Mont d’an endalc’had

Latveg

Eus Wikipedia
Latveg
(latviešu valoda)
Perzhioù
Komzet e : Latvia, Aostralia, Belarus ha 15 bro all
Rannved : Europa
Komzet gant : 1,5 milion (bed a-bezh)

400 000 evel eil yezh

Renkadur : 160
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Latvia kenofisiel e Unaniezh Europa
Akademiezh : Kreizenn latvek ar stad
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 lv
ISO 639-2 lav
ISO 639-3 lav
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Yezh ofisiel Latvia eo al latveg. Dindan an anvioù latvieg[1] ha letoneg[2] ez eo anavezet ar yezh ivez. War-dro 1,4 milion a dud a gomz latveg e Latvia, ha 150 000 e broioù all. Komzet e vez latveg gant kalz tud evel yezh estren, ur perzh dibar evit ur yezh vihanniver. Abalamour da bolitikerezh yezh Latvia e vez komzet latveg gant tro-dro da 30 % eus ar vinorelezh kenelel (924 000 den enni). O kreskiñ emañ implij al latveg er vuhez pemdeziek.

Ur yezh valtek eo al latveg, kar d'al lituaneg, daoust ma ne c'hall ket komzerien an eil yezh hag eben en em gompren.

Embannet e voe un destenn e latveg evit ar wezh kentañ er Gwalarn e kreiz ar 16vet kantved, gant eiladur ar Pater noster e latveg e-barzh Cosmographia Universalis Sebastian Münster, e lizherennoù latin.

En em gavout a ra al latveg e rumm baltek familh ar yezhoù indezeuropek. Unan eus an div yezh valtek bev gant ur statud ofisiel eo (an hini all o vezañ al lituaneg). Dalc'het o deus al latveg hag al lituaneg kalz perzhioù eus morfologiezh anvioù ar rakyezh, daoust dezho kaout perzhioù nevez a-fed fonologiezh ha morfologiezh ar verb, al latveg o kaout perzhioù nevesoc'h evit al lituaneg.

Teir rannyezh latvek a zo: ar rannyezh livonek, ar rannyezh latgalek ha rannyezh ar c'hreiz. Rannet eo rannyezh Livonia etre rannyezh ar Vidzeme ha rannyezh ar c'hKurland (anvet ivez tāmnieku pe ventiņu). Rannyezh ar c'hreiz, diazez al latveg a-vremañ a zo rannet etre rannyezh ar Vidzeme, ar rannyezh kuronek ha an hini semigallek. Arabat eo droukveskañ ar rannyezhoù latvek gant al livoneg, ar c'huroneg, ar semigalleg hag ar seloneg, a zo yezhoù all.

Rannyezh Livonia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kartenn a ziskouez dasparzh ar rannyezhoù e Latvia. Stummoù rannyezh Livonia (Lībiskais dialekts) a zo livet e glas, rannyezh ar c'hreiz (Vidus dialekts) e gwer, rannyezh an Uhelvro (Augšzemnieku dialekts) e melen.

Levezonet e voe rannyezh Livonia muioc'h evit al latveg e rannvroioù all Latvia gant gwiskad-dindan al livoneg. Daou bouez-mouezh a ro e rannyezh Livonia. E Kurland ez a ar vogalennoù berr e fin ar gerioù da get, pa'z a ar vogalennoù hir war verraat. E pep gour hag e pep niverenn ne vez implijet nemet ur stumm eus ar verb. An anvioù tud en daou c'hour a vez deveret gant an dibennoù - els, -ans. Er rakgerioù ez a i. e. da e. Abalamour d'an treuzannezañ ha da implij ur yezh standard eo aet ar rannyezh-se war wanaat. Ganet e voe diwar Livoniz a grogas da gomz latveg hag a deuzas yezhadur al livoneg el latveg.

Rannyezh ar c'hreiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannyezhoù ar Vidzeme ha Semigallia a zo tostoc'h an eil ouzh eben eget ouzh ar rannyezh guronek, a implij doareoù koshoc'h. Tri bouez-mouezh a zo e rannyezh ar c'hreiz. E rannyezh Semigallia e vez implijet ŗ c'hoazh.

Latvegerien arallyezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour da istor al latveg e vez komzet gant kalz tud o deus ur yezh-vamm all, e-keñver al latvegerien a-vihanik. 900 000 a dud estren pe minorelaet a zo e Latvia: Rusianed, Belarused, Ukrainiz, Poloniz, hag all. Mont a reas an darn vrasañ anezho da Latvia pa oa eus ar vro ur republik soviedel, etre 1940 ha 1991, ouzhpenn ar minorelezhioù a oa en tiriad a-raok. Hervez ur sontadeg nevez e lavar 60 % eus minorelezhioù Latvia e komzont latveg flour. Komzet e vez al latveg flouroc'h gant rummadoù yaouankañ ar minorelezhioù.

Ranket o deus ar minorelezhioù e Latvia ober gant al latveg dre ma oa ay yezh ofisiel nemeti er riez, ma teue er penn-kentañ en deskadurezh, ma oa ar yezh nemeti implijet er velestradurezh ha ma voe cheñchet sell ar gevredigezh war ar rusianeg goude fin an Unaniezh Soviedel. Da skouer e resevas skolioù-meur goulennaouegoù eus studierien da zont o doa bet un deskadurezh divyezhek e skolioù evit ar minorelezhioù, e 2007 evit ar wezh kentañ. Ret eo bezañ flour e latveg e kalz micherioù.

Dasparzh geografel ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezh-vamm 1,4 milion a dud e Latvia eo al latveg, e-lec'h ma'z eo yezh ofisiel, ha tost 500 000 a dud en estrenvro.

Latvia Latvia 1 394 000 e 1995
Stadoù-Unanet 100 000
Rusia 60 000
Banniel Aostralia Aostralia 36 000
Kanada 24 000
Alamagn Alamagn 9 000
Lituania Lituania 4 400
Banniel Ukraina Ukraina 7 000
Estonia Estonia 3 000
Banniel Belarus Belarus 2 300
Banniel Sveden Sveden 4 000
 Brazil 7 000
Zeland-Nevez 500
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 9 000
Venezuela Venezuela 500

Ur yezh dilivus eo al latveg, gant meur a stumm analitikel. Daou c'hour a zo e latveg, gourel ha gwregel, ha daou niver, niver unan ha niver lies. Seizh tro-anvioù a zo: nominativ, genitiv, dativ, akuzativ, instrumentel, lokativ, ha vokativ.

Pouezhmouezhiet e vez, war-bouez un nebeud ezreolderioù, war ar silabenn gentañ. N'eus ger-mell ebet e latveg. Urzh diazez ar gerioù eo Rener Verb Renadenn; koulskoude eo frank a-walc'h urzh ar gerioù.

Anvioù-kadarn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibenn an anvioù gourel a zo, war-bouez un nebeud ezreolderioù, -s, -is pe -us, dibenn an anvioù gwregel a vez -a pe -e. Un nebeud gerioù gwregel o deus un dibenn gant -s, da skouer govs "buoc'h" pe pils "kastell". Dre-se ez eus kalz ezreolderioù e yezhadur al latveg.

Evit an anvioù gourel ez eus peder dro-anvioù, evit ar re wregel ez eus tri. Kavout a reer an Nominativ (Nominatīvs), ar Genitiv (Ģenitīvs), an Dativ (Datīvs) an Akuzativ (Akuzatīvs) al Lokativ (Lokatīvs) an Instrumentel (Instrumentālis) hag ar Vokativ (Vokatīvs). An div dro diwezhañ ne vezont ket kavet alies dre ma c'heller erlec'hiañ an Instrumentel gant an doare ar + Akkusativ, hag ar Vokativ a saver en ur lemel ar -s en anvioù gourel pe ar pe -a evit ar stumm bihanaat.

Skouerioù:

  • un anv gourel eus ar rummad kentañ, draugs "mignon"
Unan Lies
Nom draugs draugi
Gen drauga draugu
Dat draugam draugiem
Ak draugu draugus
Ind ar draugu ar draugiem
Lok draugā draugos
  • un anv gourel eus an eil rummad brālis "breur"
Unan Lies
Nom brālis brāļi
Gen brāļa brāļu
Dat brālim brāļiem
Ak brāli brāļus
Ind ar brāli ar brāļiem
Lok brālī brāļos
  • un anv gourel eus an trede rummad tirgus "marc'had"
Unan Lies
Nom tirgus tirgi
Gen tirgus tirgu
Dat tirgum tirgiem
Ak tirgu tirgus
Ind ar tirgu ar tirgiem
Lok tirgū tirgos
  • un anv gwregel eus ar rummad kentañ, osta "porzh"
Unan Lies
Nom osta ostas
Gen ostas ostu
Dat ostai ostām
Ak ostu ostas
Ind ar ostu ar ostām
Lok ostā ostās
  • un anv gwregel eus an eil rummad egle "sapr"
Unan Lies
Nom egle egles
Gen egles egļu
Dat eglei eglēm
Ak egli egles
Ind ar egli ar eglēm
Lok eglē eglēs
  • un anv gwregel eus an trede rummad sirds "kalon"
Unan Lies
Nom sirds sirdis
Gen sirds siržu
Dat sirdij sirdīm
Ak sirdi sirdis
Ind ar sirdi ar sirdīm
Lok sirdī sirdīs

Raganvioù-goulennata

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Raganv-goulennata (Jautājuma vārds)
Nom piv? petra? kas?
Gen ... piv? kā?
Dat da biv? kam?
Ak piv? petra? ko?
Ind gant piv? gant petra? ar ko?
Lok pelec'h? kur?

Dibenn ar verboù a zo -ēt, -āt, -īt, -ot pe -t. En trede gour eo hevelep atav an dibennoù an niver unan hag an niver lies. Tri rummadoù displegadur a zo.

Skouer: ur verb eus an eil rummad, gribēt ‘mennout’

Unan Lies
1 gour es gribu mēs gribam
2l gour tu gribi jūs/Jūs gribat
3de gour viņš/viņa grib viņi/viņas grib

Gallout a reer merzout a vez heuliet dre ret pep araogenn en niver unan gant un dro-anv resis (goude pie "da, e-kichen..." da skouer e kaver atav ar Genitiv), er c'hontrol e vez heuliet pep araogenn gant an Dativ. Er skouer-mañ e lavarer „e-ti ar mignon“ pie drauga, met „e-ti ar vignoned“ pie draugiem.

Reizhskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivet e oa bet al latveg e reizhskrivadur ar Gwalarn, da gentañ gant ur sistem diazezet war pennaennoù ar fonetik alamanek, pa veze rannyezh Latgalia skrivet gant harp pennaennoù ar reizhskrivadur polonek. E deroù an 20vet kantved e voe erlec'hiet ar sistem-se gant ur sistem azasoc'h e-keñver ar fonetik, en ur implij al lizherenneg latin kemmañ un disterañ.

Reizhskrivadur standard

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bremañ ez eus 33 lizherenn e lizherenneg al latveg:

A Ā B C Č D E Ē F G Ģ H I Ī J K Ķ L Ļ M N Ņ O P R S Š T U Ū V Z Ž
a ā b c č d e ē f g ģ h i ī j k ķ l ļ m n ņ o p r s š t u ū v z ž

Implijout a ra al lizherenneg latvek arnevez 22 lizherenn digemm eus al lizherenneg latin (an holl estreget Q, W, X ha Y). Ouzhpennet e vez c'hoazh unnek lizherenn dre gemmoù. Gallout a ra al lizherennoù vogalennoù A, E, I ha U kaout ur makron da ziskouez an hirder, ar lizherennoù digemm o vezañ berr. Gallout a ra al lizherennoù C, S ha Z, a zistager en o furm digemm [ts], [s] ha [z] kaout ur c'haron. Distagañ a reer al lizherennoù merket, Č, Š ha Ž [tʃ], [ʃ] ha [ʒ]. Skrivañ a reer al lizherennoù Ģ, Ķ, Ļ ha Ņ gant ul lostig a-zindan (pe a-us al lizherenn vunut g). Stummoù kemmet (staoniekaet) eus G, K, L ha N int ha skeudenniñ a reont ar soniadoù [ɟ], [c], [ʎ] ha [ɲ]. Ouzhpenn a reer lizherennoù d'al lizherenneg standard-mañ e rannyezhoù latvek.

Kenglotañ a ra hogozik peurvat ar grafemoù hag ar fonemoù latvek. Pep fonem en deus e lizherenn, neuze n'eo ket ret d'al lenner deskiñ penaos e tistager ur ger, n'en deus nemet distagañ anezhañ. Tri zireizhder a zo nemetken, a c'hellfe lakaat unan bennak da zistagañ a-dreuz. An hini kentañ a zo al lizherenn E hag he furm hir Ē, a implijer evit skrivañ div soniad evit furm berr pe hir eus [ɛ] pe [æ]. Al lizherenn O a verk an [ɔ] berr pe hir, hag ivez an diftongenn [uɔ]. Skrivañ a reer an teir soniad-mañ O, Ō ha Uo e latgaleg, hag Latviiz zo a stourm evit ma vefe graet kement-se e latveg standard. Koulskoude e vez arguzet gant an darn vrasañ eus ar yezhourien latvek ne gaver o ha ō nemet e gerioù amprestet diwar yezhoù all, Uo o vezañ ar fonem latvek a-orin nemetañ. Tennet e voe an divlizherenn Uo e 1914, hag al lizherenn Ō n'eo ket bet implijet el lizherenn latvek ofisiel goude 1946. Tennet e voe al lizherennoù Ŗ ha Ch e 1957, daoust ma vezont implijet c'hoazh e rannyezhoù zo, ha gant kalz Latviiz a zo o chom er-maez Latvia. Ne implijer al lizherenn Y nemet e latgaleg, evit merkañ ur fonem all ha ne gaver ket e rannyezhoù latvek all. Aotreañ a ra ar reizhskrivadur latvek nav divlizherenn, a skriver Ai, Au, Ei, Ie, Iu, Ui, Oi, Dz ha .

Reizhskrivadur kozh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bibl latvek skrivet gant ar reizhskrivadur kozh.

Diazezet e oa ar reizhskrivadur kozh war hini an alamaneg, ha ne genglote ket gant fonemoù al latveg. Da gentañ e voe implijet da skrivañ testennoù relijiel evit ar veleien alaman, evito da c'hallout labourat gant al Latviiz. Dizurzh e oa ar skridoù latvek kentañ: daouzek doare da skrivañ Š a oa. E 1631 e klaskas ar beleg alaman Georgs (Juris) Mancelis reizhiata ar skritur. Skrivañ a reas ar vogalennoù hir hervez o flas er ger — ur vogalenn verr heuliet gant h er wrizienn, ur vogalenn verr el lostger hag ur vogalenn gant un arouezenn-diforc'h en dibenn o verkañ daou bouez-mouezh. Skrivet e veze ar c'hensonennoù diwar skouer an alamaneg gant meur a lizherenn. Implijet e voe ar reizhskrivadur kozh betek an 20vet kantved ha neuze e teuas tamm-ha-tamm ar reizhskrivadur arnevez en e lec'h.

Latveg en urzhiataerioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An douchennaoueg latvek, nebeut implijet

Dre ma ne vez ket an arouezennoù-diforc'h kemeret e kont gant ar meziantoù eo deuet war-wel ur reizhskrivadur diofisiel, a vez anvet translit, pa n'eo ket an implijer evit ober gant arouezennoù-diforc'h, abalamour d'ar mediaoù a-vremañ (postelioù, foromoù, SMS h. a.). Implijet e vez neuze al lizherenneg latin nemetken, ha disoñjet e vez al lizherennoù na vezont ket implijet er reizhskrivadur standard. Evel-se e vez digrafoù erlec'hiet ouzh an arouezennoù-diforc'h - un divlizherenn o verkañ ur vogalenn hir (evel e finneg hag en estoneg); ur j da heul ur gensonenn a verk ar staoniekadur, d. l. e., ul lostig; hag ar c'hensonennoù dre daravat Š, Č ha Ž a vez skrivet gant h e-lec'h ar c'haron, evel e saozneg. A-wezhioù e vez lakaet e-lec'h an eil lizherenn, a zo bet lakaet e-lec'h an arouezenn-diforc'h, unan eus an div arouezenn-diforc'h (da skouer e vez skrivet š evel ss pe sj, ha n'eo ket sh), ha peogwir o deus kalz o dud poan oc'h implijout an doareoù divoutin-mañ, e skrivont hep merkañ an arouezenn-diforc'h, pe ez implijont an digrafoù pa vez ur ster disheñvel abalamour d'an arouezenn-diforc'h nemetken.

A-wezhioù e vez lakaet ur galvad a-raok pe goude al lizherenn a oa da gaout un arouezenn-diforc'h. Alies e vez an digrafoù implijet ha kemmesket zoken gant lizherennoù ar reizhskrivadur standard. Daoust ma'z eus meziantoù bremañ a ra gant an arouezennoù-diforc'h e vez c'hoazh graet alies hepto, evit abegoù sokial hag abalamour d'an arc'hant.

Implijet e vez an douchannaoueg standard QWERTY da skrivañ e latveg.

Reizhskrivadur keñveriet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaomp ar Pater Noster e latveg, skrivet e meur a stumm:

Reizhskrivadur kentañ
(Cosmographia Universalis)
Reizhskrivadur kozh Reizhskrivadur arnevez Doare an internet
Muuſze Thews exkan tho Debbes Muhſu Tehvs debbeſîs Mūsu tēvs debesīs Muusu teevs debesiis
Sweetyttz thope totws waerdtcz Swehtits lai top taws wahrds Svētīts lai top tavs vārds Sveetiits lai top tavs vaards
Enaka mums touwe walſtibe. Lai nahk tawa walſtiba Lai nāk tava valstība Lai naak tava valstiiba
Tows praetcz noteſe Taws prahts kai noteek Tavs prāts lai notiek Tavs praats lai notiek
ka exkan Debbes tha arridtczan wuerſſon ſemmes kà debbeſîs tà arirdſan zemes wirsû kā debesīs, tā arī virs zemes kaa debesiis taa arii virs zemes
Muſze beniſke mayſe bobe mums ſdjoben. Muhsu deeniſchtu maizi dod mums ſchodeen Mūsu dienišķo maizi dod mums šodien Muusu dienishkjo maizi dod mums shodien
Vnbe pammet mums muſſe parrabe Un pametti mums muhſu parradus [diwezhatoc'h parahdus] Un piedod mums mūsu parādus Un piedod mums muusu paraadus
ka mehs pammettam muſſims parabenekims kà arri mehs pamettam ſaweem parrahdneekeem kā arī mēs piedodam saviem parādniekiem kaa arii mees piedodam saviem paraadniekiem
Vnbe nhe wedde mums exkan kaerbenaſchenne Un ne eeweddi muhs eekſch kahrdinaſchanas Un neieved mūs kārdināšanā Un neieved muus kaardinaashanaa
Seth atpeſthmums no to loune bet atpeſti muhs no ta launa [diwezhatoc'h łauna] bet atpestī mūs no ļauna bet atpestii muus no ljauna
Aefto thouwa gir ta walſtibe Jo tew peederr ta walſtiba Jo tev pieder valstība Jo tev pieder valstiiba.
vnbe tas ſpeez vnb tas Goobtcz tur muſſige un tas ſpehks un tas gods muhſchigi [diwezhatoc'h muhzigi] spēks un gods mūžīgi speeks un gods muuzhiigi
Amen Amen Āmen Aamen

Kensonennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Latveg IPA Brezhoneg Skouer
b [b] b bērns "bugel"
c [ʦ] tz cilvēks "den"
č [ʧ] tch čakls "gredus"
d [d] d diena "deiz"
f [f] f fabrika "labouradeg"
g [g] g gribēt "mennout"
ģ [ɟ] tost da dj; evek "g" e gwenedeg ģimene "familh"
h [x] c'h (evel e marc'h) haoss "rouestl"
j [j] y jaka "jakedenn"
k [k] k kakls "gouzoug"
ķ [c] tost da ty; evel "k" e gwenedeg ķīmija "kimiezh"
l [l] l labs "mat"
ļ [ʎ] lh ļoti "gwall, -tre"
m [m] m maz "nebeut"
n [n] n nākt "dont"
ņ [ɲ] gn ņemt "kemer"
p [p] p pazīt "anavezout"
r [r] r (e penn an teod) redzēt "gwelout"
s [s] s sacīt "lavarout"
š [ʃ] ch šeit "amañ"
t [t] t tauta "pobl"
v [v] v valsts "stad"
z [z] z zināt "gouzout"
ž [ʒ] j žurka "razh"

Ne gaver al lizherennoù h ha f nemet e gerioù estren.

  Kensonenn diweuz Kensonenn gweuz-dent Kensonenn kevig Kensonenn drekkevig Kensonenn staon Kensonenn ouel-staon
Kensonenn dre serriñ p  b   t  d   c  ɟ k  ɡ
Kensonenn dre fic'hal     ts  dz     
Kensonenn dre fri m   n ɲ [ŋ]
Kensonenn dre froumal     r      
Kensonenn dre daravat   (f)  v s  z ʃ  ʒ (x)
Kensonenn dre dostaat a-greiz     j  
Kensonenn dre dostaat a-gostez     l ʎ  
Latveg IPA Brezhoneg Skouer
a [a] a akls "dall"
ā [] a (hir) ātrs "buan"
e [ɛ], [æ] ae pe ê ezers "lenn"
ē [ɛː], [æː] ae pe ê (hir) ēst "debriñ"
i [i] i ilgs "hir"
ī [] i (hir) īss "berr"
o [], [ɔ], [ɔː] wo, o (digor) ozols "dervenn", opera "c'hoarigan"
u [u] ou uguns "tan"
ū [] ou (hir) ūdens "dour"
Vogalennoù latvek
  Dirak Kreiz A-dreñv
berr hir berr hir berr hir
Serr i   u
Peuzdigor ɛ ɛː   (ɔ) (ɔː)
Digor æ æː a  

Hir e tistager ar vogalennoù gant makron (da lavaret eo ā, ē, ī hag ū), pa'z eo berr ar vogalennoù all, tost diheglev e fin ar gerioù.

Ur fonem a zo eus hirder ar vogalennoù, a-bouez eo e roll er yezh. Da skouer e sinifi koka [ˈkuɔka] 'graet gant koad', kokā [ˈkuɔkaː] 'war ar wezenn'; pile [ˈpilɛ] a sinifi 'ur berad', ha pīle [ˈpiːlɛ] "un houad".

10 diftongenn a zo e latveg (/ai ui ɛi au iɛ uɔ iu (ɔi) ɛu (ɔu)/), daoust ma ne gaver reoù zo nemet en anvioù divoutin hag estlamadelloù.

Distagañ a reer an o e gerioù a orin latvek evel an diftongenn [], met e gerioù estren e tistager anezhañ [ɔ] pe [ɔː]. Dre ma ne c'hell an diftongennoù bezañ hir na verr, n'eus o gant makron ebet er reizhskrivadur latvek.

Listenn Swadesh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Latveg Brezhoneg
es me
tu te, c'hwi
mēs ni
šis an dra-mañ
tas an dra-se, an dra-hont
kurš piv
kas petra
ne ne, neket
viss holl, an holl
daudz kalz
viens unan
divi daou, div
liels bras
garš hir
mazs bihan
sieviete maouez
vīrietis gour
cilvēks den
zivs pesk
putns evn, labous
suns ki
uts c'hwen
koks gwez, gwezenn
sēkla greun, greunenn
lapa delienn
Latveg Brezhoneg
sakne gwrizienn
miza rusk
āda kroc'hen
gaļa kig
asinis gwad
kauls askorn
tauki druzoni
ola vi
rags korn
aste lost
spalva pluñv, pluñvenn
mats blev
galva penn
auss skouarn
acs lagad
deguns fri
mute genoù
mēle teod
zobs dant
nags skilf
pēda troad
celis glin
roka dorn
vēders kof
kakls gouzoug
Latveg Brezhoneg
krūts bronn
sirds kalon
aknas avu
ēst debriñ
dzert evañ
kost dantañ
redzēt gwelet
dzirdēt klevet
zināt gouzout
gulēt kousket
mirt mervel
nogalināt lazhañ
peldēt neuial
lidot nijal
iet kerzhet
nākt dont
sēdēt azezañ
stāvēt mont war-sav
teikt lavaret
saule heol
mēness loar
zvaigzne steredenn
ūdens dour
lietus glav
Latveg Brezhoneg
akmens maen, mein
smiltis traezh
zeme douar
mākonis koumoul, koumoulenn
dūmi moged
uguns tan
pelni ludu
degt deviñ
ceļš hent
kalns menez
sarkans ruz
zaļš glas, gwer
dzeltens melen
balts gwenn
melns du
nakts noz
silts tomm
auksts yen
pilns leun
jauns nevez
labs mat
apaļš ront
sauss sec'h
vārds anv
dot reiñ

Dedennus-kenañ eo ar yezhoù baltek evit ar yezhoniourien peogwir o deus dalc'het perzhioù kozh a gaved, war a greder, e mareoù kentañ ar c'hentindezeuropeg.

Sinoù zo a verk e oa eus ur familh-yezhoù baltek goude rann ar c'hentindezeuropeg. Rannet e voent goude ar yezhoù slavek ha baltek war-dro an 10vet kantved kent Jezuz Krist.

Koulskoude e abeg yezhoniourien zo, evel Meillet, Klimas, pe Zinkevičius ar sell-mañ, oc'h arguzenniñ ne oa familh baltek-slavek ebet, hag o tisplegañ an heñvelderioù gant an darempredoù stank o deus bet ar yezhoù-se. Gerioù baltek a zo heñvel ouzh ar sañskriteg pe al latin ha ne vezont ket kavet er yezhoù slavek. Latveg, albaneg, slaveg ha yezhoù indeziranek all a zo renket e-barzh ar yezhoù satem.

Daoust ma ne c'heller dinac'h o deus ar yezhoù baltek perzhioù kozh-kenañ, e chom disklaer penaos o deus diorroet diwar ar c'hentindezeuropeg.

Hervez lod e tispartias yezhoù baltek ar reter diouzh re ar gwalarn (pe marteze diouzh ur yezh gentbaltek) etre 400 ha 600. Krog e voe al lituaneg hag al latveg da vezañ disheñvel an eil diouzh egile goude 800, an div yezh o vezañ bet rannyezhoù eus an hevelep yezh e-pad ur prantad hir. Rannyezhoù ardreuzat a oa bet d'an nebeutañ betek ar 14vet pe 15vet kantved, marteze betek ar 17vet kantved.

Dont a reas al latveg da vezañ ur yezh diforc'h er 16vet kantved, diorroet diwar al latgaleg ha kendeuzet ganti ar c'huroneg, ar semigaleg hag ar seloneg. Er familh-yezh valtek eo an holl yezhoù-se.

Ar skouerioù koshañ eus skridoù latvek a zo tennet eus un droigidezh eus ur sonenn bet graet e 1530 gant Nikolaus Ramm, ur beleg alaman e Riga.

Betek an 19vet kantved e oa al latveg levezonet kalz gant an alamaneg, peogwir e oa kendere uhelañ ar gevredigezh Alamaned baltek. E kreiz an 19vet kantved e voe krog gant dihun broadel Latvia, renet gant "Latviiz Yaouank" a vrudas implij al latveg. Izili al luskad-se a ziazezas al latveg standard hag a vrudas latvekaat ar gerioù estren. Koulskoude, er bloavezhioù 1880, pa teuas tsar Aleksandr III e galloud, e voe krog gant ar rusianekaat. E-pad ar prantad-se e kinnigas studierien latvek zo implijout al lizherenneg kirillek evit al latveg. Goude marv an tsar, etre fin an 19vet kantved ha deroù an 20vet kantved, e voe adsavet an emsav broadelour.

E 1908, e savas ar yezhoniourien latvek Kārlis Mīlenbahs ha Jānis Endzelīns al lizherenneg latvek arnevez, a voe erlec'hiet tamm-ha-tamm ouzh ar reizhskrivadur kozh bet implijet betek-henn. Ur perzh all eus ar yezh a voe diorroet er mare-se, hag e lituaneg ivez: cheñch anvioù ar broioù hag ar yezhoù all, pegen dianav bennak e vijent, hervez sistem fonetik al latveg. Implijet e oa bet an doare, zoken pa implij ar yezh all al lizherenneg latin. Ouzhpenn-se e vez cheñchet an anvioù evito da gaout dibennoù ret evit an troadur. Da skouer e c'hell anv ul lec'h evel Lecropt (ur barrez skoz) dont da vezañ Lekropta; ar gêriadenn skoz Tillicoultry a zeu da vezañ Tilikutrija. Ur skouer vat evit purelezh yezh eo er yezh gozh-se.

E-pad bloavezhioù an dalc'hidigezh rusian (1940–41 ha 1945–91), e voe levezonet kalz al latveg abalamour d'ar politikerezh rusianekaat. Kalz enbroidi a zeuas eus republikoù soviet Rusia, Ukraina, Belarus hag all, da heul steuñv Stalin evit kendeuziñ Latvia hag ar republikoù baltek all e-barzh an Unaniezh Soviet, dre an trevannederezh rusian. Da-heul e tigreskas feur al Latviiz "gouennel" e-barzh ar boblañs a-bezh eus 80 % e 1935 da 52 % e 1989. El Latvia soviet, ne zeskas ket an darn vrasañ eus an enbroidi al latveg. Hiziv eo al latveg yezh-vamm muioc'h eus 60 % eus poblañs ar vro.

Goude adsavidigezh an dizalc'h e 1991, e voe krog gant ur politikerezh deskadurezh nevez. Ar pal pennañ o vezañ kendeuzidigezh an holl annezidi e endro yezh ofisiel ar stad, en ur zoujañ ouzh yezhoù minorelezhioù Latvia en un dro.

Digor eo hentennoù divyezhek skoazellet gant ar gouarnamant e kentañ derez evit ar minorelezhioù. En o zouez skolioù rusianek, hebraek, polonek, lituanek, ukrainek, belarusek, estonek ha romaek. Kelennet e vez al latveg evel eil yezh adalek ar bloavezhioù kentañ, evit broudañ ar varregezh war ar yezh, diwall ouzh an droukziforc'h diouzh al latvegerien, hag evit gwellaat an disoc'hoù akademiek ha micherel. Abaoe kreiz ar bloavezhioù 1990 e c'hell ar gouarnamant paeañ ur yalc'had d'ur studier er skolioù-meur publik, ma vez kelennet e latveg. Abaoe 2004 e vez brudet al latveg gant ar stad evit an deskadurezh e skolioù publik an eil derez evit 60 % eus ur rummad d'an nebeutañ (a-raok e oa ur sistem bras deskadurezh rusianek).

Votet e voe al lezenn diwar-benn ar yezh-stad d'an 9 a viz Kerzu 1999. Votet eo bet da c'houde meur a ziviz liammet gant al lezenn-mañ. Kreizenn stad ar yezh, ur servij eus ministrerezh ar Justis, a ziwall ma vez doujet ouzh al lezenn.

Evit enebiñ levezon ar rusianeg hag ar saozneg e klask aozadurioù ar gouarnamant (da lavaret eo Komision Terminologiezh Akademiezh Latvek ar Skiantoù, ha Kreizenn Stad ar Yezh) brudañ implij ar gerioù latvek hag ober ur politikerezh purelezh yezh. Merzout a reer seurt purelezh e krouiñ gerioù nevez, a vez disputet gant an dud (daoust d'ar buristed bezañ krouet gerioù eufonik e weler kalz gerioù nevez evel "estren" ha diret, pa c'hellfed implijout gerioù a zo dija). Da skouer e savas tabut pa kinnigas Komision an Terminologiezh e vije gwelloc'h implijout “eira”, gant an dibenn "latvekaet" evit an euro, e-lec'h ar ger implijet stank “eiro”. Gerioù nevez all a zo troidigezhioù ger-ha-ger pe gerioù-amprest nevez. Da skouer e kaver e latveg daou c'her evit "pellgomz" – "tālrunis" ha "telefons", an hini kentañ o vezañ un droidigezh war-eeun eus ar ger etrebroadel. E brezhoneg e kaver ivez "pellgomz" ha "telefon". Er gerioù koshoc'h e kaver muioc'h a gerioù-amprest eufonik eget a c'herioù latvek. Da skouer e c'heller lavaret evit "urzhiataer" "dators" pe "kompjūters". An daou o vezañ gerioù-amprest (ar ger latvek evit "urzhiataer" a zo "skaitļotājs"). Koulskoude e soñjer bremañ ez eo “dators” un droidigezh vat.

Meur a genstrivadeg a zo bep bloaz evit brudañ implij mat al latveg[3].,[4] Evel-se e vez aozet gant Kreizenn Stad ar Yezh kenstrivadegoù evit ar fazioù er yezh, anvet "Gimalajiešu superlācis" diwar un droidigezh fall-put eus Arzh du Azia. Ar fazioù-mañ, alies farsus a-walc'h, a vez yezhadurel ha stilistikel war un dro. An aozerien a lavar e kaver kalz fazioù er rannvroioù enno kalz rusianegerien, koulz hag e gourmarc'hadoù e perc'henn Lituaniz. N'eo ket yezhadurel dre ret an troidigezhioù fall, met ivez stilistikel, ha fazioù gerioù, evel troidigezhioù war-eeun diwar ar saozneg.

Levezonet ez eus bet broioù european all (evel Slovakia) gant brudañ yezh ar stad dre strishaat implij ar yezhoù minorel.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ofis ar brezhoneg (2005), Yezhoù – Langues – Languages, Termbret.
  2. Favereau, F. (1997), Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, 4vet embannadur, Montroulez: Skol Vreizh.
  3. "2006. gada vārds — "draugoties", nevārds — "hendlings"" (in Latvian), Apollo (2007-01-22). Retrieved on 2007-07-28. 
  4. BNS (2006-03-30). "Akcijā pret valodas kropļošanu aicina nofilmēt 'gimalajiešu lāci'" (in Latvian), DELFI. Retrieved on 2007-07-28. 

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bielenstein, Die lettische Sprache (Berlin, 1863–64)
  • Bielenstein, Lettische Grammatik (Mitau, 1863)
  • Bielenstein, Die Elemente der lettischen Sprache (Mitau, 1866), popular in treatment
  • Ulmann and Brasche, Lettisches Wörterbuch (Riga, 1872–80)
  • Bielenstein, Tausend lettische Räthsel, übersetzt und erklärt (Mitau, 1881)
  • Bezzenberger, Lettische Dialekt-Studien (Göttingen, 1885)
  • Bezzenberger, Ueber die Sprache der preussischen Letten;; (Göttingen, 1888)
  • Thomsen, Beröringer melem de Finske og de Baltiske Sprog (Copenhagen, 1890)
  • Bielenstein, Grenzen des lettischen Volksstammes und der lettischen Sprache (St. Petersburg, 1892)
  • Baron and Wissendorff, Latwju dainas (Latvian Folksongs, Mitau, 1894)
  • Andreianov, Lettische Volkslieder und Mythen (Halle, 1896 )
  • Bielenstein, Ein glückliches Leben (Riga, 1904)
  • Brentano, Lehrbuch der lettischen Sprache (Vienna, c. 1907)
  • Wolter, "Die lettische Literatur," in Die ost-europäische Literaturen (Berlin, 1908)
  • Kalning, Kurzer Lettischer Sprachführer (Riga, 1910)

Istorioù al lennegezh e latveg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Klaushush, Latweeschu rakstneezibas wehsture (Riga, 1907)
  • Pludons, Latwiju literaturas vēsture (Jelgava, 1908–09)
  • Lehgolnis, Latweeschu literaturas wehsture (Riga, 1908)
  • Prande, Latviešu Rakstniecība Portrejās (Rīga, 1923)