The Lord of the Rings

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Aotrou ar Gwalennoù)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
El Señor de los Anillos lectura.jpg

The Lord of the Rings (a c'hellfe bezañ Aotrou ar Gwalennoù pe Aotrou ar Gwalinier e brezhoneg) a zo ur romant hanez ha moliac'hel skrivet gant J. R. R. Tolkien, ur studier yezhoù ha kelenner e Skol-Veur Oxford. Rannet eo an istor e c'hwec'h levrenn liammet daou-ha-daou e teir lodenn : Lodenn gentañ, levrenn un ha daou : The Fellowship of the Ring (Kumuniezh ar Walenn), eil lodenn, levrenn tri ha pevar : The Two Towers (An Daou Dour), trede lodenn, levrenn pemp ha c'hwec'h : The Return of the King (Distro ar Roue). Astennet eo ivez c'hwec'h stagadennig gant istorioù ar pobloù deskrivet, bloazieg, linenouriezh, un displegadenn diwar-benn ar yezhoù komzet hag un displegadenn diwar-benn an deiziadur.

An titl a zave da Saoron, ar penn-eneber, en devoe krouet pell a-raok an istor ar Walenn Nemeti evit mestroniañ ar Gwalennoù a C'halloud all, hag ober brezel evit ren Middle-Earth (a zo Kreizdouar e An Hobbit). Trec'het e voe avat ha kollet e Walenn Nemeti. An istor a heuilh ur strolladig Hobbited renet gant Frodo Sac'heg, en devoe bet ur walenn dre e eontr Bilbo hag a zo ar Walenn Nemeti, o veajiñ e Kreizdouar o heuliañ darvoudoù Brezel ar Walenn, gant ur gompagnunezh tud liesseurt, an Dud Aragorn ha Boromir, an Elf Legolas, ar C'horr Gimli, an Hudour Gandalf, hag an Hobbited all, Samwise Gamgee, Meriadoc Brandybuck ha Peregrin Touk. Dre-se e teu anv al lodenn gentañ. Pa voe rannet ar Gevredigezh e voe kontet eus un tu ar pezh a c'hoarvezas gant Frodo ha Sam, ha eus un tu all ar pezh a c'hoarvezas gant ar peurrest ar Gevredigezh, pep lodenn renet gant un Tour, ar pezh a ro titl an eil lodenn. Titl an trede lodenn a zave da zisoc'h Brezel ar Walenn.

Skrivet eo bet al levr a dammoù da dammoù etre 1937 ha 1949 evit heuliañ an Hobbit, embannet e 1937. Embannet eo bet rannet e teir lodenn, a-enep da youl orin Tolkien, etre 1954 ha 1955. Graet en deus berzh bras o vont da vezañ an eil levr muiañ gwerzet gant 150 milion skouerenn gwerzhet.

Berradur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Fellowship of the Ring (Kumuniezh ar Walenn)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrenn gentañ

Frodo en deus bet ur walenn digant Bilbo, met Gwalenn Nemeti Saoron eo. Mont a ra da Stang-ar-Faout, e-lec'h ma'z eo divizet gant ur C'huzul distruj anezhi e Mordor. Saveteo Kumuniezh ar Walenn, ha Frodo gant eizh mignon a gemer penn an hent da Vordor evit distruj ar Walenn.

Eil levrenn

Kuitaat a ra Frodo Kumuniezh ar Walenn gant e vignon Sam evit mont da Vordor.

The Two Towers (An Daou Dour)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trede levrenn

Kontañ a ra an darvoudoù bevet e Roc'han gant Aragorn, Legolas ha Gimli, hag e Fangorn gant Merry ha Pippin.

Pevare levrenn

Heuliañ a ra hent Frodo ha Sam bleniet gant Gollum war-du Mordor.

The Return of the King (Distro ar Roue)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pempvet levrenn

Pa ya Pippin da [[Gondor|C'hondor gant Gandalf e kemer Aragorn, Legolas ha Gimli un hent teñval er menezioù evit saveteiñ kêr-benn Gondor diouzh an emgann lañset gant Saoron.

C'hwec'hvet levrenn

An hent diaes heuliet gant Frodo ha Sam e Mordor.

Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]