Gwengelouriezh lec'hlennat
| Iskevrennad eus | mitologiezh c'hermanek |
|---|---|
| Rann eus | norse lore |
| Strollad etnek | Vikinged |
| Sevenadur | sevenadur norsek |

Ar wengelouriezh lec'hlennat, pe ar "vitologiezh norsek", eo skourr anavetañ ar wengelouriezh c'herman. Hiziv ez eo dalc'het ar mennozh e oa damheñvel rummad doueed an daou sevenadur daoust ma emdroas anvioù ha gwengeloù e pep tiriad bep ma tremene an amzer.
Ne veze ket gwelet ar gwengeloù evel ar Bibl er gristeniezh, ne veze ket heuliet evel un doazhadur. Evelato e oa bet savet ur seurt relijion norzhek gant pobl ar c'houlz-se, gant lidoù reizhet gant belegezed anvet vǫlur. Ne ouzer ket penaos e veze imlijet ar gwengeloù gant ar relijion-se evit gwir.
Kalzik elfennoù dre skrid anezhañ zo deuet betek ennomp. Ar roudoù anatañ lezet gant ar C'hermaned eo ar vein runel. Met gant ar romaned e oa bet skrivet an titouroù resis a-zivout ar pobloù-se, ha diwezhatoc'h gant ar gristenien. Na a-orin na neptu eo ar c'heloù-mañ, disteraet e oa relijion an enebour ganto evit lezennekat o obererezhioù.
Meur a wengel a vez anvet saga ; ul lodenn vras anezhe a c'heller kavout en Edda e komz-plaen hag en Edda e gwerzennoù.
En Edda e komz-plaen hag e saga an Ynglingar skrivet gant Snorri Sturluson ec'h adkaver barzhonegoù eus an Edda e gwerzennoù. Snorri Sturluson a savas ur c'heneliezh hag ur fin d'an amzerioù gant ar varzhoneg Voluspa ("Kan ar vǫlur"). Hervez lod gouizieien e voe adkemeret gantañ ar mennozhioù-se diwar daou levr kristen : Levr ar C'heneliezh hag Levr an Diskuliadur. Ragnarok eo an anv implijet evit taolennañ fin an amzer.
Er wengelouriezh lec'hlennat ez eo aozet an hollved hervez ur wezenn ramzel, Yggdrasil ar wezenn-ved ; meur a ved a zo enni, en o zouez Midgard (bed Mab-den), Asgard (bed an Aesed), Muspelheim (bed an tan), ha c'hwec'h bed all.