Morfologiezh
Iskevrennad eus | yezhoniezh |
---|---|
Rann eus | yezhoniezh |
Is the study of | morfem, flexion, kenger |
Tikedenn Stack Exchange | https://linguistics.stackexchange.com/tags/morphology |
Un dachenn-studi yezhoniel eo ar vorfologiezh a bled gant an doare da sevel ha da grouiñ gerioù.
Meur a zoare morfologiezh a zo e gwirionez, da skouer ar vorfologiezh diazezet war studi ar gerioù (saoz. word-based morphology). Dre vras, avat, e c'heller lavarout eo kevatal peurliesañ an termen morfologiezh gant studi ar morfem. Setu an doare teoriennoù a vo displeget er pennad-mañ.
Pep ger a vez savet diwar elfennoù nebeutañ anvet morfemoù. Klasket e vez reolennoù evit displegañ penaos e c'hell bezañ implijet pep doare morfem evit sevel gerioù diwarne.
Ret eo ober un diforc'h ivez etre an daou zoare morfemoù pennañ:
- morfemoù distag: a c'hell bezañ implijet hepmuiken evel gerioù leun.
- morfemoù stag: na c'hellont ket bezañ implijet o-unan-penn hep ur morfem diazez
(Gw. kenger)
Deveradur ha displegadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An deveradurezh hag an displegadurezh eo an argerzhioù morfologel pennañ.
Talvezout a ra an deveradur da gemmañ ster pe rummenn yezhadurel ur ger diazez keit ha ma talvez an displegadur da verkañ kefridioù ha perzhioù yezhadurel, da skouer :
Displeget e vez ur ger pa vez staget morfemoù all outañ evit diskwel perzhioù yezhadurel ar ger-se er frazenn met hep cheñch na rummenn na ster ar ger, da skouer :
- Deveradurezh:
- "ober" → "adober" (kemm ster)
- "ober" → "oberour" (kemm rummenn, verb > anv-kadarn)
- Displegadurezh:
- "komz" → "komzan" (merk an amzer, ar gour hag an niver)
- "merc'h" → "merc'hed" (merk al liester)
Ar c'hevrennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Argerzhadurioù morfologel all ez eus avat, en o zouez ar c'hevrennadur.
Ur ger kevrennek a zo anezhañ ur ger savet diwar daou pe vui a vorfemoù distag, da skouer :
- ti-post
- morgazh
- ki-bleiz
Ur ger a c'hell bezañ krouet e yezhoù 'zo diwar daou vorfem-stag. Diouzh an tu all, avat, e c'hell morfemoù stag dont da vezañ implijet evel morfemoù distag. E saozneg e vez implijet da skouer an nevezc'her ism tennet diwar al lost-ger -ism (kevatal da -iezh e brezhoneg, d.s. socialism, conservatism, fascism hag ivez hinduism, buddhism) evit talvezout kement ha ur gredenn bennaket.
Alovorfemoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bep morfem a c'hell bezañ distaget e doareoù disheñvel hervez reolennoù rik-pe-rikoc'h o tennañ, peurliesañ, da lec'h ar morfem-se hag ar sonioù all tro-dro dezhañ dreist-holl. E saozneg e vez distaget evel-se mouezhiet pe divouezh ar vorfemenn '-S' a dalvez da verkañ al liesterioù reizh a-benn klotaat gant doare distagañ ar sonenn gent:
- cat > cats (distaget /s/ abalamour d'an /t/)
- dog > dogs (distaget /z/ abalamour d'an /d/)
Enteuzadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar yezhoù enteuzel evel al latin da skouer, e vez enteuzet meur a vorfem plegadel en unan. Da skouer :
- dominus « mestr » savet diwar ar wrizienn domin- hag un dibenn-ger (morfem distag) enteuzet a dalv kement ha « (anv-kadarn) gourel, unander, nominativel » war un dro.
Disheñvel rik eo kement-mañ diouzh ar pezh a c'hoarvez gant ar yezhoù daspegel evel an turkeg e lec'h ma vez sklaer ar vevenn etre pep morfem gant pep a berzh resis.
Treuzstummadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Treuzstummadur (saoz. suppletion) e vez graet outañ pa vez implijet ur ger disheñvel-mik diouzh unan all evit diskwel ur c'hemm a c'hellfe bezañ graet a-hend-all dre implijout morfemoù, da skouer :
- lakaet < laka (gwrizienn) + -et (morfem reizh evit merkañ an anv-gwan verb)
- mont < aet
- paotred < paotr
- chas < ki
Gesamtbedeutung
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ober a reer gant an termen alamanek Gesamtbedeutung evit deskrivañ perzhioù semantikel pennañ ur morfem hep derc'hel kont eus ar fed ma vez distag pe get. Da skouer e talvez e brezhoneg ar morfemoù "-er" hag "-our" da verkañ an oberour.