Frigg

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Frigg, gant John Charles Dollman (1851–1934)

Frigg pe Frigga (henalamaneg uhel: Frī(j)a, lombardeg: Frea) zo un doueez eus ar wengelouriezh lec'hlennat, gwreg Odin hag unan eus an Aesed. Soñjal a reer eo Saga un anv all dezhi. Hi eo Doueez diwallerez an eured, ar vuhez hag ar vammelezh, rouanez an Oabl hag an Aesed. Gwarediñ a ra tan an oaled.

Kalz a hevelepterioù zo etre hi ha Freya, doueez ar garantez hag an druzoni, hag un droukveskad e veze graet a-hed an amzer. He servijerien eo Gefjon, Gna, Fulla, Sygn, Vara, Eira, Hlín, Lofn, ha Vjofn.

Gwengel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Frigga a c'hanas gant Odin an doueed Balder, Hödur, Hermodr, Bragi hag ar Valkiriezed. En Asgard emañ he zi anvet Fensal, "sal ar geunioù". Lavaret e vez e vez gwriet ar c'houmoul ganti.

Kavout a reer anv an doueez el levr Origo Gentis Langobardorum skivet er 7vet kanved hag e 790 en Historia Langobardorum gant Paulus Diaconus, anvet Frea.

Morzhol Thor Doueed ha doueezed mojennoù Skandinavia Morzhol Thor
Odin | Thor | Baldr | Njörðr | Freyr | Loki | Heimdall | Týr | Frigg | Sif | Nanna | Forseti | Freya | Idunn