Beowulf

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pajenn gentañ dornskrid Beowulf

Beowulf (distaget [ˈbeɪ.ɵwʊlf] e saozneg bremañ ; [ˈbeːo̯wʊlf] pe [ˈbeːəwʊlf] moarvat en hensaozneg) zo ur meurgan hensaoznek, enni 3182 a werzennoù. An hini koshañ eo eus ar skridoù hensaoznek a zo deuet betek ennomp ha, dre-se, ar varzhoneg koshañ eus al lennegezh saoznek.


An dornskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er British Library emañ an dornskrid, anvet Nowell Codex, ma kaver ar varzhoneg en he hed. Skrivet e voe e Bro-Saoz, gant ur barzh dianav, etre an VIIIvet ha deroù an XIvet kantved. E-pad kantvedoù ne voe ket taolet nemeur a evezh ouzh ar skrid-se. N’eo nemet e dibenn an XVIIIvet kantved e voe studiet hag e 1815 e voe embannet en e hed, gant un droidigezh latin savet gant ul lenneg islandat, Grímur Jónsson Thorkelin. Un droidigezh all, e daneg, a voe embannet gant Nikolai Grundtvig, e 1820, gant an titl Bjovulfs Drape.

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ma voe skrivet Beowulf e Bro-Saoz, e tremen an istor kontet ennañ e Lec’hlenn, en ur gevredigezh harozed, evel ma oa kent aloubadeg Enez Vreizh gant an Angled, ar Juted hag ar Saksoned. Soñjal a reer e oa bet an tudennoù a gomzer anezho er meurgan, evel ar roue Hroðgar hag ar Scyldings, tud wirion hag a oa o vevañ e broioù Skandinavia er VIvet kantved.[1]

Ar pobloù german a gaver meneg anezho e Beowulf

Er meurgan e konter penaos e voe Beowulf, un haroz e-touez ar bobl anvet Geatas e Skandinavia (Goted ?), o tont da sikour Hroðgar, roue an Daned, hag a oa bet taget e lez gant un euzhvil anvet Grendel. Lazhet e voe hennezh gant Beowulf, dont a reas e vamm da dagañ lez ar roue ha faezhet e voe gantañ ivez. Ur wech trec’h ez eas Beowulf d’ar gêr en-dro, da Geatland, e Sveden, ha mont da roue war ar bobl Geatas. Goude 50 vloaz aet hebiou, en em gannas Beowulf a-enep un aerouant, trec’h e voe met gloazet fall e voe ivez. Mervel a reas, devet e voe e gorf ha douaret e relegoù dindan ur grugell e Geatland, gant tud e lez.

Ouzhpenn Beowulf, tudenn bennañ ar meurgan, ez eus taolennet e-leizh a dud all er meurgan. Kalz traoù en istor-se a gaver meneg anezho e lennegezh kozh Skandinavia. Kement-se a weler gant tudennoù, evel Healfdene, Hroðgar, Halga, Hroðulf, Eadgils pe Ohthere, gant klannoù a-bezh, evel ar re Scyldings, Scylfings pe Wulfings, pe c’hoazh gant traoù evel an Emgann war ar skorn e Lenn Vänern. Gant disoc’hoù furchadegoù an henoniourien ez eus bet gallet lakaat bloaziadoù war an traoù a gonter er meurgan.

Daoust ma konter traoù bet c’hoarvezet gant paganed, e weler un nebeud roudoù eus ar gristeniezh er skrid.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beowulf eo bet anvet ar meurgan, diwar anv an dudenn bennañ, daoust ma ne oa titl ebet dezhañ e gwirionez. Bleiz gwenan eo ster an anv Beowulf, da lavaret eo chaseour gwenan, lesanv an arzh. An doare-se da envel an dud a gaver alies el lennegezh c’hermanek kozh.

Levezon an oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pouezus eo Boewulf evit an dud a studi mojennoù ar C’hermaned ha lennegezh kozh Skandinavia, hag adkavout a reer e sagaoù zo darvoudoù a gonter e-barzh Beowulf. Kalz traoù a c’haller deskiñ gant ar meurgan diwar-benn doareoù bevañ ar C’hermaned, evel da skouer ar pennad a gont douaridigezh relegoù Beowulf dindan ur grugell.

J. R. R. Tolkien a labouras, pa oa yaouank, da dreiñ ar meurgan e saozneg bremañ, rak kelenner e oa war al lennegezh angl-ha-saoz, e skol-veur Oxford. E 1936 e tistagas ur brezegenn anvet Beowulf: The Monsters and the Critics hag a lakas al lenneien hag ar skolveuridi da gaout ur sell all war ar varzhoneg. A-raok ne veze studiet nemet gant yezhoniourien pe istorourien. Tolkien, eñ, en doa studiet Beowulf evel un oberenn lennegel. N’eo bet embannet e droidigezh klok eus Beowulf e saozneg modern nemet e 2014. Troidigezhioù all a oa bet avat, evel da skouer gant ar barzh iwerzhonat Seamus Heaney. Awenet eo bet Tolkien gant ar meurgan-se evit lodennoù zo eus e oberenn The Lord of the Rings.[2][3]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Formation and Resolution of Ideological Contrast in the Early History of Scandinavia tezenn doktorelezh gant Carl Edlund Anderson, Skol-veur Cambridge, 1999
  2. Douglas A. Anderson (troet e galleg gant Daniel Lauzon), Le Hobbit annoté [« The Annotated Hobbit »], Christian Bourgois,‎ 2012 (ISBN 978-2-267-02389-3)
  3. Wayne G. Hammond & Christina Scull, The Lord of the Rings: A Reader's Companion, HarperCollins,‎ 2005 (ISBN 0-00-720907-X)

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Beowulf – The Donaldson Translation – Background and Sources – Criticism, W. W. Norton & Co., 1975, ISBN 978-0-393-09225-7 (en)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

  • Beowulf Testenn en hensaozneg (Wikimammenn)
  • Beowulf Troidigezh e saozneg modern.