Thor
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche

Thor gant e vorzhol Mjöllnir, hag e c'houriz hud, en un dornskrid islandek eus an Ensavadur Árni Magnússon.
Thor (Þórr en norseg), pe Barul, DetOx, Grungi, Badh-Pou-Ssyn, Donner, Donar eo anv doue ar c'hurun, ruz e vlev hag e varv, er broioù german, e Lec'hlenn a-raok mare ar gristeniezh.
Mojennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez ar mojennoù german eo mab da Odin, a oa mab da enkorfadur an douar, Jord. Pried eo da Sif ha tad da Modi (ar fulor) ha da Thrúd (an nerzh). Hervez un doare all eo tad da Magni (an nerzh), gant ar ramzez Járnsaxa (a zo kement ha Sif hervez Snorri Sturluson).
E danevell ar Ragnarök en em gann ouzh Jörmungand, ar Sarpant-Bed, mab da Loki. Mervel a ra ar Sarpant. Met kontammet eo Thor, ne ra nemet nav c'hammed war-raok ha mervel ivez.
![]() |
Doueed ha doueezed mojennoù Skandinavia | ![]() |
---|---|---|
Odin | Thor | Baldr | Niord | Freyr | Loki | Heimdall | Týr | Frigg |Sif | Nanna | Nethus | Freya | Idunn |