Mont d’an endalc’had

Kirke

Eus Wikipedia
Kirke
Greek deity
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΚίρκη Kemmañ
TadAietes, Helios Kemmañ
MammPerseis, Hekate Kemmañ
Breur pe c'hoarPasifae, Aietes, Perses mab Helios Kemmañ
Kompagnun(ez)Odysseüs Kemmañ
BugelAgrius, Telegonus, Latinus, Kassifone, Anteias Kemmañ
Michermagician Kemmañ
Lec'h annezAiaia Kemmañ
Lec'h labourHenc'hres Kemmañ
Azeulet gantRelijion er gevredigezh hellazek Kemmañ
Present in workOdysseia Kemmañ
Deskrivet dreThe sorceress Circe Kemmañ
Character typeFemme fatale Kemmañ
Kirke o kinnig ur banne da Odysseüs, gant John William Waterhouse.
Tilla Durieux evel Kirke,
livadur gant Franz von Stuck.

Un hudourez c'halloudus e oa Kirke (henc'hresianeg : Κίρκη Kírkê). Merc'h e oa da Helios, an Heol, ha d'an Okeanidenn Perseis. C'hoar e oa da Aietes ha da b-Pasifae, ha moereb eta da v-Medeia, un hudourez veur all.

En Odysseia Homeros evel e Theogonia Hesiodos en he c'hinniger evel un doueez, hag e De natura deis Cicero memes tra.

Kaoz anezhi zo e kan X an Odysseia : o chom e oa en enez Aiaia, en ur palez e-kreiz un digoadenn, e-touez bleizi ha leoned hag a oa tud troet e loened. Eno e tegemeras Iason ha Medeia, nizez dezhi (merc'h da Aietes), goude muntr Absyrtos.

Hervez ar barzh Dionysos Miletos e oa Kirke merc'h da Aietes hag Hekate, doueez an hudouriezh. Dimezet e vije da roue ar Sarmated, a voe kontammet ganti.

Kalz a vugale he dije bet digant doueed a bep seurt. Hervez al levr Dionysiaka, gant Nonnos Panopolis, e oa mamm da Faunos (Faunus ar Romaned) a oa Poseidon e dad.

Displegadur ha martezeadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Treuz-erc'h, marteze ar moly.

Istorourien zo a soñj gante ec'h eo ur skeudenn an troadur e moc'h, pa oa kontammadur antikolinergik[1].

An azonoù eo : koll an eñvor ha gweledigezhioù.

Deskrivadur ar moly a glot gant an treuz-erc'h, ur vleunienn ag ar vro. Diwarni e teu metabolitoù a ya a-enep al louzoù enepkolinergik.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.