Árni Magnússon

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Árni Magnússon (13 a viz Du 16637 a viz Genver 1730) a oa ul lenneg islandat a zastumas dornskridoù kozh.

Ganet e oa e 1663 e Kvennabrekka, e Dalasýsla, e kornôg an enezenn. Mont a reas da studiañ da Zanmark, da skol-veur København, hag eno e voe eiler Dihellour ar Roue, Thomas Bartolin, e-pad 6 vloaz.
Beajiñ a eure da Alamagn e-pad 2 vloaz, ha pa zistroas da Zanmark e 1697 e voe anvet da sekretour Dihelloù ar Roue. Da 48 vloaz e teuas da vout kelenner an Dihelloù kozh er skol-veur.

Distreiñ a reas da Enez ar Skorn, ha chom eno 10 vloaz a-raok distreiñ da København ma chomas betek fin e vuhez evel kelenner ha levraoueger.

E vuhez-pad e tastumas dornskridoù kozh, re Island dreist-holl, met re all Lec'hlenn kenkoulz all.

E boltred a oa war ar bilhedoù 100 Íslensk króna .