British Library

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ur sell war ar British Library
Ur sell war sal lenn ar British Library
Logo ar British library

Ar British Library ("Levraoueg Breizh-Veur") eo levraoueg vroadel ar Rouantelezh-Unanet hag an hini vrasañ er bed dre an niver a draou enrollet. E-tro 150 milion a skridoù pe draezoù all eus meur a vro a gaver eno. Eno e vez kaset kopiennoù eus an holl levrioù embannet er Rouantelezh-Unanet hag en Iwerzhon. Ouzhpenn an titloù-se e kaver ivez levrioù estren lakaet e gwerzh er vro. AL levraoueg a zo arc'hantaouet gant Departamant ar Sevenadur, ar mediaoù hag ar sportoù.