Freyr

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Freyr, (henalamaneg uhel: frô, goude frôjo, frouwo, goteg: frauja, hensaozneg frēa), a za eus ur wrizenn proto-germaneg *Fraujaz pe *Frauwaz "Aotrou", hag e gevatal benel *Frawjō "Itron". Sur a-walc'h e oa implijet ar ger-mañ evit diwall diouzh lavaret anv gwir an doue (un droukpedenn e vije), evel e vez gwelet er bibl gant anv YHWH a zo anvet Adonai hag a dalva "Aotrou". Eñ a ren ar glaveier ha skedoù an heol.

Maen-run G 181 eus Gotland (Mirdi broadel istorel Stockholm): Odin, Thor ha Freyr skeudennet evel un dreinded.
Freyr gant e hoc'h-gouez Gullinborsti, Gant Johannes Gehrts (1901)

Freyr en Ynglingasaga[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marteze eo hañval Freyr ouzh Yngvi pe Yngvi-Freyr, a za war wel en Ynglingasaga evel ozhac'h ar rouaned svedat ha tad Fjölnirs.[1]

An anv Yngvi a za eus ar meuriad Ingaevonen. Ar ger kevrennek Yngvi-Freyr a dalva neuze Ingwia-fraujaz "Aotrou an ingaevoned". Un delwenn a skeudenna Freyr a zo e Rällinge (Sveden).

Morzhol Thor Doueed ha doueezed mojennoù Skandinavia Morzhol Thor
Odin | Thor | Baldr | Njörðr | Freyr | Loki | Heimdall | Týr | Frigg | Sif | Nanna | Forseti | Freya | Idunn
  1. Snorri Sturluson (1838). [runeberg.org Ynglinga-Saga].