Kaozeal:The Silmarillion

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'eus ket eus Ar Silmarillion e brezhoneg (n'eo ket bet troet al levr betek-henn). Liester silmaril ("gwalenn") eo silmaril-lion hervez J. R. R. Tolkien, a roje Ar silmarilion e bzhg (mar bije bet troet al levr bepred), hervez al liester en -ion a gaver koulz e kembraeg — un arbennigour war ar c'hembraeg e oa an aozer, a-douez yezhoù all — hag e brezhoneg. Reishoc'h eget "silmarillion eo ar silmariloù a gaver er pennad, hogen ne zouj ket da zibab an aozer. 2.13.79.201 12 Kzu 2012 da 21:18 (UTC)[respont]

Aze e vez displeget un dra-all. E Quenya eo Silmarilli" liester reizh "Silmaril", hag e-barzh al levr e vez kinniget Silmarils en destenn, ha setu perak em eus lakaet "Silmariloù" e brezhoneg. N'on ket evit lavarout da vat petra a dalv resis an dibenn-ger "-on" lakaet e fin liester quenya ar Silmariloù, met me 'gred eo un doare da anviñ istorioù bras evel "-ide" e galleg (Eneide). Gallout a reer lakaat The Silmarillion" e lec'h an titl a zo bremañ, hervez ali an dud, met din-me ne vije ket direizh "Ar Silmarillion" e brezhoneg, diwar skouer ar saozneg "The Silmarillion", galleg "Le Silmarillion", alamaneg "Das Silmarillion" hag-all hag-all.... Lekemok (kaozeal) 12 Kzu 2012 da 23:01 (UTC)[respont]