Ensavadur Árni Magnússon
An Ensavadur Árni Magnússon (Stofnun Árna Magnússonar en islandeg) zo un aozadur e Reykjavík, kêrbenn Enez ar Skorn, ma vez gwarezet an dornskridoù islandek kozh, hag en o zouez al Landnámabók (Levr an Trevadennañ en Enez ar Skorn), an Heimskringla hag ar meurzanevelloù anvet saga .
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe roet hec'h emrenerezh da Enez ar Skorn en 1904 gant Danmark e voe goulennet gant Breujoù an enezenn, (Alþing) digant Danmark daskor dezho an dornskridoù dastumet gant al lenneg Árni Magnússon. En 1927, 23 bloaz goude e voe daskoret un toulladig, ha bodet en un ensavadur anvet « Handritastofnun Íslands », Ensavadur Dornskridoù Island.
En 1972, daskoret an holl zornskridoù, e voe kemmet an anv e « Stofnun Árni Magnússonar á Íslandi », 'Ensavadur Árni Magnússon en Island, anavezet ivez evel « Árnastofnun ». Distag eo diouzh skol-veur Island met kenlabourat a ra ganti.
Men emañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Annezet eo er savadur Árnagarður, war dachenn skol-veur Island e Reykjavík.
Dornskridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sed o anvioù
- AM 113 fol (Íslendingabók)
- AM 371 4to (Landnámabók)
- AM 738 4to
- GKS 1005 fol (Flateyjarbók)
- GKS 2367 4to (Edda de Snorri)
- SÁM 66
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (is) et (en) An Ensavadur Árni Magnússon
- (is) An dornskridoù en-linenn
- (is) ha (en) Skol-veur Enez ar Skorn