Douar ar C'hreiz evit Valinor e fin an Trede oadvezh[1][T 9][T 3].
Deskrivadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orezon Saoron |
---|
Teir gwalenn edan an oabl evit rouaned an Elfed, |
Evel m'en lavar Saruman, pep gwalenn a c'halloud a oa kinklet gant ur maen prizius, war-bouez ar Walenn Nemeti, n'he doa kinkladur ebet[T 1].
Teir gwalenn an Elfed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Badezet dre anv teir elfenn an tan, an dour hag an aer, an Teir a oa bet ar re ziwezhañ da vezañ krouet. Daoust ma oant bet goveliet gant Celebrimbor e-unan en Eregion e oant bet savet gant sikour arzoù Saoron ha liammet e oant ouzh ar Walenn Nemeti[T 2]. N'eo nemet goude koll Saoron, pa oa troc'het ar Walenn Nemeti diouzh e viz e diwezh an Eil oadvezh, e krogas an Elfed d'ober ganto da ampellaat an digouezh degaset gant red an amzer[T 3]. Emañ :
- Narya (ar walenn dan, ar walenn ruz) savet gant ur ruzvaen. He douger diwezhañ e oa an hudour Gandalf, a resevas anezhi digant Círdan en havroù gris e-pad an Trede oadvezh[T 5].
- Nenya (ar walenn zour, ar walenn wenn, ar walenn zibleg) a oa graet e mithril gant ur maen gwenn sked-disked. Implijet e oa gant Galadriel da wareziñ ha da ziwall rouantelezh Lothlórien[T 3].
- Vilya (ar walenn aer, ar walenn c'hlas) a oa ar c'halloudusañ eus an Teir. Ur walenn aour savet gant ur safir e oa. Elrond a resevas Vilya digant Gil-galad hag hec'h implijas da ziwall Rivendell[T 3].
Seizh Gwalenn ar Gorred
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adkavout a reas Saoron ar Seizh gwalenn a-drugarez d'an titouroù roet gant Celebrimbor, hag o frofas da bennoù ar seizh klan Korred: Pobl Durin, ar "Firebearded", ar "Broadbeamed", ab "Ironfisted", ar "Stiffbearded", ar "Blacklocked", hag ar "Stonefooted"[2], daoust ma lavare Pobl Durin e oa bet roet da Zurin gant govien an Elfed[T 10][T 2]. Dont a reas Saoron a-benn da adkemer teir eus ar Seizh gwalenn digant ar Gorred. Kemeret e oa an hini diwezhañ anezhe digant Thráin II pa oa prizoniet e Dol Guldur. Kontañ a ra Gandalf da Frodo e oa pulluc'het ar re all gant erevent[T 7]. A-raok deroù Brezel ar Walenn e klaskas ur c'hannad eus Saoron goubrenañ Dain II Ironfoot eus ar Menez digenvez gant an teir gwalenn ziwezhañ ha rouantelezh kollet ar Moria en eskemm eus titouroù da adkavout ar Walenn Nemeti, Dain avat a nac'has ar c'hinnig[T 1].
Nav gwalenn an Dud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Saoron a roas nav eus ar gwalennoù a c'halloud da bennoù eus an Dud hag a zeuas da vezañ "galloudus en o deizioù, rouizion, sorserien, ha brezelourien anezhe". Gounit a rejont buhezioù hir-hir, hag ar galloud da welet traoù e bedoù diwelus d'an dud varvel[T 3]. Unan hag unan e kouezhas an dud-se dindan galloud ar Walenn Nemeti. E diwezh an Eil oadvezh, holl an nav a oa deuet da vezañ teuzed diwelus – an Nazgûl, servijerien spontusañ Saoron. Sikour a raent ispisial e klask ar Walenn Nemeti, hag a zesache anezhe[T 11].
Ar Walenn Nemeti
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hontrol eus ar gwalennoù all ar Walenn Nemeti a oa anezhi ur walenn aour diginkl ha levn da welet, hep si ebet. Netra ne rofe tu da lakaat kemm gant ur walenn all. Ne vez gwelet an enskrivadurioù warni, orezon Saoron, skrivet er yezh du, nemet pa vez tommet ar walenn, en tan, evel ma ra Gandalf e Ti Frodo, pe e dorn Saoron[T 7].
Pa vez lakaet war e viz gant unan bennak e teu an douger da vezañ diwelus. Dont a ra a-benn ivez da welet traoù eus bed ar speredoù zo diwelus d'ar re all. Ouzhpenn-se e teu gouest douger ar Walenn da gompren yezhoù loened liammet ouzh an deñvalijenn, evel p'emañ Bilbo e Mirkwood, ha ma kompren ar c'hevnid a hañval komz en e yezh e-lec'h leuskel trouzioù.
Ur youl dezhañ e-unan he deus ar Walenn ha gallout a ra levezoniñ e berc'henn. Gouest eo da vroudañ e c'hoant kement ha ken bihan ma ne fell ket d'an douger en em zizober anezhañ pe ma ne c'hall ket en ober ken. Smeagol (Gollum), da skouer, devient obnubilé par lui, ha Bilbo ne zilez anezhañ nemet gant poan vras ha gant skoazell Gandalf. E diwezh Aotrou ar Gwalennoù e tiviz Frodo mirout anezhañ evitañ. Barrek eo ivez ar Walenn da gavout un doare da guitaat e zouger ma kav mat. Evel se e tilaosk Gollum er Moria da "lezel" Bilbo da zizoleiñ anezhañ ha da guitaat ar c'hrozh ma oa chomet e-pad kantvedoù. Evit doare eo gouest ivez da cheñch ment evit kouezhañ diouzh dorn unan bennak pe evit klotañ gant biz un Hobbit. Kreskiñ a ra nerzh/galloud ar Walenn seul dostoc'h ez aer da Venez an Tonkad, al lec'h ma oa goveliet gant Saoron. Ur pouez bras e teu da vezañ war spered Frodo a-vuzul ma ya tre e Mordor.
Evel ar gwalennoù a c'halloud arall e hira ar Walenn Nemeti buhez e zouger. Hemañ avat a zeu da vezañ faezh-oc'h-faezh gant red an amzer. Pa implij re alies e c'halloud diwelusted e tianad tamm-ha-tamm e bed ar skeudoù, evel an Nazgûl, hag e teu da vezañ unan eus teuzed ar Walenn. Santet e vez ar walenn gant an Nazgûl ha desachet e vezont ganti. Sachañ a ra evezh Saoron ivez.
-
Enskrivadur eus ar gwerzennoù 5 da 9 eus ar Walenn Nemeti, skrivet er yezh du :
Ash nazg durbatulûk, ash nazg gimbatul,
Ash nazg thrakatulûk agh burzum-ishi krimpatul.
« Ur Walenn d'o ren holl, Ur Walenn d'o c'havet,
Ur Walenn d'o degas holl hag o liammañ en deñvalded »
Breinañ a ra ar Walenn ene he douger. Evitañ da gaout ar gwellañ mennozhioù er penn kentañ, e oberoù o do heuliadoù fall ha noazus evit echuiñ. Galloudoù ar Walenn a hañval kenfeuriek ouzh re e zouger. Temptus-kenañ eo implijout anezhañ o soñjal e gaou e vo tu da vestrañ e du drougoberus ha fall) hag un nebeud tud fur hepken (Gandalf, Galadriel pe Aragorn) o deus an nerzh spered da nac'hañ ar Walenn p'he frofer dezhe, rak kompren a reont an dañjer anezhi. Tom Bombadil eo an hini nemetañ n'eo ket kizidik ouzh galloud ar Walenn. Ne zianad ket pa laka anezhañ war e viz zoken.
Evel ma oa bet krouet ar gwalennoù all dindan levezon Saoron e tepante o galloud eus hini ar Walenn Nemeti[3][T 9]. Da grouiñ ar Walenn Nemeti, Saoron en doa lakaet enni hogos holl e c'halloud. Pa zouge anezhi e kreske e c'halloud ; pa n'he douge ket e chome ar walenn liammet outañ, nemet un den all ouzh he c'hemer hag he reoliñ[T 12]. Un douger all a c'hallfe, gant ma vefe kreñv a-walc'h, didronañ Saoron ha kemer e lec'h met dont a rafe ker drouk all[T 12]. Pa oa bet savet e tan Menez an Tonkad, ne c'halle bezañ distrujet ar Walenn nemet eno[T 1]. Saoron, fall evel ma oa, ne soñjas biskoazh e fellfe da unan bennak klask distrujañ ar Walenn Nemeti pa grede e vefe breinet forzh petore douger anezhi gant ar c'hoant evit ar galloud[T 12].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar roll-mañ a ziskouez lec'h pep arroud e skridoù Tolkien
- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 ha1,5 Tolkien, J. R. R., The Fellowship of the Ring, The Lord of the Rings, Boston, 1954, Levrenn 2, pennad 2 "The Council of Elrond"
- ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 Tolkien (1980), The History of Galadriel and Celeborn
- ↑ 3,00 3,01 3,02 3,03 3,04 3,05 3,06 3,07 3,08 3,09 3,10 3,11 3,12 3,13 3,14 ha3,15 Tolkien, J. R. R., Christopher Tolkien (ed.), The Silmarillion, Boston, 1977, ISBN 978-0-395-25730-2, "Of the Rings of Power and the Third Age", p. 298
- ↑ Tolkien (1955), Appendix B: "The Third Age".
- ↑ 5,0 ha5,1 Tolkien (1980), The History of Galadriel and Celeborn ; en embannadur orin The Lord of the Rings e lenner e resevas Gil-galad ha Círdan pep a Walenn a C'halloud, padal en oberennoù goude e resevas Gil-galad an div Walenn hag e roas unan da Gírdan diwezhatoc'h.
- ↑ Tolkien (1980), The History of Galadriel and Celeborn ; goulavaret e vez en deus kemeret Saoron ar Seizh, hogen Christopher Tolkien a verk n'eus skrid ebet o tisplegañ penaos en em gavjont gant ar Gorred, ha Korred Moria a zalc'he groñs e oa deuet o gwalenn war-eeun digant Celebrimbor.
- ↑ 7,0 7,1 7,2 7,3 ha7,4 Tolkien (1954), The Fellowshi of the Ring, levrenn 1, pennad 2 : The Shadow of the Past
- ↑ Tolkien (1937), pennad 5 "Dihustelloù an Deñvalijenn"
- ↑ 9,0 ha9,1 Tolkien (1955), levrenn 6, pennad 9 The Grey Havens}}
- ↑ Tolkien (1955), Appendix A : III !Durin's Folk.
- ↑ Tolkien (1955), Appendix B, The Tale of Years.
- ↑ 12,0 12,1 ha12,2 Carpenter, Humphrey (1981), The Letters of J. R. R. Tolkien, Boston: Houghton Mifflin (ISBN 978-0-395-31555-2)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Drout, Michael J.R.R. Tolkien Encyclopedia: Scholarship and Critical Assessment. Abingdon 2006. ISBN 1-135-88034-4. p. 573
- ↑ Strachan, Jackie ; Moseley, Jane, The Order of Things: How hierarchies help us make sense of the world, 2017, ISBN 978-1-472-13991-7., p. 62
- ↑ Drout, Michael J.R.R. Tolkien Encyclopedia: Scholarship and Critical Assessment. Abingdon 2006. ISBN 1-135-88034-4., p. 573
|