The Silmarillion

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

The Silmarillion, pe Ar Silmarillion e brezhoneg, a zo ul levr saoznek, anezhañ un dastumad kontadennoù ha mojennoù skrivet gant J.R.R. Tolkien hag embannet goude e varv gant e vab Christopher Tolkien.
Ar Silmarillion a ro ur sell war ar bed krouet gant Tolkien hag e labour kroget e 1917 gant krouidigezh e yezhoù. Al lodenn vrasañ a gont istor an Elfed hag o brezel enep Morgoth evit adkaout ar Silmariloù, mein prizius bravañ ar bed hag ul lodenn all, an Akallabêth a gont istor Númenor hag e ziskar. Al lodennoù all a gont krouidigezh ar bed gant Eru Ilúvatar ha krouidigezh Gwalinier ar Galloud gant Sauron hag an Noldor e-pad Eil oadvezh Douar ar c'hreiz.
Lec'h ar Silmarillion e-barzh oberenn Tolkien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar c’hontadennoù kontet e-barzh ar Silmarillion a zo mojennoù eus an Elfed, bet troet gant Bilbo Sac'heg en Imladris ha lakaet e saozneg gant Tolkien sañset.
E-touesk ar mojennoù pouezusañ emañ :
- "Sonerezh an Ainur" (The Music of the Ainur)
- "Eus Beren ha Lúthien" (Of Beren and Lúthien)
- "Narn i Chîn Húrin" (Kontadenn Bugale Húrin en sindarin) kontet e-barzh pennad Túrin Turambar
- "Diwar-benn Tuor ha Diskar Gondolin" (Of Tuor and The Fall of Gondolin)
- "Diwar-benn Beaj Eärendil ha Brezel ar Fulor" (Of the Voyage of Eärendil and the War of Wrath)
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Ainulindalë[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Al lodenn gentañ lakaet e-barzh ar Silmarillion a zo bet anvet Ainulindalë (Sonerezh an Ainur e quenya) hag a gont krouidigezh ar bed. Ur spered anvet Eru ("An Unan") Ilúvatar ("Tad eus pep tra") a ro buhez da speredoù all eus e soñjoù, an Ainur. Diskouez a ra Ilúvatar d'an Ainur un tem, ha savet eo bet ar Sonerezh Vras ganto diwar an tem-se. Melkor avat, un Ainu a oa bet roet dezhañ ar galloud brasañ, en deus c'hoant da lakaat e soñj-eñ e-barzh ar Sonerezh ha neuze e sav dizurzh e kreiz an Ainur hag e-barzh ar Sonerezh. Goude ur mareig e sav Ilúvatar evit lakaat an dizurzh da baouez hag evit reiñ un tem all. Teir wech e c'hoarvez an dra-se a-raok fin ar Sonerezh. Ilúvatar a ziskouez d'an Ainur ur weledigezh eus ar Bed a zo bet krouet gant ar Sonerezh met dre guzh ez a d'ar weledigezh. Lavarout a ra neuze Ilúvatar "Eä" evit lakaat an traoù da vezañ, ha meur a Ainu a ya e-barzh Arda ("An Douar") evit sevel ar Bed. Ar Valar eo ar re-se.
Ar Valaquenta[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Valaquenta ("Diskouezadur ar Valar") a vez graet eus eil lodenn ar Silmarillion. Ober a ra listenn ar Valar hag ar Maiar a zo pouezus evit an istor, ha diskouez a ra o Enebour, Melkor. Ar Valar eo an Ainur galloudusañ a zo aet e-barzh ar bed, ha setu o anv : Manwë, Roue ar Bed, aotrou an aveloù, Ulmo, aotrou ar morioù, Aulë, an doue gov, Oromë, an doue chaseer, Mandos, aotrou an anken, Lórien, aotroù an huñvreoù, Tulkas, an doue brezelour, Varda, rouanez ar stered, Yavanna, itron an natur, Nienna, itron an Druez, Estë, gwreg Lórien, Vairë, gwreg Mandos, Vána, gwreg Oromë, Nessa, gwreg Tulkas. Melkor a oa ur Vala, met kollet eo bet an titl-se gantañ abalamour d'e walloberoù. An destenn a ziskouez ivez ar Maiar, speredoù bihanoc'h evel Eönwë, embanner ar Valar, Ossë, en doa bleniet en Elfed da Valinor, ha Uinen, e wreg, Melian, en doa dimezet gant Elu Thingol un aotrou elf, Curumo a zo un Istar anavezet evel "Saroumane" hag Olórin, un Istar all anvet gant lod Gandalf ar Griz.
Ar Quenta Silmarillion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Quenta Silmarillion a dalv "Istor ar Silmariloù" e quenya. Al lodenn pouezusañ eus al levr eo an hini-se. Bodañ a ra meur a gontadenn elfek diwar an Amzer gentañ ha Brezel ar brageriz. Danevell a ra istor Arda adalek ar c'hentañ brezel etre ar Valar ha Melkor betek fin Kentañ Oadvezh an heol, pa 'n em gav hemañ argaset er bed diavaez. Dont a ra anv an destenn eus ar Silmariloù, tri joyaux marzhus krouet gant an Elf Fëanor ha laert gant Melkor (pe Morgoth).
Labourat a ra ar Valar zo war Arda evit sevel un oaled mat evit an Elfed hag an Dud. Melkor avat a zistruj pep tra kerkent ha ma vez graet. Goude distruj an daou Lamp a roe gouloù d'ar Bed a ya ar Valar da Aman evit sevel ur c'hastell a-enep Melkor. Savet eo bet kêr Valinor ha krouet eo bet an div Wezenn a ro gouloù da Valinor. Ingalet eo bet ar Stered e-barzh an oabl gant Varda, ha neuze e tihun an Elfed e-kichen Cuiviénen. Dizoloet int bet gant Oromë, ha neuze eo dibabet ober brezel enep Melkor evit diwall anezho. Paket eo bet Melkor gant ar Valar, a ziviz kinnig d'an Elfed da zont en Aman, a-enep ali Ulmö koulskoude. Lod eus an Elfed a nac'h mont, met al lodenn vrasañ a gemer hent da Valinor, rannnet e tri meuriad, ar Vanyar, an Noldor, hag an Teleri. Lod eus an Teleri a ya kuit eus ar C'herzh e-pad ar veaj, ar re gentañ goude ar Menezioù Latarek, ha re all evit klask o Aotrou Elwë, en doa en em gavet gant ur Maia, Melian, ar c'harantez o sevel etrezo. An holl Vanyar, an holl Noldor hag an Teleri bleniet gant Olwë, breur Elwë a ya da Aman.
Pa sav Elwë Singollo (a vez graet anezhañ Elu Thingol e sindarin) e rouantelezh (Doriath) e Douar-ar-C'hreiz a vev sioul an Elfed en Aman, dindan gouloù an Div Wezenn. Fëanor, mab Finwë Roue an holl Noldor, a gizell mein-prizius eus ar c'hentañ hag a zo ur gov doujet, met ne gar ket e vreudeur eus ur mamm all, Fingolfin ha Finarfin. Laosket e oa Melkor da vont goude ur mare, ha kregiñ a reas da ampoezoniñ darempredoù an Elfed gant gevier diwar ar Valar hag o tiskouez ar Rouantelezhioù Noldor a c'hallje bezañ e Douar ar C'hreiz. E-pad ar mare-se e c'hovel Fëanor ar Silmariloù, mein-priziusbravañ ar bed abalamour m'emañ gouloù ar Wezenn enno.
Ar gourvenn avat a sav e-barzh kalon Melkor ha kendalc'hen a ra da hadañ gevier e-touez an Elfed betek sevel an dispeoc'h etre Fëanor ha Fingolfin. Kondaonet eo bet Fëanor d'an harlu, heuliet gant e dad Finwë. Arsailhañ a ra Melkor an Div Wezenn gant sikour Ungoliant, ur gevnidenn ramzel ha spontus, ha mont a reont da Formenos e lec'h m'emañ Finwë ha Fëanor (a zo e Valinor evit ur gouel) o chom. Marvet eo bet Roue an Holl Noldor ha laeret eo bet ar Silmariloù ganto. Distreiñ a ra Fëanor e Tirion, kêr an Noldor, evit sevel un emsavadeg ouzh ar Valar ha Melkor, a vez graet Morgoth anezhañ gantañ, hag evit mont da Zouar ar C'hreiz, hag ul le spontus a zo lavaret gantañ ha gant e vibien, ul le a lavar ne vefe savete ebet evit a re a zo ur Silmaril ganto, n'eus forzh piv e c'hallfe bezañ, Vala, Elfed, Tud pe Loened. Al lodenn vrasañ eus an Noldor o deus c'hoant da vont e Douar ar C'hreiz, met heuliañ a reont kentoc'h Fingolfin ha Finarfin eget Fëanor. Mont a reont da Alqualondë, porzh an Teleri, evit kemer bigi o mignoned. Ne fell ket d'an Teleri reiñ o bigi avat ha neuze e tiviz Fëanor arsailhañ anezho, heuliet gant arme Fingolfin a grede a oa e vreur en arvar. Drailhet e oa an Teleri ha laeret o bigi. Tapet eo bet an Noldor dindan Mallozh Mandos a ziougan gwalleurioù d'an Elfed a glask ar Silmariloù. Finarfin a zibab mont en-dro da Valinor evit kaout digarez ar Valar, o tont da vezañ Roue an holl Noldor.
Fëanor n'en deus ket c'hoant da veajiñ gant e vreur ha dilezel ha ra gant e vibien Fingolfin hag e arme. Fingolfin, e vibien ha bugale Finarfin a ya da Zouar ar C'hreiz dre an Helcaraxë, ur skorneg, e-keit ha ma vordo Fëanor hag e heulierien betek Veleriand. Kregiñ a ra neuze Seziz Angband, kastell Morgoth, a bad 400 bloaz, gant un emgann e lec'h ma vez lazhet Fëanor gant Balrogoù Morgoth. Krouiñ a ra ar Valar al Loar hag an Heol evit reiñ gouloù da Zouar ar C'hreiz, ar pezh a lakaat an Dud da zihuniñ. Sevel a ra an Noldor un nebeud rouantelezhioù e Beleriand e-kostez Rouantelezh Thingol, Doriath. Goude ur mare e teu an Dud da Veleriand. Dizoloet int gant Finrod Felagund mab Finarfin, Aotrou Nargothrond. Torret eo Seziz Angband goude emgann Dagor Dragollach ha lazhet eo Fingolfin, roue uhel an Noldor gant Morgoth.
Er mare-se e teu Beren, tiern Tiegezh Bëor, un den a chome bev goude an emgann diwezhañ, da Zoriath. En em gavout a ra gant merc'h Thingol, Lúthien, ha kouezhañ a reont e karantez. Dizoloet int bet gant Thingol a ginnig da Veren ur gefridi evit kaout Lúthien, kavout ha kas en-dro ur Silmaril. Dre ar gefridi-se en deus Thingol spi a vo bet lazhet Beren. Sikouret gant Felagund a ya Beren da Vinas Tirith, un c'hastell elfek m'emañ Sauron, letanant Morgoth. Lazhet eo bet Finrod Felagund ha sikouret eo Beren gant Lúthien. Mont a reont o-daou o-unan da Angband a laerezh ur Silmaril ganto diwar benn Morgoth. Debret eo dorn Beren gant Carcaroth, ur bleiz bras, ar Silmaril e-barzh ha mervel a ra Beren o lazhañ Carcaroth evit adkaout ar joaiuz gant Thingol. Mervel a ra Lúthien abalamour d'he foan. Dirak Mandos a ya Lúthien ha distreiñ a ra e Middle-earth gant Beren o vezañ an daou marvel.
Gwelout a ra an Noldor eo deuet un Elfez hag un Den a-benn mont e-barzh Angband evit laerezh ur Silmaril, ha n'eo ket didrec'hus Morgoth. Mandos a soñj e-barzh un arsailh gant meur a Elf, Korr ha Den evit trec'hiñ Morgoth. Dont a ra Turgon mab Fongolfin eus Gondolin zoken, gant un arme bras. Morgoth avat en doa lovret kalon un nebeud Tud, renet gant Ulfang an Du. Treitouraj an Dud-se en deus lakaaet an Elfed da vezañ trec'het, daoust ma chomet meur a Zen e kostez anezho, an Tri Ziegezh ha nebeut a Dud du. An emgann-se a oa bet graet "Emgann an Daeroù diniver" anezhi ha kanet e veze kalz gant an Elfed goude.
An Dud o deus kemeret perzh d'an emgann hag int chomet e kostez an Elfed e veze bet enoret kalz goude. E-mesk anezho a zo Húrin hag Huor, daou vreur eus Tiegezh Hador. Húrin hag Huor a oa mibien Galdor, penn Tiegezh Hador, ha goude un emgann gant Orkoù int bet degaset da c'hGondolin, kêr Turgon ab Fingolfin e-lec'h ma grouont liammoù gant Roue Gondolin. Goude-se e tistroont d'o douaroù ha kemeret o deus perzh da Emgann an Daeroù diniver. Lazhet eo bet Huor o lezel e wreg douganez ha oa seizet Húrin gant an Orked ha degaset da vMorgoth. Lakaet en deus Morgoth an Den war an Thangorodrim evit sellout ouzh an drougoù taolet d'e familh. E vab Túrin Turambar a zo kaset da zDoriath pa chom e rouantelezh Húrin e wreg Morwen hag e verc'h Nienor, en ur vro aloubet gant e enebourien. Istor mab Húrin a zo kontet e-barzh Narn i Chin Húrin. E-pad e vuhez en deus graet Túrin meur a daol mat o stourm a-enep an Orked e Doriath hag e Nargothrond, hag a-enep an Aerouant Glaurung a zo bet lazhet gantañ. Siwazh eo bet tapet dindan mallozh Morgoth ar pezh a ra meur a zroug. Lazhañ a ra un Elf e Doriath ha aet eo en harlu daoust da bardon Thingol. Goude-se eo deuet da vezañ penn ur strollad laeron met sikouret eo bet gant e vignon Beleg a lak anezhaén da stourm a-enep an Orked adarre. Trec'het eo bet diwar treitouraj met sikouret gant Beleg a zo lazhet gantañ dre fazi, ha kaset da Nargothrond gant un Elf-all. En ur lakaat Elfed Nargothrond da vezañ kalonekoc'h e tiskouez lec'h ar c'hreñlec'h da vMorgoth a gas Glaurung evit tapout anezhañ. Sordet eo bet Túrin gant an Aerouant ha e lec'h mont da glask e vignonez Finduilas, merc'h Orodreth, a ya da zDor-lómin evit kavout e vamm hag e c'hoar a zo aet kuit pell-zo da zDoriath. Diskouez a ra Finduilas re ziwezhañ, lazhet gant an Orked. A-benn ar fin, pa gred eo echu an traoù en ur zont da vezañ chaseour e-touesk tud Haleth e adtapet gant e blanedenn. O klask anezhañ a oa e vamm hag e c'hoar met rannet int bet gant Glaurung en deus sordet Nienor, o kas anezhi dieñvor da koad Haleth. Aze eo bet kavet gant e vreur n'anavezen ket anezhi, ha dimezet int bet. Goude marv an Aerouant ha dre ziankadenn ar strobinellerezh en deus o em lazhet Nienor ha Túrin.
Tuor a gemer perzh donoc'h en istor Gondolin. Raksellet evel ur meseñjer gant Ulmö e zeu da vezañ gwaz Idril, merc'h Turgon. Pa gouezh ar c'hêr dre dreitouraj Maeglin e sikour ul lodenn vat eus annezidi Gondolin da vont kuit. A-benn ar fin eo bet diskaret pep rouantelezh elf e Beleriand gant Morgoth hag en em gavout a reont ar re a chom bev e-kichen ar mor, e beg ar Sirion e-lec'h ma zo krouet gant Tuor ur porzh. Aze e timez e vab Eärendil gant Elwing, merc'h Dior Eluchil, mab Beren ha Lúthien, perc'henerez ar Silmaril. Tapet gant o Le a zistruj mibien Feänor ar porzh, o lazhañ meur a Elfed ha Tud, nemet mibien Eärendil, Elrond hag Elros a vo savet gant Maglor. Eärendil hag Elwing ha ya kuit gant ar Silmaril ha mont ha reont da Valinor evit goulenn pardon ar Valar. Asentién a ra ar Valar da sikour ar Middle-earth hag ober a reont ur brezel kalet da vMorgoth, a zo kaset kuit eus Arda en ur zistrujañ Beleriand. Ur wezh diwezhañ a glask Maedhros ha Maglor, dre o Le, adtapout ar Silmariloù diwezhañ met dre o droug int gloazet ganto. Kouezhañ a ra Maedhros gant e Silmaril en douar pa darzh Maglor e hini er mor. An hini diwezhañ a ya gant Eärendil da vezañ ur stered.
A-benn ar fin eo goulennet gant Elrond hag Elros choaz un natur : choaz a ra Elrond chom gant an elfed evit dont da vezañ un den fur ha desket pa choaz e vreur Elros da vezañ un Den, ha Roue Númenor kentañ.
An Akallabêth[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Akallabêth ("An hini a ziskaras") a gont e 30 pajenn bleuñvadur ha diskar Rouantelezh Númenor, war enez Andor, el lec'h ma oa an Dúnedain o vevañ goude an Amzer gentañ. Roet eo bet an enezenn-se da Dri Ziegezh an Dud da drugarekaat anezho abalamour d'o sikour e-pad Brezel ar mein-prizius. Kreskiñ a ra an Dúnedain e furnezh ha roet e vez dezhe ur vuhez hiroc'h eget hini an dud all. Keit ha ma touj an Númenoreed difenn ar Valar (difennet e oa mont da Valinor evit an Dud) hag keit ha ma ya an Dúnedain d'an Ankoù hep harz a gresk Númenor betek e vog. Koulskoude, adalek Tar-Ciryatan betek Ar-Pharazôn, a ya an Dúnedain pelloc'h-pellañ eus ar Valar hag an Elfed ha klask a reont bezañ galloudusoc'h, o trevadenniñ Middle-earth da skouer. Stourm a ra Ar-Pharazôn enep Sauron, met kas a ra anezhañ gantañ da Númenor. Dont a ra Sauron da vezañ kuzulier ar Roue, hag arsailhet eo Valinor ganto. Distrujet eo bet Númenor gant Illúvatar ha kaset eo bet Aman war guzh. Nemet an Elendili (Mignoned d'an Elfed) a ya da vMiddle-earth, bleniet gant Elendil hag e vibien Isildur hag Anárion. Krouiñ a reont ar Rouantelezhioù en Harlu, Arnor ha Gondor.
Gwalinier ar Galloud hag an Trede Amzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lodenn ziwezhañ al levr a zeskriv an darvoudoù en doa c'hoarvezet e-pad an Eil hag an Trede Amzer war Middle-earth. Kontañ a ra diveuz Sauron e Mordor hag e enklaskoù evit kenlabourat gant an Noldor. Govelet eo bet Gwalinier ar Galloud gantañ ha gant Celebrimbor, mab-kozh Fëanor, e-pad ar mare-se. Met Sauron a c'hov ur walenn all, ar Walenn Nemeti, hag a gontroll ar re all. Kuzhet eo bet Gwalinier an Elfed, ne oa bet govelet nemet gant Celebrimbor, hag ur brezel a zo etre an Elfed ha Sauron, a-raok e bakadeg gant an Númenoreed. Goude Diskar Númenor ez eus un unvaniezh etre an Elfed hag an Númenoreed diwezhañ, anvet an Emglev Diwezhañ. Trec'het eo bet Sauron ha kollet ar Walenn Nemeti betek kreiz an Trede Amzer. Goude-se eo bet deskrivet berr ha berr darvoudoù The Lord of the Rings (Aotroù ar Gwalinier) betek fin Brezel ar Walenn.
Krouidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sot e oa Tolkien gant ar yezhoù ha krouet en doa yezhoù e-keit e vugaleaj, met evitañ e oa didalvez ur yezh hep he fobl, he mitologiezhoù a oa treuzkaset drezi (dres ar pezh a rebeche Tolkien d'an esperanteg, daoust ma oa savet mat, ne oa ket un diazez gwir ganti, n'he doa "mitologiezh ebet"). Ouzhpenn-se e sante e lakae ar saozneg ur vitologiezh, distrujet evitañ gant aloubadeg Gwilherm ar Bastard hag an Normaned. Setu perak e krogas Tolkien da grouiñ mojennoù a vije staget ouzh e yezhoù adalek 1914. Peogwir e voe klañv-ki goude Emgann ar Somme en devoe amzer Tolkien da echuiñ e gontadenn gentañ e 1916, "Diskar Gondolin" (The Fall of Gondolin).
Dastumad kentañ ar mojennoù-se a voe graet Levr ar C'hontadennoù kollet ("The Book of Lost Tales") anezhañ ha kontañ a ra penaos e tizh ur martolod anvet Eriol (diwezhatoc'h e voe Ælfwine, a orin eus Bro-Saoz a gozh) Enez Eressëa e-lec'h ma vev Elfed hag a gont dezhañ o mojennoù hag o c'hontadennoù. Evel ur bern labourioù gant Tolkien e chom "Levr ar C'hontadennoù diechu" da beurechuiñ abalamour ma tilezas ar skrivagner al labour-se evit kregiñ gant e varzhonegoù : "Lae Leithian ha "Lae Bugale Húrin", a zo tennet eus ar C'hontadennoù kollet.
E 1926 e skrivas Tolkien e "Zammskeudenn ar Mitologiezh", un dornlevr 28 pajenn skrivet da zisplegañ foñs istor Túrin d'unan eus e vignoned, R.W. Reynolds. Dre an destenn-se e skrivas goude ar c'hQuenta Noldorinwa[1], hiroc'h ha kontet brav, hag a zo al labour echuet diwezhañ diwar ar Silmarillion. Labourat a reas c'hoazh war an destenn evit kinnig en un doare diechu ar c'hQuenta Silmarillion d'e embanner George Allen & Unwin goude bezañ embannet an Hobbit ganto e 1937. Nac'het e voe embann ar c'hQuenta Silmarillion abalamour ma oa re luziet, teñval, ha "re Geltek". Ne voe goulennet nemet un heuliad d'an an Hobbit. Pa oa o skrivañ Aotrou ar Gwalinier e soñje Tolkien goulenn ma ve embannet e Silmarillion asambles gantañ met ne oa ket echu e labour war e vojennoù ha sklaer e oa ne felle ket da embanner ebet embann ar Silmarillion. Dilezel a reas neuze al labour-se da beurechuiñ "Aotrou ar Gwalennoù" a voe embannet e 1954 ha 1955.
Memes goude-se ne labouras ket Tolkien war istor ar Silmarillion, met kentoc'h diwar-benn an hollved en devoa krouet, evit renkañ kudennoù a oa savet diwar e zibaboù graet ken abred ha 1916 pa skrive Diskar Gondolin. Biskoazh ne dizhas Tolkien ur skrid peurechu hag e-giz-se e chomas an traoù pa varvas e 1973. Goude e varv e klaskas e vab Christopher Tolkien daspun skridoù e dad oc'h implijout ar skridoù diwezhatañ ma c'helle, o klask chom hep kaout digendalc'hoù e-barzh ar skrid, hag etre ar skrid hag Aotrou ar Gwalinier hag an Hobbit. Dleout a reas mont betek skrivañ ur pennad (Diwar rivin Doriath) diwar notennoù skrivet e 1930. A-benn ar fin, pa voe astennet ur gartenn, lignezouriezh hag un indeks e voe embannet Ar Silmarillion e 1977.
Burutellad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ J. R. R. Tolkien et Christopher Tolkien (trad. Daniel Lauzon),La Formation de la Terre du Milieu, p. 76-77.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- J. R. R. Tolkien, The silmarillion, edited by Christopher Tolkien, 1983, Unwin Paperbacks, London, UK, ISBN : 978-0-04-823230-4
|