Freya

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Freyja o vleinañ he c'harr sachet gant he c'hizhier (gant Nils Blommér, 1852)

Freya, Freia pe Freyja ("an itron" e norseg) eo anv doueez vanir ar vuhez hag an eured er vitologiezh norzhek. An eil doueez eo er panteon goude Frigg ; alies e vez droukvesket an div hiziv an deiz. Damheñvel eo-hi ouzh Venus, doueez ar romaned, hag Afrodite eus an Olympos.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar skalded (barzhed Lec'hlenn) e veze taolennet an doueez gant meur a gKenningar (lesanvioù). En o zouesk: Mardöll, Menglada, Hörn, Gefn, Sýr ha Vanadís. He moranv Gefn a laka war wel ul liamm gant an doueez Gefjon. Hogen disheñvel eo-hi diouzh an doueez Frija (henalamaneg Friia, Frea) a zo an aes Frigg.

Freya gant James Doyle Penrose (1862–1932)

Freya zo unan eus ar Vanir, unan eus an div ouenn doueed e gwengeloniezh an norzh. He breur eo Frey, he zad Njörd, doue ar mor, he mamm Skadi, plac'h Thiazi ar ramz. He gwaz eo Óðr ha gantañ he devoe div verc'h, Hnoss ha Gersimi (anvioù hag a dalvez o-daou kement ha "teñzor"). Freya a vez taolennet evel "an hini brudetañ e-touesk ar doueezed" (Gylfaginning, Chab. 23).